 |
|
 |
Danevell 1 (live Lennegezh lise)
Un deiz en nevez-amzer.
e brezhoneg aes
|
|

Aet e oa kuit eus he zi. O vont
d'en em gavout gant he mignonezed, en oaled. An nevez-amzer anezhi,
hag ur c'hwez flour ha dous a fronde en aer fresk. Laouen e oa, ne
oueze ket perak. Plijout a rae dezhi mont d'an oaled, evit bezañ
gant he mignoned dre m'en em sante gwarezet ha dieub war-un dro,
eno, en o zi. Gant ur c'hozh studio boutin ha divuhez o doa graet
ul lec'h degemerus, ennañ leun a livioù hag a blant, ur
c'henaozadur hippi. War an hent e oa o soñjal en he buhez, en
dazont. A-benn nebeut e teufe da vezañ un den-deuet, hep dezhi
bezañ merzet tra er c'hemm a oa deuet enni, tamm-ha-tamm. Da gentañ
e tremenfe he bacho, war-lerc'h he defe
hec'h aotre-bleniañ, mont a rafe d'ar Skol-Veur. C'hoant da studial
ar filosofiezh, ar bsikologiezh hag ar gwir he doa, ha bezañ o chom
en ur ranndi gant ur gamaladez. Klasket he doa gouzout piv a zeufe
ganti da chom; e Justine he doa soñjet da gentañ, met ne vefe ket
homañ gant an hevelep studioù marteze, neuze e vefe Maina, ne oueze
ket re. En em c'houlenn a rae ivez penaos e trofe stad an
ekonomiezh hag ar politikerezh er bed. Met fiziañs he doa, eviti
hec'h-unan atav, rak kazi sur e vefe kavet diskoulmoù d'ar
c'hudennoù : ul labour a gavfent holl da gentañ. Un tamm skiant
bennak a zeufe en dud adarre, ha ne vefe mui na brezelioù na
kasoni-gouennoù. Marteze edo o kas he rambreadennoù un tammig re
bell, met eviti ne oa ket dibosubl en holl. Kalz azaouez a vage
evit ar vedisined a yae da saveteiñ buhezioù er bed a-bezh, pe evit
tud a-seurt gant Coluche dre m'en doa hemañ krouet ar Resto du c\oeur. Edo an holl a-zevri o sikour ar
bed da vont war e du mat. Soñjal a rae ivez en he darempred gant he
mignoned. Ganto, hec'h eil familh, eo e felle dezhi chom, bepred.
Start-kaer edo al liammoù etrezo evel etre breudeur.
« Va digarezit, dimezell. E-pelec'h 'mañ an ti-gar ? » Sevel a reas
he fenn, ur strollad paotred, 'tro ugent vloaz, a oa dirazi.
« Setu ez eoc'h diouzhtu gant ar straed 'zo amañ en tu dehou, ha
war-lerc'h e talc'hoc'h gant an hent-se e-pad ur c'hilometrad
bennak, ha setu, erru 'voc'h », a respontas ar grennardez, o paouez
divorediñ.
« Mont a ra mat an traoù ganit ? N'eo ket re ziaes ar vuhez ? », a
c'houlennas unan eus ar baotred.
« Nann ! », a nac'has, berr-ha-berr, dre ma verze mat-tre edont
oc'h ober an heg outi hag hi da eilgeriañ kerkent :
« Hag evidoc'h, n'eo ket re start an traoù ? » Neuze e krogas an
tri den da ziskrognal, gwidre ha drougiezh en o c'hoarzhadennoù.
Fuloret e oa, met ne gomprene seurt c'hoazh er pezh a oa o vont da
c'hoarvezout ganti.
« Ha neuze, da-unan emaout ? Dañjerus eo evit ur plac'h yaouank
egisdout-te mont hec'h-unan da bourmen, dreist-holl pa gej...
ganeomp ! C'haaa ! C'ha ! C'ha ! Deus ganeomp 'ta ! » Kroget 'oa ur
barrad follentez enno.
« Ha neuze, ne fell ket dit dont ? », a gendalc'has an hini koshañ.
A-greiz-holl e komprenas ar pezh o devoa c'hoant hag ur c'horfad
aon a grogas enni, met hep rat dezhi hec'h-unan e lavaras, seder :
« Petra 'zo ? Petra 'fell deoc'h ? Mar plij, lezit 'ta ac'hanon da
vont, mar plij !
- Paouez da c'hoari da inosantez, n'omp ket babiged mui !, a
c'hourdrouzas ar paotr, Kristof ha Kevin, tapit krog enni ! Ale !
»Buan-tre ez eas he gwad e dour sklaer, braouac'h enni.
« Mar-plij lezit ac'hanon, n'em eus graet netra ! », a grogas da
leñvañ. Santout a rae he c'horf o stegnañ gant an aon. Ur c'horfad
spont a grogas enni, ne gleve mui seurt ebet. Ne wele ken nemet
skeudennoù o tremen dirazi. Klask a rae huchal a-bouez-penn, met ne
zeue nemet bommoù, tammoù gerioù e-maez he beg :
« ...plij... nann, nann... na rit netra... mar... pliiiij », a
vesteodas ar paourkaezh plac'h. Daeroù a rinkle war he fas
saouzanet, he daoulagad o fiñval a glaske kompren un dra bennak er
pezh a c'hoarveze, met ne zeuent ket a-benn. Spouronet e oa. Un
eurvezh 'oa edo en he zi, trankil, o komz gant he c'hoar vras. Evel
pep den en oadoù-se, edo o tizoloiñ ar garantez, ar c'hoant bevañ,
an dieubidigezh. Tennañ a rae d'ur vleunienn varradus o tigeriñ. Ur
plac'h dibikouz e oa, unan laouen, leun a vuhez enni. Eveldoc'h e
oa, perak e c'hoarveze kement-mañ ganti ? Perak ? Paouez a reas da
analiñ hep d'ar re all merzout tra.
|
 |
|
 |