 |
|
 |
Danevell 28 (live Lennegezh lise)
Stern job lakebars
e brezhoneg aes
|
|

Job Lakebars a oa ur paotr yaouank
kozh, o chom e-kreiz Menez Are. Un atant bihan en doa, pemp buoc'h,
kement a voc'h, un tarv, hag un dousennad yêr. Ral a wech e veze
gwelet er vourc'h tostañ, St-Riwal. Bevañ a rae diwar produoù e
diegezh. Un devezh, da-geñver Nedeleg, unan evel ar re all evitañ,
e voe profet dezhañ gant ur mignon kozh, ur poltred eus e dud,
sterniet brav, dispar ! «Kachamant» re vrav evit kozh ti Job.
A-benn trugarekaat e vignon, Cheun Touladreus, e pedas anezhañ da
evañ ur banne.
« Ur banne hini mat », emezañ,
« Grappe Fleurie. »
Goude bezañ evet ur banneig e
lavaras Job da Cheun : « Keit ha m'emaout amañ, 'po ken met sikour
ac'hanon da stagañ ar stern !
- Ya, ya, ma karez, a respontas Cheun.
- Pelec'h e vo lakaet, neuze ? A-us d'an nor petramant e-kichen an
horolaj ?
- 'Ouezan ket re, me soñj e vije mat dezhañ war ar siminal.
- Te soñj dit ?
- Ya, aze vo mat ! »
Setu ma oa aet Job er-maez, da
glask un tach bennak, hag ur morzhol, ma kavfe ! Tremen a rae an
amzer, Cheun o c'hortoz an ostilhoù ha Job o klask anezho. Kavet en
doa un tach, dre chañs, war al leur, ruilhet en doa warnañ hag e oa
kouezhet war e benn a-dreñv ! Nag a drabas evit nebeut a dra. Met
n'oa ket kavet ar morzhol c'hoazh, kement a reuz a oa en tiegezh.
Goude ur c'hardeur enklask, gant sikour Cheun nevez erruet, o doa
kavet un horzh ! Gwelloc'h evit netra e oa.
Derc'hel a rae Cheun an tach hag ar
stern ha Job a oa o vont da skeiñ gant an horzh. Dao ! Un taol !
C'hwitet war an tach, met, biz meud Cheun ne lâran ket ! Hennezh a
laoskas ur yudadenn, me lavar deoc'h, peadra da zihuniñ ar re n'o
doa ket poan dent ken. Ur mouchouer godell en doa lakaet tro dro
d'e viz koeñvet, hag e oa prest da adstagañ ganti. An dra gentañ
d'ober 'oa mont da glask un tach brasoc'h, ar pezh a voe graet
diouzhtu. Kavet o doa unan, sur, met brasoc'h, ha ne oa ket un
tammig hepken ! Mat e oa dezho memestra. An taol-mañ e skoe Cheun
gant an horzh, dre ma n'halle ket mui derc'hel an tach gant e viz
poanius. Cheun a soñje dezhañ en doa graet Job a-ratozh kaer skeiñ
war e viz, setu en doa c'hoant ober ar memes tra dezhañ. Soñjal a
rae :
« Gast ! N'eo ket depant din c'hwitañ war e viz ! » Ha dao ! Un
taol kreñv ! Met war an tach ! C'hwitet war e bal gant Cheun, e
adskoas war ar prim, met war an tach ur wech all !
« Dont a ra brav ganit, Cheun, ur sapre taol dorn 'peus ! Met
mankout a ra un taol c'hoazh, sko ur wech all. »
Ar pezh en doa graet, met ken mat
ha ken kreñv ma...
« Krrrrrrrrak !!! » Frailhet ar voger hag ar paper moger war un
dro, gant nerzh an horzh war an tach re vras !
« Gast, ma Douue ! N'eo ket Doue
posubl memestra !!! Faoutet ar voger war hanter kant santimetr !
Petra 'lavaro mamm ?
- Da vamm zo marv pevar bloaz 'zo, penn pour !!
- Ha, ya gwir eo. Met, boñ, n'eo ket abeg a-walc'h, dav e vo
adstankañ an toull memestra !
- Ar gwir zo ganit, Job ! Pelec'h 'mañ ar simant ?
- D'am sonj emañ e kraou an tarv. »
Setu ma oant aet o-daou er c'haou,
hag o tont er-maez en-dro d'an daoulamm, hep ar simant evel-just
!
« Pebezh amprevan an tarv-se, n'en deus ket c'hoant lezel ac'hanomp
da vont e-barzh ! Tap ur vazh ha ro unan din, Cheun, gwelet a raio
piv eo ar mestr amañ ! »
Un nebeud taolioù bazh war-lerc'h,
e oant deuet er-maez hag ur sac'h simant a oa war gein Job. Taolet
en doa anezhañ war ar pavez dirak an ti, ul lec'h dispar evit ober
ar meskaj. E-pad ma oa aet Job da glask traezh e oa aet Cheun da
dennañ ur sailhad dour er puñs.
Un frapadig war-lerc'h e oa prest
ar poullad simant. Job a stankas an toull ken mat hag ur mansoñer.
Ne oa ket a-liv gant ar voger met ne oa netra ! Cheun, e-pad an
amzer-se, en doa oa digammet an tach. Adlakaet e voe an tach en e
blas gant an dorn, ken gwak ma oa ar simant. An hanter re a zour o
doa lakaet. Evañ ur banne "hini mat" a ginnigas Cheun, da c'hortoz
ar simant da sec'hiñ, ar pezh o doa graet !
Un hanter voutailhad Grappe Fleurie
war-lerc'h e lavaras Job :
« Tost da "gastreiz" eo, poent e vefe dit distreiñ d'ar gêr, met
a-raok e lakin ar stern 'n e blas ! Abalamour dit da welet penaos
eo. »
Krog a bakas Job er stern hag en
lakaas a-istribilh ouzh an tach. Hennezh a zeuas e-maez e doull
gant pouez ar stern, ne oa ket sec'h ar simant c'hoazh !
« Kaoc'h !! Boñ, beee,... neuze e chomo war stal an oaled. Lakaat a
rin anezhañ en e blas un devezh all, p'am bo amzer. Peus ken met
mont d'ar gêr Cheun, da wreg zo o c'hortoz ac'hanout. Kenavo, ha
trugarez dit memestra ! »
« Ya, kenavo ar c'hentañ ! »
A-benn ar fin e oa chomet ar
stern-se war stal an oaled e pad tri bloaz, betek ma voe profet da
Job ur morzhol hag ur pakad tachoù, evit Nedeleg gant Cheun
Touladreus, e wellañ mignon !!!
|
 |
|
 |