 |
|
 |
Danevell 8 (live Lennegezh lise)
Muntr an Aotrou Kerfloc'h
e brezhoneg aes
|
|

Sul noz, dek eur hanter, ha glav
dezhi ! Tennoù a glever a-greiz-holl, ha diouzhtu goude trouz ur
c'harr o vont a-benn en ur chleuz. Dibabet mat al lec'h gant an
torfedour, e-kreiz ar maezioù etre Kemper ha Sant-Evarzeg.
O tremen da unnek eur nemet kard e
kavis ar c'harr er foz hag un den ennañ, badaouet da vat ha torret
e vrec'h, gwad o tiverañ un tammig eus e benn, met bev-mat. Kas a
ris buan an den gloazet da ospital Kemper.
A-hed ar pennad-hent n'en doa lâret
kazi netra, nemet e anv : Yann-Bêr Kerfloc'h, eus Sant Ivi. Laosket
ganin ar paourkaezh den en ospital e tistrois d'al lec'h ma oa bet
lezet ar c'harr. Merkoù rodoù a oa war an hent, sur a-walc'h en doa
ar blenier stardet-mort. Koulskoude ez is da sellet a-dost ouzh ar
c'harr, ur Renault 19. An araog a oa dic'hastet met ar pezh a gaven
iskis eo perak e oa bet ret stardañ ken kreñv, pa gavis un toull e
kastell an oto. Ur boled... a soñjis. Ne voen ket pell o kavout
unan all er rod a-raok. Met perak 'ta e oa bet tennet war ar
paour-kaezh den ? Distroet da'm zi ez is da gousket, skuizh gant va
devezh. Bet e oan o welet un eontr kozh e Fouenant ha goude-se, war
hent ar gêr, em boa kejet ouzh mignoned en un davarn. Alese en eur
ma oan o tistreiñ d'ar gêr. An devezh war-lerc'h, ha me e kêr o
prenañ traoù, e ris va soñj mont da welet Yann-Bêr Kerfloc'h am boa
saveteet an devezh kent. Gwelloc'h ez ae an traoù gant ar paotr,
goulenn a ris gantañ penaos e oa c'hoarvezet ar gwallzarvoud. Ar
paour-kaezh den n'en doa ket soñj penaos e oa degouezhet gant ar
badaouet ma oa bet. Lavarout a reas en doa ranket stardañ peogwir e
oa chomet morgousket ouzh ar rod-stur. Iskis e kavis e respont, met
ger ebet ne lavaris. Ur wreg ha daou vugel en doa, labourer-douar e
oa. Ken dedennet e oan gant an afer ma'z is da welet e wreg.
« Itron Kerfloc'h ?
- Ya, me 'ni eo.
- Ho kwaz en deus bet ur gwallzarvoud karr-tan dec'h da noz, kavet
em eus anezhañ ha kaset anezhañ d'an ospital.
- Petra ?! En ur stad fall emañ ?
- N'emañ ket, n'it ket da chalañ, torret en deus e vrec'h hag un
taol en deus bet en e benn. En ospital emañ ha distreiñ a raio
warc'hoazh.
- Trugarez da vezañ deuet da welet ac'hanon, Aotrou. Aotrou penaos
?
- Pennmelen. Lanig Pennmelen.
- Ha trugarez ivez da vezañ saveteet va gwaz ! Sellit, azezit amañ
! Un dra bennak ho po da evañ ?
- Ya. Kafe ma'z eus. Un nebeud traoù am eus da c'houlenn
diganeoc'h, ma n'ho tirenkan ket ?
- Nann, nann, tamm ebet.
- Petra en doa graet ho kwaz dec'h ?
- Lavaret en deus din e oa da vont da brenañ saout e marc'had
Rosporden ha ne zistrofe nemet hiziv, setu e oan ouzh e c'hortoz.
»
En em soñjal a ris... Ma oa sañset
bezañ bet e marc'had Rosporden, ha pa vije distroet diouzh an noz
zoken, penaos 'ta em boa kavet anezhañ war hent Fouenant ? N'eo ket
an hent mat koulskoude, tamm ebet !
Kimiadiñ a ris diouzh an itron
hegarat ha mont d'ar gêr. Souezhet ha strafuilhet e voen pa glevis
d'ar Meurzh e oa bet lazhet an Ao. Kerfloc'h pa oa o kuitaat an
ospital. Raktal ez is war al lec'h da glevout petra 'oa
c'hoarvezet. Blenier an taksi a zisplegas e oa bet tennet warnañ
eus un oto a oa o tremen dirazo, ha lazhet e oa bet an aotrou
Kerfloc'h gant un tenn en e benn.
« Pegeit 'zo ? a c'houlennis
- Ur c'hardeur 'zo.
- Peseurt oto e oa ?
- Ur jeep du, ha kuzhet e oa ar blakenn.
- Evel-just, labour tud a-vicher ! »
Stanket e voe an holl hentoù raktal
hag evezhiet an aerborzh hag ar porzh. Ar paourkaezh itron
Kerfloc'h a oa bet o welet he gwaz marv en ospital. Pennfollet e
voe ar paourkaezh plac'h pa anzavis dezhi e oa bet klasket lazhañ
he gwaz a-raok. « Penaos ? Met perak n'ho poa lavaret netra din
?
- Ne greden ket. Aon ho pije bet.
- Ha bremañ eo kalz gwelloc'h, feiz !
- Itron, lavarit din fraezh ha sklaer : daoust ha n'ho poa merzet
netra nevez gant ho kwaz abaoe ur pennadig ?
- Eo, abaoe ur pennadig en doa an aer da vezañ nec'het...
- N'anavezec'h ket tud a vefe bet enebourien dezhañ ?
- Nann, met un devezh, ur miz 'zo bennak, pa oa bet o pakañ ur
banne e bar Troyalac'h e oa deuet en-dro hep rannañ grik hag e oa
aet d'e wele kerkent. »
Kimiadiñ a ris ha yao en hent.
Harpañ a ris ma c'harr dirak un ti hir gwenn, skrivet warnañ
Troyalac'h bar. Mont a ris da gaout ar
perc'henn : « Demat, Aotrou, o klask titouroù a bouez emaon. Setu :
hag anavezout a rit an Ao. Kerfloc'h ?
- Ifig ?
- 'ran ket, Yann-Bêr.
- A ! E genderv. Ya, ur paotr rust a-walc'h eo met hegarat.
- Lazhet eo bet er mintin-mañ.
- Penaos ? N'eo ket posupl !
- Kontet ez eus bet din e oa aet ur wech ac'hann, mouzhet, ur miz
'zo bennak.
- Ya, tabut a oa bet etrezañ hag e genderv, un afer hêrezh. Sañset
e oa bet o renkañ an traoù disul. »
d'ar 5 a viz Ebrel
Itron ger,
Kavet em eus an torfedour, muntrer ho kwaz. Un dintin eus kostez
Yann-Bêr a zo marvet daou viz 'zo, hag he deus laosket he hêrezh
gant ho kwaz ha gant e genderv. Douaroù a zo bet roet dezhañ hag an
ti d'e genderv. War a seblant ne oa ket kavet mat an dra-se gant
unan. Bet on o welet an noter. Hervezañ ne oa ket tu da renkañ an
traoù e mod all, ranket en doa seveniñ urzhioù an den tremenet.
Setu penaos ez eo aet Ifig kuit, e fulor, ha kemeret e oto, en deus
klasket lazhañ ho kwaz, en ul lec'h dibabet, o klask reiñ da grediñ
e oa ur gwallzarvoud. C'hwitet gantañ war e daol ez eo klozet an
afer dimeurzh, tapet eo bet en e di e Kerfrank ha mont a ranko
dirak al lez-varn d'ar seitek. Yec'hed mat ha kalon deoc'h.
Kenavo, komiser Lanig Pennmelen.
|
 |
Muntr an
Aotrou Kerfloc'h |
|
|
 |