Danevell 21 (live Lennegezh lise)
Iskisat martolod !
e brezhoneg aes
|
|

« Un istor ! Un istor ! Ale, tad-kozh, mar plij, kont un istor
deomp ! » e oamp holl o huchal, ken brav e kont-eñ e istorioù. Evel
boaz en doa pleget ha setu eñ krog da gontañ, gant e daol-mouezh a
zalc'he evezh an holl en-dro dezhañ.
« En ur gêriadenn war ar maez, nepell diouzh Kemper, edo mignoned
vras o chom. Hag ur yaouvezh... »
« A setu, amañ emaout Tangi. Dont a
ri da echuiñ ar radell hon doa kroget da sevel dimerc'her paseet ?a
c'houlenn Fañch.
- Evel-just, 'tont 'maon... »
Ha setu Tangi, Fañch, Nantev (Ronan
e anv) ha Tin (Kaourintin, evel anv sant kêr-benn e vro) o vont
betek al lenn nepell diouzh o zi. Kroget e oant da farsal, ha da
gontañ a bep seurt istorioù an eil d'egile dija, ha da chikaniñ
ivez emichañs, ar pezh a lakae un tamm buhez da sevel. Ar pevar-se
a vefe tu ober le troa mousketaer
anezho, pe un dra a seurt-se, ken rouez e oa gwelet unan anezho hep
an tri all oc'h ebatiñ pe o pourmen. Atav e vezent asambles p'o
deveze amzer dieub pe pa n'o deveze ket skol, hag evel-se e oa
abaoe ma oant bihan tout. Troioù-kamm e-leizh a c'hoarient d'an
dud, met dre vras e kemerent muioc'h a blijadur oc'h ebatiñ hag o
sevel kabanennoù war ar maez pe er c'hoad.
« Gwir eo e oa tost echu ar radell
ganeomp, ne chom ket kalz traoù d'ober warni ken.
- Setu e-giz-se e c'hellimp c'hoari ganti a-raok pell. »
Labourat a rejont start met
c'hoarzhin ha safariñ a rejont dibaouez koulskoude. Stagañ a rejont
ar planken koad diwezhañ, un tach aze hag unan all ahont ha setu
echu ar radell 'benn ar fin, ar baotred fier-ruz gant o labour. Da
gentañ ez ejont o fevar warni hag e klaskjont mont betek tu all al
lenn gant ur roeñv a oa bet fardet buan-ha-buan ganto. Pa voent sur
da vat e oa mat ha solut ar radell e tivizjont war ar c'hoari a
rafent.
« Tu vefe deomp c'hoari morlaeron
ha mont da dagañ ar vag.
- Ur soñj gwelloc'h 'zo deuet din, perak ne rafemp ket evel pa vefe
hol lestr aet d'ar strad ha ne chomfe nemedomp bev war ar
radell.
- Ma, perak ne rafemp ket ? Met dav eo anzav e oa gwelloc'h ma
mennozh ! »
Ha war-lerc'h ur pennadig chikan e
tivizjont c'hoari al lestr aet d'ar strad. Hag e-pad an deiz e
voent o c'hoari war o radell. En em vountañ an eil egile en dour a
gavent farsus. Eüruzamant ne oa ket yen an amzer peogwir e oa
gleb-ha-teil ar baotred. Ober a rejont van pesketa ivez met ne
zeuas ket brav ganto dre ma raent trouz ha cholori e-leizh.
War-lerc'h un devezh leun a
blijadur e oa skuizh ar baotred ha pa grogas an noz da zont hag an
amzer da freskaat e tistrojont d'ar gêr gant ar soñj kaout boued
mat da goan (ar pezh 'oa pouezus-tre evit Nantev) hag ur gwele
plijus da gousket. Met ar pezh 'oa eo o defe da vont d'ar skol
antronoz, ha ne oa na gant plijadur na gant kalon e yafent di. En
em guitaat a rejont e toull dor ti Dangi ha pep hini da redek eus e
du.
Pa yeas tre Tangi en ti en em
santas un tamm drol ha droug-kof en doa, met ne lâras netra d'e
vamm dre ma soñje e tremenfe buan. Da goan en em redias da zebriñ
evel ma rae da bep pred, peogwir e oa sur ne oa ket klañv ha n'eus
forzh penaos en em c'houlennfe e vamm mod-all petra oa a-dreuz
gantañ. Kavout a reas hir ar pred hag en un taol e teuas c'hoant
dislonkañ dezhañ, prest e oa da c'haloupat betek ar privezioù met
n'en doe ket amzer. Amzer dezhañ sevel ha mont betek an nor e
krogas da zislonkañ e pep lec'h. E dud a selle outañ estonet, petra
an diaoul en doa debret ken fall-se ? en em c'houlennjont. Mont a
reas e vamm da bellgomz d'ar medisin hag aliañ a reas da Dangi mont
d'e wele tomm 'lec'h ma oa bet lakaet ur pod-rous.
Mont a reas ar medisin da gaout
Tangi en e gambr, goude bezañ bet un nebeud displegadennoù gant ar
vamm. Pa welas stad an hini klañv ha pa c'houlennas gantañ penaos
en em sante e tisklerias en doa hemañ tapet an droug-mor.
« An droug-mor ? N'eo ket posubl
kement-mañ, n'omp ket bet war vor hiziv !!! a respontas ar vamm,
sabatuet-mik gant respont ar medisin.
- Koulskoude ne welan ket ar pezh 'vefe 'mod-all... »
Goude ur pennadig e kendalc'has :
ar pezh en deus d'ober evit en em santout gwelloc'h a zo kousket ha
mont a raio kalz gwelloc'h gantañ war-lerc'h.
Ha mont a reas ar medisin kuit,
pres warnañ rak unan all en doa da vont da gaout. Tangi ne gredas
ket lâret netra d'e vamm dre ma oa ken estonet hag hi ha ne grede
ket ar pezh en doa lâret ar medisin, ken digredus e oa. Hag e vamm,
na oa ket deuet soñj dezhi a-raok, da c'houlenn digantañ hag e ouie
petra 'oa kaoz d'e zroug-mor. Neuze eo e tisplegas hemañ d'e vamm
petra 'oa bet oc'h ober 'pad an deiz. Pa voe echu e zisplegadenn e
krogas e vamm da c'hoarzhin ha da leñvañ memes, hep bezañ gouest da
harpañ.
« Kompren a ran pep tra. Bet out war ur radell an devezh-pad, ha
bremañ out klañv gant an droug-mor 'peus tapet war al lenn », a
lavaras, p'he doa adkavet he siriusted, d'he mab na oa ket o
c'hoarzhin tamm ebet, feuket ma oa bet gant goaperezh e vamm.
« Ar gwashañ tout en istor-se eo e oa aet Tangi da vartolod pa oa
koshoc'h, ur martolod ampart memes, a blije kalz dezhañ mont war
vor » a glozas tad-kozh dirazomp. P'hon doa divinet e oa an
Tangi-se tad deomp, e oamp estonet-bras met plijet gant e
istor.
|