 |
|
 |
Danevell 30 (live Lennegezh lise)
Muntr e Feunteun-Gleran
e brezhoneg aes
|
|

Pebezh trouz randonus hini an oto.
Eüruzamant ez eus eus ar radio. Tchlak !.. Pouah ! Ar muzik
dic'hras-se c'hoazh, hag a blij kement d'ar re yaouank er
mareoù-mañ : an tekno pe me-oar-me peseurt sonerezh iskis-all savet
war urzhiater... Na vez klevet nemet seurt storlokerezh en deiz a
hiziv.
Ma, soñjomp en traoù all, ha
lazhomp ar benveg daonet-se. Panevet-se eo brav ar vuhez : brav an
amzer hiziv, tomm a rankan lavarout zoken; plijus ma micher ivez,
en em c'houlenn a ran gant peseurt afer nevez e vo kroget hiziv...
Oh, sell 'ta, war elum emañ ar radio-polis, un afer a bouez hiziv
war a seblant !
« Urzh a zo roet d'an holl otoioù polis da vont betek al lec'h
anvet Feuteun-Gleran war zu norz kêr » a voe diskleriet gant ur
vouezh dous ha plijus, mouezh Kristina, ar benngenurzhierez-polis.
Aaa, Kristina, atav gwisket kran ha cheuc'h, gant he daoulagad
glas-gwer, don evel ar mor ! Met bliv par d'ur c'hazh yaouank ! Hag
hi meleganez ouzhpenn-se. Ur goantenn, par da
« starezed » Hollywood a lavarer ordinal er servij. Met hi d'an
nebeutañ n'eo ket ganet e fin ar sizhun. Speredek eo zoken...
E-pad an amzer-se ez on krog da
vont davet Feunteun-Gleran. En imor vat on hiziv 'vat : ouzhpenn-se
e ouezan ne chomin ket da c'hoari gant paperachoù, un afer a bouez
e seblant bezañ.
Ur vrav a gêr eo memestra, gant an
iliz-veur he zourioù dantelezhet, hag he straedoù kozh chomet er
stad m'emaint dibaoe tan-gwall drastus 1578. Ar straedoù strizh-se,
tiez koad a bep tu dezho, eo a laka an douristed da zirediñ amañ
bep hañv, siwazh deomp ! En tu-hont da se ez eo ur gêr sioul, ur
blijadur bevañ enni.
Berr an hent betek ar feunteun
a-benn ar fin. Meur a oto polis all a zo o vont di ivez. N'on ket
an hini nemetañ da vezañ klevet ar galv war a seblant. Degouezhout
a ran bremañ en un hentig don, a bep tu dezhañ gwez kistin ha gwez
derv, meur a gantved dezho. Panevet ma c'harr, peder rod stlejer
dezhañ, ne gred ket din em bije gellet treuziñ an hent-mañ. Ar
gweturioù all a oa war va lerc'h a zo harzet a-raok mont e-barzh.
En gwirionez, poulloù dour a zo e pep lec'h, o vezañ ma oa bet
puilh ar glav en noz-mañ; mein a zo e-kreiz an hent a-wechoù zoken.
Betek peseurt lec'h didud int bet ouzh hor c'has ?
Un dro bennak e erruan memestra.
Meur a zen a zo war al lec'h dija. Ar SAMU, zoken, a zo aze. Amzer
din degouezhout ha setu unan eus an archerien o tiredek war va zu
dija. Met Favenneg an hini eo ! Ha, n'eo ket cheñchet 'vat. Atav
ken lart hag un hoc'h bouetet mat, hag ur penn ejen dezhañ
ouzhpenn-se, pebezh meskaj !
« Enseller C'hwiloster, enseller C'hwiloster ! » a hop hemañ neuze
gant e vouezh dañvad pennfollet.
« Pellgomzet 'zo bet din evit kemenn e oa deoc'h-c'hwi da gemer
penn an traoù. »
Pa lavaren e oa hiziv un devezh
dreistordinal.
« Mat, displegit din ar pezh a
ouezer neuze. War a seblant oc'h kelaouet mat,a respontan.
- Ya, Aotrou. Bez' e oan oc'h ober ma zroioù er c'harter evel boaz,
pa 'm eus gwelet ur peizant pennfollet o tont da gemenn din en doa
dizoloet ur c'horf e Feunteun-Gleran, setu goude bezañ gwiriekaet,
em eus pellgomzet d'hor c'hreizenn-bolis, ha setu, a zisplegas-eñ
en ur glask alies war-lerc'h e c'herioù.
- Hag-eñ e ouezer dija piv eo an hini marv ?
- Ya, mab baroñ Kêrlorc'h, perc'henn-bank pinvidik, e vefe, hervez
ul luc'hskeudenn er gazetenn, e-lec'h ma oa kemennet e oa kollet ar
roudoù anezhañ.
- Met, ur gwallzarvoud eo, pe... ?
- Ma, deuit da welet pelloc'h. Fonnusoc'h e vo displeget ganin. Ar
c'horf a zo c'hoazh el lec'h ma 'm eus e gavet, met ar vedisined a
zo o c'hortoz evit e dennañ alese. »
Tostaat a rejomp hon daou neuze eus
ar feunteun. Na brav eo evel-se e-kreiz an deiz, skeud ur wezenn
faou o romantelaat al lec'h, ouzh e lakaat evel sioul ha didrabas.
Ur wir bennoberenn arzel, d'am meno, gant maen kizellet brav ha
fin, kizelladurioù rakkristen daoust d'ur groaz kelt bezañ bet
lakaet war c'horre, ha skeudenn Sant-Gleran e-barzh. Gant ar c'horf
!!! Krenn-enebadur. Ur pik du war ur follenn wenn, Stephen King
e-touesk oberennoù Balzac, distresadur ar baradoz ! En ur welet
anezhañ evel-se, e c'heller krediñ e oa bet klasket laerezh an
delwenn. Saotret e oa al lec'h peoc'hus-mañ.
« Daoust hag e ouezer penaos eo marvet ? », a gendalc'han
neuze.
« Ya, pe kentoc'h, krediñ a ra deomp bezañ komprenet. Seblantout a
rae deomp er penn-kentañ e oa kouezhet war ur maen, o vezañ ma veze
gwelet gwad war unan eus re ar feuteun, ha ma oa gouliet e dal.
D'ar mare-se e krede deomp ne oa nemet ur faout. Met goude-se 'm
eus merzet en doa bet un taol war e gilpenn... Hag ur medisin en
deus merzet ivez en doa fiñvet ar paourkaezh den a-raok kouezhañ en
dour, goude an taol. Klozadur kement-se a c'hellfe bezañ : unan
bennak, ar muntrer, en doa roet un taol bazh war gilpenn mab baron
Kêrlorc'h. Hemañ, badaouet, a zo kouezhet war mein ar feunteun. Ar
muntrer a grede e oa marv, setu m'eo tec'het kuit. Met mab ar
baron, badaouet nemetken, en deus klasket en em naetaat, met re wan
c'hoazh e gwirionez, ez eo kouezhet en dour, e-lec'h m'eo beuzet...
» a gont Favenneg gant mil boan.
« Mat, ma komprenan mat eo din da gemer penn an traoù bremañ. Da
gentañ penn tennit ar c'horf eus an dour, emaomp o vont d'e studiañ
en un doare spisoc'h. », a zivizan.
« Ne ouezer netra evit ar mare, en gwirionez, na perak eo marvet,
na gant piv eo bet lazhet, na pegoulz eo marvet... » Setu ma voe
tennet ar c'horf eus an dour. Flaer a oa gantañ dija, a-ziwar-se e
c'heller klozañ n'eo ket marvet en noz-mañ.
« Emaomp o vont da furchal anezhañ bremañ, marteze e vo kavet
warnañ peadra da zisplegañ e varv. » a ginnigan.
Goude ma voe bet furchet an dilhad
gant an archerien, e voe kavet kement-mañ : ur mouchouer, un eurier
mod-kozh arc'hant kizellet, hag un doug-paperioù a oa ennañ
arc'hant, ur sammad brazig e gwirionez pa'z eus ouzhpenn mil lur,
paperioù a bep seurt, hag e gartenn-anv. O vezañ ma oan e penn an
enklask, e voe goulennet ganin reiñ va ali war ar pezh oa bet kavet
:
« Anat eo deomp bremañ n'eo ket bet lazhet evit e arc'hant, » a
grogis, fouge ennon da vezañ dizoloet kement-mañ.
« Evit gwir, o vezañ m'emañ tout e arc'hant, hag e eurier prizius
gantañ c'hoazh, e c'heller kompren eo evit un abeg all eo bet
lazhet. Dre c'houlennata e familh, hag e vignoned, e c'hellimp
gouzout marteze ha ne oa ket enebourien dezhañ. Ar c'horf a vo
lakaet da vezañ studiet gant ar vedisined, ha labourva an archerdi
a sello spis ouzh ar pezh a zo bet kavet gantañ. Me va-unan a raio
war-dro e baperioù. Spi am eus e roio kement-mañ un titour bennak,
hag e vo diluziet buan ar gudenn-mañ. »
Gwelloc'h eo din mont kuit bremañ,
o vezañ m'emañ ar journalisted kentañ oc'h erruout. Ne blij ket din
komz ouzh ar mikroioù. Ha forzh penaos em eus traoù d'ober er gêr.
Mall 'zo warnon zoken gouzout petra 'zo er paperioù.
Setu me er gêr. Ma-unan e vin,
peurrest ar familh o vezañ pe el labour, pe er skol. Tu 'vo din
labourat e peoc'h da nebeutañ. Sellomp 'ta petra a 'zo er paperioù
a oa gant an hini marv. Mmmmm... mat... ha... dreist !!! Deuet on
a-benn, den na c'hello mui prouiñ netra a-enep din. Dleet 'm bije
skeiñ kreñvoc'h memestra. Petra 'vefe c'hoarvezet ganin paneve va
chañs : Ma ne vije ket marvet ? Ma n'eo ket ganin-me e vije bet
lennet ar paperioù ? Den ne c'hello mui kas ac'hanon dirak al
lez-varn.
Un den dieub on bremañ !!!
|
 |
|
 |