 |
|
 |
Danevell 9 (live Lennegezh lise)
Danevell brezhoneg
e brezhoneg aes
|
|

Na pegen diaes eo kaout awen ! Met
penaos e reont 'ta, tout ar skrivagnerien vrudet-se da gaout danvez
d'ober o fezhioù melloù levrioù ? Gwir eo, 'barzh darn anezho n'eus
tra diskleriet ebet hag int koll paper, met 'barzh darn all 'z eus
traoù memestra ! N'eo ket Doue posubl, me 'zo ma fri dirak ar
c'hompoder ha n'ouzon ket petra skrivañ. Ar Sul da noz eo, tro
seizh eur nemet kard ha n'em eus skrivet ger c'hoazh eus an
danevell a zo da rentañ warc'hoazh... 'Benn un eurvezh e rankin
mont da zebriñ, mont dindan ar strinkadenn zour ha mont da gousket.
Petra 'rin ? Klask ober 'nezhi memestra, pe kentoc'h kavout un
digarez toull ouzhpenn da nompas tapout un notenn laou digant
Gwenole ? Moarvat e c'hellfe reiñ un devezh pe zaou, din da echuiñ.
Ouzhpenn-se on kazi sur ne vin ket an hini nemetañ da vezañ chomet
hep ober ma dever ! Nann ! N'eo ket fur, rak ma rafe e benn mul e
vefe brav kaout ur rontig e bann al lennegezh, war rentañ-kont
notennoù an trimiziad. Ma, ret eo din kavout ur mennozh neuze.
Pelec'h e c'hellfen klask ? Gouzout 'ran : 'barzh al levrioù 'zo
war an estajerenn, er burev. War an hent da vont di e vez ma mamm
d'an eur-mañ, siwazh, ha rankout a rin tremen buan dirak he fri,
rak ne fell ket din bezañ goulennataet diwar-benn stad ma deverioù.
Ale, un, daou, tri, aet on. Diskenn gant an diri, erruout 'barzh ar
sal vras. Nag a chañs, n'emañ ket ma mamm 'barzh ar gegin o fardañ
boued. Gellout a ran mont betek ar burev hep kudenn, met d'an
daoulamm memestra. Digeriñ an nor... Forzh ma buhez, 'barzh ar
burev 'mañ ! N'em eus ket a choaz, rankout a ran mont e-barzh, hag
ober van na vije netra. Ne blij ket din selloù ma mamm, kavout a
ran gwelloc'h treiñ ma fenn eget o gouzañv.
« Gwendal, hag echu eo da zanevell ganit ? », emezi.
Kaoc'h-ki ! Ne fell ket din kontañ
gevier. Ne c'hellan ket lâret de'i em eus kroget gant an dever
arabadus-mañ, pa n'eo ket gwir. Met ret eo din respont memestra,
kenkas e tizolofe ar wirionez.
« Deus peseurt danevell emaout o komz ? » (respont gant Gwendal ar
Braz, kavet war ar prim...)
« Ma, an danevell Vrezhoneg az poa d'ober a-benn warc'hoazh. Soñj
'm eus ez peus goulennet digant da vreur pehini e oa ar poellad
bizskrivañ en doa war e gompoder. »
Ne c'hellan kuzhat netra dezhi, re
greñv eo.
« Deuet e oan da glask ur mennozh
bennak 'barzh levrioù ar burev. Marteze e c'hellfes reiñ unan
din.
- Na petra 'ta ? Ne peus ket kroget ? Erru ar Sul da noz eo e
c'houlennez seurt traoù ! Gant ar vezh...
- Gwir eo ez eo un tamm diwezhat, met n'eus ket deuet awen din 'pad
ar sizhun a-bezh.
- Petra an diaoul eo an dra-se, an AWEN ? Ne ran ket foutre kaer
eus an dra-se, n'eo ket un digarez evidon, nag evit da gelenner.
Petra 'ri neuze ? Tremen da nozvezh o vizskrivañ un danevell ha
bezañ skuizh o sevel warc'hoazh ? N'out ket sirius tamm ebet gant
an afer-mañ, tamm ebet !
- Gouzout a ran.
- N'eo ket trawalc'h gouzout, ret eo ober bremañ.
- Ya, met ne ouezan ket c'hoazh diwar-benn petra skrivañ !...
- Se n'eo ket ma afer. 'Peus ken skrivañ diwar-benn an doare ma
'vez graet war-dro ar chimpanzeed 'barzh Zoo Vincennes, petramant
diwar an doare 'zo gant Zavata da zibab e furlukined. Da raktres
micherel e c'hellfe servijout dit da zanevell da nebeutañ.
Ac'hic'hi ac'hac'ha... » Na pegen laouen e vezit ur wech klevet
seurt kaozioù diwar ho penn....
Tostaat a ra tamm-ha-tamm eur ar
pred ha n'eus netra nemet ma anv ha danvez an dever war skramm
gwenn (ha chomet gwenn) ar c'hompoder. Aes eo da gompren : ne ran
ket forzh eus ar chimpanzeed nag eus sirk Zavata ha nebeutoc'h
c'hoazh eus ar furlukined.....MA DAN-E-VELL N'EO KET KRO-GET
C'HOAZH !!!
Dav din ober un dra bennak
memestra. Ouzhpenn-se emaon oc'h en em lakaat klañv gant an
istor-mañ. En gwirionez, n'eo ket ken drouk-se Gwenole. Mont a rin
da gousket neuze. Dre chañs em eus echuet an holl zeverioù all. Un
eur a chomo ganin d'ober anezhi 'barzh an tren warc'hoazh d'ar
beure. N'em bo ken 'met kontañ d'ar c'helenner ne oa ket a gompoder
ganin er gêr, ha n'em eus ket gellet he bizskrivañ, neuze eo bet
graet gant ar bluenn. ....Gant ma vo echu a-raok en em gavout e
Brest....
Ale, n'eus ken 'met mont da zebriñ,
d'en em c'hlebiañ dindan ar strinkadenn zour, da vezañ anvet gant
anvioù marmouzien eus ar re washañ a zo er bed, ha mont da
gousket.
Setu amañ danevell ar pezh a
c'hoarvez alies gant al liseidi pe gant ar skolajidi p'o devez
deverioù d'ober. Da lâret ar wirionez, n'eo ket c'hoarvezet an
istor-mañ ganin, en desped d'am anv hoc'h eus lennet meur a wech
enni, ha n'eo ket ken drouk-se ma mamm. Memestra e c'hell ma
danevell reiñ ur gentel d'an holl studierien a lenno anezhi : an
devezh na zeu tamm awen deoc'h, n'ho peus ken met kontañ ho toare
da glask danvez, ha sell aze tout.
|
 |
|
 |