Danevell 7 (live Lennegezh lise)
Ar Peoc'h
e brezhoneg aes
|
|

War ar porzh edo Mallory Ar Gour o
c'hortoz he gwaz, aet da besketa war vourzh Ar
Peoc'h. Glan an amzer, met dirollet ar mor gant avel greñv
ar c'huzh-heol, drask ar gwernioù, staget en o fenn bannieloù ar
vro, a-gevret gant saflik gwagennoù ar mor glas-gris ouzh kouc'hoù
ar bigi. Hogen, nebeut a dud a oa e porzh Konk-Leon, nemet gwragez
ar vartoloded o c'hortoz en ur rac'hoanañ.
« Ac'hanta, Mallory ! a estlammas
Anna Ar Faou. Deuet out da c'hortoz da waz ar wech-mañ ? N'eo ket
gwall alies e teuez d'ar porzh !
- Ya, o c'hortoz ma gwaz emaon hiziv. Gouzout a ran n'eo ket gwall
alies e teuan d'ar porzh, met kalzik a draoù am eus d'ober er
mareoù-mañ. Pa 'vo distro Goulouen ez aimp, hon daou ken, da
vakañsiñ e Bro-Spagn. Mall 'zo ganin kuitaat ar vro, pakañ aer
fresk.
- Chañs 'peus. Ne c'hellomp ket ni mont da vakañsiñ, n'hon eus ket
trawalc'h a arc'hant !
- Gwir eo. Dibaoe m'hon eus gounezet daou vilion a lurioù gall el
loto, ez eus tu deomp ober n'eus forzh petra : prenañ laezh an
amezeg, saout an Aotrou Tangi, pe c'hoazh ti-feurm An Danteg !
Gwelloc'h dit dispign da arc'hant er c'hoarioù sot-se ha gounit
kalzik gwenneien, e-lec'h prenañ boued da'z familh,... un ali, tra
ken. »
Ne blije ket kalz da Anna an
doare-se da welet. Ur vaouez paour e oa ha ne c'helle ket kemeret
ar riskl da zispign hec'h arc'hant er c'hoarioù-se. Gwarizi a vage
ouzh chañs Mallory. C'hoant bras he dije bezañ pinvidik-mor evel he
mignonez.
« Ha neuze », a huanadas Anna,
« a-benn peur e paouezo Goulouen da besketa ? »
Ur mousc'hoarzh tort a bignas betek
divskouarn Mallory...
« N'hon eus ket soñjet c'hoazh, a respontas-hi, gwelet e vo e
Madrid, rak mall eo din mont di. C'ho, c'ho, c'ho, soñj 'ta, los
sombreros, el sol,... hag a bep seurt traoù all ! Aaaaa, ma Anna
gaezh, gwelloc'h dit heuliañ ma doare d'ober. »
Dale a oa gant gwazed ar merc'hed.
An darn vrasañ eus ar bigi a oa erru er porzh dija. Edo an noz o
tostaat, hag an div vaouez o flapiñ.
« Ha ma' vijen pinvidik 'gizdout, a
huñvreas Anna, em bije trawalc'h a arc'hant evit boueta ma bugale.
Digalonekaet on. Ha pa erruo va gwaz er gêr dabot e hucho warnon
adarre : "Petra ! Banne laezh na tamm legumaj ebet ken adarre ! Hag
ar vugale...." Ezhomm bras a arc'hant am eus. Te Mallory, prestiñ a
rafes-te ur gwenneg bennak din da brenañ laezh d'ar vugale ?
- Ma faour-kaezh Anna, a druezas Mallory, ret e oa dit ober
eveldomp !
- Un taol-chañs eo ho peus bet. Ar c'hoari a zo chañs. Ar bloaz a
zeu e vo ret deoc'h labourat en-dro.
- Marteze, met profitañ eus an daou vilion-se a raimp
memestra.
- Ha neuze, profitit en ur brofañ.
- Ha ne brofin ket deoc'h ! Ho labour a rankoc'h ober !
- Met ne c'helloc'h ket bezañ ken mac'hom-se gant hoc'h arc'hant
!
- Eo, hag e vimp ! »
War ar porzh, edo al laboused-mor o
skroeñjal hag an div fistilherez o vouzhañ. Ne oa ket gwall chifet
Mallory. Soñjal a rae en he beaj da Vro-Spagn : mont da bakañ ar
c'harr-nij e Gwipavaz, erruout e Madrid, ha gweladenniñ ar vro gant
he gwaz muiañ-karet.
Met ne oa ket pres war gwaz Mallory
'toare. Hogen, hini Anna a oa e vag nepell diouzh ar porzh. « Setu
Job o tont. Petra 'lavarin dezhañ ? Emichañs en deus gellet pesketa
peadra da zrebiñ.
- Ne 'ran foutre kaer. An deiz diwezhañ dezhañ da labourat eo
hiziv... »
Gwir e oa. An deiz diwezhañ dezhañ
da labourat e oa, an deiz-se... an 28 a viz C'hwevrer 1978.
Briata a reas Anna he gwaz pa
erruas war ar c'hae. Met ne oa ket hennezh jourdoul-kenañ. O ouelañ
edo zoken. Mallory, saouzanet, a oa o selaou hirvoudoù Job gant
anken.
« Maaantrus eo, a ouelas-eñ, aet eo "Ar Peoc'h" d'ar strad..., gant
Goulouen !!! »
|