 |
|
 |
Danevell 20 (live Lennegezh lise)
Nedeleg e Montroulez
e brezhoneg aes
|
|

O c'hortoz abaoe pemp munutenn
emaon pa welan an tren oc'h erruout e ti-gar Roazhon. Atav em eus
bet plijadur o welet ar marc'h-du, evel
ma veze anvet gwechall, o tegouezhout, o vrasaat tamm-ha-tamm,
trouzus ha nerzhus. N'on ket gouest da lavaret perak. Sur a-walc'h
ez eo peogwir e tistroan d'ar gêr hiziv, evit vakañsoù Nedeleg.
Plijusoc'h eo beajiñ gant an tren eget gant ar c'harr-tan. Dedennus
eo sellet ouzh an dud all en tren. Tud a bep seurt a weler : tud
o-unan, daou-ha-daou pe a-strolladoù, o lenn, o komz, o kousket pe
o labourat a-wechoù Istorioù iskis a ijiner diwar-benn tud 'zo.
Hogen, ar gwellañ tra evidon hiziv eo en em reiñ da gousket, goude
ur sizhunvezh hir ha diaes-spontus.
« Ti-gar Montroulez, div vunuuutenn ehan » Sell 'ta, iskis eo dezho
reiñ ar c'heloù e brezhoneg, dre voas e vez atav e galleg ! Diskenn
a ran, damgousket c'hoazh. Met, cheñchet eo an ti-gar ? ! Gwir eo
n'on ket bet amañ dibaoe pell. Arabat eo din disoñjal prenañ profoù
Nedeleg evit ar familh, kement ha bezañ e Montroulez. E soñj e oan
prenañ levrioù d'an holl, peogwir n'eo ket re ziaes kavout peseurt
levr a raio plijadur d'houmañ pe d'hennezh !
Leun a vuhez 'zo e kreiz-kêr hiziv.
Seblantout a ra an holl bezañ laouen. Bale a reont hep tamm pouez
ebet war o divskoaz, hep bezañ nec'het gant kudennoù familh,
arc'hant pe labour. Eürus e vez an dud o soñjal emañ gouel Nedeleg
o tostaat, sur a-walc'h. Ne daolont ket evezh ouzh ar c'heleier
drastus hon devez, o tont a bep lec'h.
Setu me erru war ur blasenn
n'anavezan ket. Ouzh ur voger e lennan : Plasenn Anjela Duval. Pegen souezhus ! Morse n'em
bije soñjet e oa bet roet anv ar varzhez vreizhat d'ur blasenn e
Montroulez. Boas e weler Place Louis
Pasteur, pe De Gaulle, pe
c'hoazh Pierre et Marie Curie. Met,
a-daol-trumm e verzan ez eo skrivet pep tra tro-dro din e brezhoneg
! Anvioù ar stalioù : Baraer,
Ti-krampouezh, Apotikerezh, Kiger
anvioù ar straedoù, ar bruderezh, dirak ar sinema : Brezel e bed ar stered, gwellañ film faltazi ar
c'hantved, pe war ur skritell : Nedeleg
eo, lakait ho kerent da vezañ laouen, profit dezho ur veaj da
Vro-Vigoudenn ! Gwelloc'h-gwellañ ! N'eo ket me az aio da
glemm o welout an traoù o cheñch, met c'hoant 'm befe kompren
memestra ! Sebezet e choman, va beg digor bras dirak ar skritell.
Dont a ra un den davedon, souezhet.
« Petra 'zo, ur gudenn bennak ? »
Chalet an tamm ac'hanon, e
respontan war ar prim : « Ket, ket, n'eus ket. O klask ur stal
levrioù emaon.
- Ah Nepell ez eus unan a-feson. Du-hont.emezañ, o tiskouez din dre
belec'h mont.
- Trugarez deoc'h, Aotrou. Mont a rin da welet.a lavaran buan, en
ur vont kuit.
- Kenavo. »
E brezhoneg en deus an den-se
komzet ouzhin, ha padal n'anaveze ket ac'hanon. Penaos e ouie-eñ e
komzan brezhoneg ? ! Trubuilhet e krogan da vezañ. Hep kompren re e
teuan da soñjal koulskoude n'eo ket displijus klevout ha lenn
brezhoneg nemetken, burzhudus eo zoken. Ma, setu me dirak
Stal levrioù Marzhin ar Strobineller,
ha me ha mont 'barzh ar stal. Un anv hag a zere mat ! Peseurt
strobineller 'n eus kaset ac'hanon betek an iskis a baradoz-mañ ?
Buan-ha-buan e taolan ur sell ouzh al levrioù : e brezhoneg int
holl. Skrivagnerien 'zo a anavezan : Roparz Hemon, Per Denez, Ronan
Huon, Jakez Riou, Youenn Drezen, Jakez Konan, Anjela Duval, Yann
Gerven, Goulc'han Kervella ha lod all c'hoazh, met ur bern all
n'anavezan ket. Levrioù e-leizh hag a bep seurt a zo, hag a seblant
holl bezañ dedennus ha talvoudus.
« Ha neuze, dimezell yaouank, petra
'maoc'h o klask ? Ul levr barzhonegoù, un dastumadeg danevelloù, ur
romant karantez, ur romant polis, ur studiadenn istorel, skiantel,
relijiel ? Pep tra ha forzh petra am eus da ginnig deoc'h ! Setu
perak e vez lavaret din "Marzhin ar Strobineller !" Souezhet,
diskredik ha mut e choman dirak an den bihan, farsus ha leun a
startijenn, a zo o paouez lammat dirazon.
- Petra c'hellan ober evidoc'h ?emezañ c'hoazh. » Tarzhañ a ran
neuze : « C'hoant 'm befe gouzout e pelec'h emaon, petra 'maon oc'h
ober amañ, perak ez eo ken cheñchet an endro, ar sevenadur, ar yezh
! Ne gomprenan seurt ebet ! Displegit din, me ho ped ! Mar plij !a
zibunan buan-tre. D'e dro eo da chom souezhet ha dilavar. Goulenn a
ran en-dro :>Perak e klevan hag e lennan brezhoneg e pep lec'h
?
- Met, dibaoe ma'z eo dizalc'h Breizh ez eo ar brezhoneg ar yezh
ofisiel, kelennet er skolioù, hag implijet e pep lec'h !
- Ma Doue ! E peseurt bloavezh emaomp ?a c'houlennan ankeniet.
»
Ha setu an den bihan da ziroll da
c'hoarzhin !
« Pebezh farsadenn ! Gouzout a reoc'h mat ez eo dizalc'h Breizh
dibaoe 43 bloaz, hag emaomp bremañ e »
Dihuniñ a ran neuze a-daol-trumm
:
« Gare de Morlaix, deux minutes d'arrêt » Pell e vezan o kompren ne
oa nemet un huñvre. Un huñvre gwall iskis, met burzhudus. Dipitus
eo n'em bije ket bet amzer da brenañ levrioù digant Marzhin ! Ret e
vo din kavout profoù all.
|
 |
|
 |