 |
|
 |
Danevell 33 (live Lennegezh lise)
Gwer, orañjez, ruz
e brezhoneg aes
|
|

Hiziv em eus dastumet pemp ki, tri
c'hazh, daou heureuchin. Holl marv. Holl flastret. Holl toullgofet.
Gwad, bouzelloù, tammoù kig strewet e pep lec'h. Distreiñ a ran
d'ar gêr. Du-se, e fin an hent difin, ur pik, ur pik gwer. Tostaat
a ran, a wer e teu orañjez. Tostaat c'hoazh, pik ruz. Ruz, ruz evel
gwad an holl loened am eus gwelet. Paouez ! Arabat kenderc'hel,
arabat treuziñ, e mod all e vin flastret evel ar chas, ar
c'hizhier, an heureuchined.
Petra c'hoarvez, tomm eo din,
c'hoant kousket 'zo deuet din, kousket on.
Oooo ! E pelec'h emaon ? Pegen brav
eo an ti-se, e mein hag e koad, un ti eus an XVIIIvet kantved sur
a-walc'h. Met pelec'h emañ an dud, hag-eñ ez eus tud o vevañ amañ ?
Mouezhioù a glevan er jardin. Treuziñ a ran ar verjez enni leun a
wez avaloù, c'hoant 'm eus kemer un aval, met iskis eo, ne c'hellan
ket. O tostaat ouzh an trouzioù emaon, n'int ket mouezhioù met
yudadennoù, yudadennoù chas, ya chas int, tri bihan, ha daou vras,
an tad hag ar vamm a gav din. Pegen moutik int, tostaat a ran 'vit
touch outo, santout o zommder, o blev ken dous. Met, petra
c'hoarvez, perak ez eont kuit en ur redek ? Ha me d'ar red war o
lerc'h, an oabl o tuaat. O redek war ar riblenn emaint, yud ganto
evel p'o dije aon rak un dra pe rak un den. Du-se ur c'hroashent
gant ur pik gwer, redek a reont, ar gwer a ya da orañjez, redek a
reont buanoc'h-buanañ; ruz eo ar pik, ret eo dezho chom a-sav.
Huchal a ran met ne glevont ket ac'hanon, treuziñ a reont an hent.
Diwallit ! Diwallit ouzh ar c'harr-samm ! Re ziwezhat, klevout a
ran ur yudadenn, yudadenn ar marv.
Sklaeraat a ra an oabl, war an hent
ne chom nemet pemp korf difiñv, divuhez, o neuial en ur poull ruz,
ruz, liv ar gwad. Bale a ran er straed hep kompren perak int
tec'het dirazon. En ur straed en tu kleiz e klevan miaouadennoù,
teurel a ran ur sell, teñval eo ar straed, ne vez gwelet takenn,
nemet c'hwec'h pik gwer, c'hwec'h lagad, pe gentoc'h tri daoulagad,
tostaat a reont ouzhin; c'hoant 'm eus tec'hout kuit met ne
c'hellan ket. Kuitaat a reont ar straed, neuze e verzan ne oant
nemet tri c'hazh, kizhier du. Pourmen a reont e kêr en ur furchal
er poubellennoù, evit kavout boued, restachoù predoù an dud.
Chaseal a reont ar razhed en un doare efedus-kenañ; met daoust da
se ne blijont ket d'an dud. Marv int, lazhet gant ur bugel. Dirak
dor un ti e oa bet lakaet ur volenn gant tammoù kig e-barzh, an tri
c'hazh 'zo lammet gant ar boued, n'o doa ket bet amzer da zebriñ un
tamm kig, p'erruas ur bugel gant un tamm koad evit skeiñ ganto, pik
gwer; neuze e krogas ar redadeg, ar vuhez a-enep ar marv. Kalz
buanoc'h eget ar c'hizhier e rede ar bugel, tostaat a rae outo
tamm-ha-tamm, pik orañjez; o vont da adpakout anezho e oa, pa voe
treuzet an hent gant an tri c'hazh, pik ruz; div oto a erruas d'ar
mare-se : stekiñ outo a reas an hini gentañ, flastrañ anezho a reas
an eil. Distreiñ a reas ar bugel d'ar gêr en ur c'hoarzhin, laouen
gant ar pezh en doa graet. Den ne selle ouzh korfoù ar c'hizhier,
evito ne oa c'hoarvezet netra; an otoioù a gendalc'he da dremen war
ar c'horfoù betek d'ar re-mañ mont plat, betek chom hep santout an
disterañ stroñsadenn en ur dremen warno.
Spontet on, heuget on; c'hoant am
eus tec'hout kuit eus kêr, un nerzh a lak redi warnon da vont kuit.
En un hanter eilenn en em gavan en ur c'hoad. En ur c'hoad, petra
'c'hell c'hoarvezout en ul lec'h ken brav, ken sioul, paradoz al
loened. Pourmen a ran en ur sellout ouzh ar gwez, gwriziennet aze
abaoe kantvedoù, o poulzañ bep bloaz un tammig muioc'h betek mont
da douch ouzh an oabl. Sebezet gant kened ha kozhni ar plant-se ne
soñjan mui e netra; a-greiz-holl e risklan hag e kouezhan d'an
douar. Sellout a ran tro-dro din-me, hag e verzan spontet o deus
laosket tud ur bern loustoni war ar gwiskad delioù sec'h : seier
plastik, boutailhoù bier ha gwin, tammoù bara, tammoù
morzhed-hoc'h......Ooooo, pegen moutik int, daou heureuchin o
tebriñ un tamm jamboñs, div volotennig zu, kichen-ha-kichen.
Tostaat a ran, klevout a ran anezho o lonkañ o zammoù kig, fentus
int, ha ken sioul. Daou garv a dremen en va c'hichen en ur redek,
heuliet gant pemp louarn, ur bleiz d'ho heul. Ur strollad laboused
a nij kuit eus ar gwez en ur ober un trouz spontus, sellet a ran
war-zu kreiz ar c'hoad hag e welan moged du, ha flammennoù ruz :
tan ! Buan ! Ret eo kuitaat al lec'h-mañ. Redek a ran da heul al
loened all, an daou heureuchin war va lerc'h. Buanoc'h, santout a
ran gwrez an tan a-dreñv din, buan ! Gwelout 'ran un hent du-se,
pik gwer; ret eo deomp treuziñ anezhañ hag e vimp saveteet, pik
orañjez; treuzet 'm eus an hent, pelec'h-mañ an hereuchined, aaaah
aze, emaint o vont da dreuziñ, pik ruz. Gortozit ! Un oto zo oc'h
erruout. Re ziwezhat, div volotennig zu a nij en aer, hag a gouezh
e-kreiz an hent.
Santout a ran un dorn war va skoaz,
digeriñ a ran va daoulagad, ha gwelout un archer a lavar din.
« Tu zo deoc'h treuziñ, gwer eo. »
|
 |
|
 |