Danevell 6 (live Lennegezh lise)
Un trouz
e brezhoneg aes
|
|

Ur pok da'm breudeur ha da'm
c'hoarezed hag e kuitaan an tamm loch koad hanter-vrein a ro bod
din. Nijal a ran eta etrezek va mignoned a zo ouzh va gortoz, da
vont da chaseal un tamm preizh. Goude ur frapadig amzer, setu krog
mat an droiad chase. Mont a ran buan etrezek enni; hag a-greiz-holl
e treuz un trouz iskis, fromus, spontus an egor. Den na gouezh
tro-dro din,
« c'hwitet e daol gantañ » a soñjan. Pennfollet an holl memestra;
pa ne ouien ket va-unan petra 'oa ret din ober. Hogen, skampet on
kuit hep soñjal.
Kaer am eus klask adtapout va
c'heneiled, ne zeuan ket a-benn. Ha me da lavaret ouzhin va-unan
:
« Ne dalvez ket ar boan ! » Perak mont ken buan ? Me ha mont war
c'horrekaat neuze, kement ha klask ur boud bennak mat a-walc'h da
gas ganin evit koan. Merzet ar preizh ganin e tagan diouzhtu al
loen dievezh. Digor-frank va c'hrabanoù e erruan warnañ. Dirazon
emañ al loen madelezhus. Met souezhusat tra, c'hwitet em eus warnañ
: a-dreuz din eo tremenet.
Ma, n'eo ket kalz a dra. Poan gof
am eus, met evit naon 'vat, n'em eus ket ! Damwelet a ran ur
poull-dour en diabell, e-kreiz ur c'helc'hiad gwez-sapr. Nijal a
ran war e du. Mont a ran war e c'horre, dour ennañ betek hanter va
favioù. Daoublegañ a ran, va figos er poull. Evañ a ran ar muiañ a
c'hellan, met stambouc'het n'on ket. Ha kaer am eus lonkañ, ne
seblant ket din bezañ evet an disterañ takenn. Ha me o sellet
a-dostoc'h, ne welan ket va skeud ! Iskis, ha peadra da gaout aon
war un dro. Met n'eo ket un dister dra a seurt-se a chalo ac'hanon,
hag e tec'han kuit.
Setu ma nijan etrezek ur c'hoad
teñval ha stank. Eno on sur da gavout ul loen bennak. Erru e-kreiz
ar c'hoad ez on gronnet gant ur pezh mell tantad. Uhel. Re uhel
din, dreist-holl gant ar boan krog da zirañvañ va divaskell
a-daol-trumm... Daoubleget an holl loened, o fenn war benn o
daoulin, o c'hortoz ar marv da zont d'o c'herc'hat. Liv an anken a
welan en o daoulagad. En entremar emaint.
« Va sikour » a glevan e-mesk huchadennoù kriz. Droug a zo ennon.
Oc'h en em soñjal emaon pa gouezh dirazon. E gorf teuzet o
tivogediñ hag o vont a dammoù war al leur du ha tomm-berv. Ken
sklaer eo ar wirionez evidon,...neuze.
N'em eus ken nag an nerzh nag ar
c'hoant da dec'hout. M'eo hiziv eo tonket din mervel, e rin hep en
em zifenn. Damwelet a ran anezhañ. Aze emañ, o kregiñ ennon. N'em
eus droug ebet evel pa ne vije c'hoarvezet netra. Digeriñ a ran va
daoulagad gant an aon da welout ar goullo, ar marv. Hag aze dirazon
ar priñs-melen o vont da guzhat. Ur sell prim war-dreñv evit
gwelout an tan o kenderc'hel gant e labour.
An arvar... Dibab a ran skeiñ
war-zu an norz, fiziañs ennon tizhout lec'hioù nevez, an eil re
bravoc'h eget ar re all. Goude div vunutenn beaj e veizan emañ an
traoù o fiñval buan a gleiz da zehou. Ar gwez en traoñ a zo
krommet. An tier en o foull, hag o zoennoù war ar straed. Pikoù du
bihan o redek e pep lec'h, pennfollet. Merk an aon a zo sanket don
war o fas. Bugale int. Kouezhañ a reont, met den na zeu d'o sikour.
Padal emaint oc'h astenn o divrec'h war-zu an dud vras a gerzh
warno hep sellet, hag hep kaout keuz. Kompren a ran bremañ ez eus
ur gorventenn o tostaat, goustad met diarvar. Hag an dud en oad
gour da vervel goude bezañ lazhet daou pe dri bugel o kerzhet
warno. Mervel a reont pep hini d'e dro, gwez o kouezhañ warno pe me
oar-me. Heug, rukun a sav ennon. An drast-mañ a c'hellan tremen
e-biou dezhañ en ur nijal kuit ar buanañ posubl.
Ar gwashañ holl eo n'em eus ket
c'hoant. Kaout aon, dizoloiñ santimantoù nevez eo a fell din.
« Deomp de'i » hag e c'hwistan war an hent. Darev eo an diarbenn.
Prest on. Ennañ emaon bremañ. Poan benn am eus, droug kein ivez.
Met 'tra da welet gant hejadennoù taer ur gorventenn. N'eus efed
ebet warnon ur wech c'hoazh. Evel un tasmant on, pe neuze... Ya se
eo.
N'eus ken !
|