 |
|
 |
Danevell 17 (live Lennegezh lise)
Gouloù an amzer
e brezhoneg aes
|
|

Pemp gwech e sonas ar pellgomz
a-raok da Varina mont da respont :
« Ya, petra 'zo ? »
« Poent bras eo deoc'h dont amañ, dale 'vo ganeoc'h adarre ! » A
huchas an Aotrou Pennfoll, an den e karg eus bannerezh ar fuzeenn
Pinter III. Evit an afer-se e oa ret da
Varina mont, gant pevar mignon dezhi, war ar blanedenn Veurzh
d'ober war-dro ar mekanikoù bet kaset di tri bloaz a oa, er
bloavezh 2097 da 05:32;24, eur Greenwich.
Diouzhtu e savas Marina, ar gwir a
oa gant chef, lesanvet e-giz-se gant an
holl bremañ. Peder eur hanter diouzh ar beure e oa dija ha da bemp
eur e oa d'en em gavout er Central
Park, anvet Kemper gwechall, a-raok d'an Amerikaned dont da
Vreizh e-kerz ar c'hwec'hvet brezel-bed e 2022. Lakaat a reas he
dilhad stil Monica Lakers (he doa kemeret plas Claudia Schiffer, a
oa marvet er bloavezh 2045 dre fazi ar volekulenn Lifeton, a zo
sañset hiraat ar vuhez a 55 bloaz en ur chom en ur stad dereat, met
en tu fall oa bet lakaet ar pil). Brav e oa Marina da welet, rak ur
paotr a oa o sellet dre prenestr he zi zoken, evit gwelet anezhi
oc'h en em wiskañ. Siwazh, da bemp eur dek ez eas Marina kuit, dale
bras ganti, huchal a rafe ar chef c'hoazh.
Dres pa erruas Marina, un hanter
eurvezh war-lerc'h, e tregernas ur pezh mell youc'hadenn en he
divskouarn, met buan e tremenas dre ma ne chome ket kalz amzer
a-raok loc'hañ kuit.
« Prest out ?a lavaras Tony
Reynolds d'e vignonez vrasañ Nelly Warrington.
- Ya, met d'am soñj e vo aesoc'h va freñv ur wech erru war Veurzh !
»
A-greiz-holl e erruas Thomas Norris
gant Marina ha James Slatter. Setu ar strollad en e bezh.
« Bannerezh ar Pinter a-benn dek munutenn ! »
« Ret eo deomp mont er c'hombod 6... ! » a lavaras James.
« Deomp buan neuze... » a grogas Tony pa sonas kloc'h an disparti
!
« Driiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiignnnnnn POENT EO
MONT, PEP HINI EN E BLAS !... »
Trouz ebet ken...
Ret e oa mont kuit, hag ar pemp
lakepod a oa aet d'o flas.
Dek..., nav..., eizh..., seizh...,
c'hwec'h..., pemp..., pevar.., tri..., daou..., unan...,
MANN...
« Setu, aet omp ! Diaes eo bet gant
dale Marina... Met dre chañs hon doa goulennet ganti bezañ amañ
abretoc'h !a lâras Tom evit lakaat an holl da c'hoarzhin.
- Gwir eo ! Met labour 'vo, arabat deomp pakañ re a zale, ret eo
bezañ prest pa erruimp war ar blanedenn. Lâret ez eus bet din
ouzhpenn ne vefe ket trawalc'h a aer er fuzeenn evit c'hwec'h den,
na gasit Marsian ebet ganeomp neuze !a c'hoarzhas James.
- Gouest 'vefe Marina d'en em dommañ ouzh unan !a gendalc'has
Tony.
- Merzet em eus e vez bepred ur paotr o sellet ouzhin me oc'h en em
wiskañ dre prenestr e di. Met gwashoc'h 'zo : me gav din e vez o
spiañ an traoù a ran, e kêr, er central, e ti ma zud... ha me
oar-me !a grogas Marina, tost dezhi huchal.
- Marteze ez eo unan eus an TNASA (The New American Secret Army).
Gouest int d'en em silañ e pep lec'h, en ur familh zoken, goude
bezañ cheñchet traoù en o follennoù ofisiel, a gendalc'has Tom.
»
Den ne lavaras netra, pa soñjent e
oa bet gouest an den-se d'en em silañ er central, e-touez aozerien
ar gefridi-mañ. C'hoarvezet e oa bet un dra a seurt-se d'ar bemzek
a viz Mezheven 2010 c'hoazh, da lâret eo dek vloaz ha pevar-ugent a
oa, gant ar fuzeenn c'hall L'informateur
23 ; lâret ez eus bet e oa bet un den eus an DUF
(Destruction des Utilitaires Français), pe ar FUD (French Utilities
Destruction) oc'h irienniñ er fuzeenn. D'ar mare-se ne oa ket kaoz
eus an TNASA c'hoazh. Ret e oa d'ar fuzeenn-se mont war Veurzh, met
re a dud oa enni, setu, dre ma oa bet staliet ur sistem surentez
evit chom hep leuskel an dud da vervel en ur c'houzañv dre vank a
oksigen, e tarzhas ar mekanik a-bezh. Sot eo bet an Amerikaned o
kemer ar memes plegoù, met dre ma oa aet ar maout gant Bro-C'hall
e-keñver an deknologiezh er bed, o deus choazet ober dres evelto;
da lâret eo e vije c'hoarvezet ar memes tra gant ar Pinter III ma
vije bet unan all gant ar pemp loustig. Aon bras o doa holl, ken e
lâras Tony, kement ha frealziñ an dud : « Marteze e c'hellimp mont
da evañ ur banne evit lidañ hor c'hwitadenn ?
- Ya, echu ober goap ouzh Marina, poent eo komz siriusoc'h; an holl
betek ar bar !a huchas Tom en ur c'hoarzhin. »
Degaset oa bet ganto pep a
voutailhad Patxaran, evaj brudetañ Bro-Euskadi ; ar vro-se he doa
aloubet Bro-Spagn e-pad ar c'hwec'hvet brezel-bed, dre ma oa bet un
emglev etre Amerika ha Bro-Euskadi. Pep tra 'oa cheñchet er bed met
ar vuhez 'oa ar memes hini, ar soñj-se dres a droe e penn an holl
er fuzeenn. Choazet e oant bet evit mont du-se rak, a-raok dezho
bezañ dilabour, e oant bet klaskourien. Klask a raent gouzout
hag-eñ e oa, pe ne oa ket buhez war planedennoù all ar galaksi.
Siwazh, gant ar c'hwec'het brezel-bed oc'h ober e reuz, gant
Bro-C'hall aet da zistrujañ Amerika, e oa bet kollet o eostad
titouroù. Setu pa oa erruet listri Amerika evit aloubiñ Bro-Frañs,
ne oant ket bet evit chom en ur vro o vont da netra. E Brest oant
en em gavet da gentañ, ha war-lerc'h e oant skarzhet betek Kemper.
Ar gouarnamant gall en doa laosket e blas gant Amerika nevez,
cheñchet ganto anvioù pep kêr hag ar yezh. Met, chom a rae c'hoazh
terroristed c'hall o kejañ gant terroristed spagnolat. Bez' e oa ur
strollad all zoken, Amerikaned ennañ, hag a glaske kas da netra
raktresoù ar central, an TNASA a veze graet anezhañ. Meur a dro o
doa klasket kas ar strollad d'an traoñ en ur lakaat bombez. Kreñv e
oant deuet da vezañ hag ul lec'h diasur 'oa ar central bremañ, setu
perak e veze diwallet muioc'h-mui tud ar central da virout na vije
distrujet ar raktresoù. Ur gefridi bouezus e oa evit an holl,
lakaat o huñvre da vont war-raok : sellet pizh ouzh ekosistem
Meurzh, ha piv oar ouzh hini planedennoù all war-lerc'h.
« Un dra iskis 'zo vont da
c'hoarvezout, a lâras James.
- Deuit amañ buan !, a gendalc'has-eñ. » Pa zegouezhas an holl e oa
re ziwezhat !
« Gwelet 'm eus ur voullenn sklêrijenn o tont war hon tu... » a
zisplegas James.
Den ne grede anezhañ ken. Ur wech
c'hoazh e oa aet da sot : gwelet a rae droug e pep lec'h, met aze e
oa bet souezhus e glevet adarre o komz evel pa vije bet un dra
spontus. A-greiz-holl e sonas kloc'h ar mank oksigen; neuze ez eas
Marina da zigeriñ ur voutailhad oksigen, hag hi a ouie petra
'c'helle c'hoarvezout : « Gra buan Marina !a huchas James, ar
c'hwezenn war e dal.
- Sell ! War elum emañ ar gouloù ruz, pezh a dalv e vank oksigen !a
lâras buan Tom.
- Ya, gwelet a ran, met ma vank oksigen e c'hellimp tarzhañ forzh
pe boent !!!a ouelas Nelly.
- O prederiañ edo Tony : Ne c'hell ket bout, trawalc'h a oksigen a
oa evit ur sizhunvezh, ha n'hon eus graet nemet an tri c'hard eus
ar veaj. Diskenn a rin da sikour Marina; ma teuomp a-benn da gavout
petra eo ar gudenn e lârin deoc'h dre ar radio B. Met evit c'hoazh,
lârit d'ar central petra c'hoarvez ha klaskit kaout titouroù evit
gouzout petra 'zo kaoz.
- Neuze, Tom, mont a ri betek ar radio A, e-keit ma vin gant Nelly
o tiwall ar c'hombod-mañ. »
Un hanter eurvezh goude edo an holl
asambles er c'hombod 6. Marina 'grogas da lavaret :« Ne chom
boutailhad oksigen ebet ken !
- Ha Tom da genderc'hel :
- Gant ur gudenn emañ ar radio A : ne zeuan a-benn da gomz nemet
gant gallegerien, ha lavarout a reont n'eus forzh petra : envel a
reont ac'hanomp L'informateur 23, ha pa 'm eus goulennet ganto pe
zeiz 'oa o deus lâret e oamp er bloavezh 2010, en ur gemer ac'hanon
evit unan sot.
- Met, marteze ez......a grogas James. Pa zifoufas un den eus un
toull du er c'hombod.
- Peoc'h ! D'an TNASA eo ar fuzeenn-mañ, bremañ, na fiñv.......
»
Kloc'h an oksigen a sonas adarre
!
|
 |
|
 |