Danevell 27 (live Lennegezh lise)
Un nozvezh en ospital
e brezhoneg aes
|
|

C'hwec'h eur noz, ur sulvezh,
e-kreiz ar goañv. Edo va gwreg o kas ac'hanon betek an ospital
Laenneg e Kemper (Laenneg a oa ur medisin brudet, ijinet gantañ ar
stetoskop), war un hent skosellek etre Fouenant ha Kemper. Nag a
boan am boa gant va bouzelloù, gant va freñvenn dreist-holl, evel
ma lâre va sot a vedisin ! Ha diouzhtu pa veze un toull en hent, ur
stroñsadenn vihan, e huchen war va faourkaezh gwreg. Hag evel-se
a-hed an hent, betek deomp erruout dirak ur porrastell gwenn,
skrivet bras warnañ e lizherennoù ruz :
« GREVUS ».
En em gavet er sal e welis
takadennoù gwad war al leur. War an taol e teuis da vezañ
disliv-holl, gwenn-kann, tost din semplañ d'ar mare-se. Azezañ a
ris war ur gador orañjez plastik yen e-pad ma oa va gwreg o komz
gant un istrogellez a glañvdiourez, gwisket ganti ur flotantenn wer
hag ur jiletenn c'hloan gwenn. Un tamm kartoñs bihan hirgarrezennek
skrivet e du warnañ :
« Sylvie », hec'h anv-bihan sur a-walc'h, a oa istribilhet ouzh ur
chakod eus he flotantenn, leun a greionoù, war he bronn dev, eus tu
ar galon. Daoulagad dispourbellet he doa ha blev melen hir-kenañ.
Tev e oa he muzelloù, ha bihan-tout he fri. Ar gwashañ 'oa he
divskouarn, un tammig evel reoù Dumbo !
Chom a ris da c'hortoz e-pad un
hanter eurvezh war ar gozh kador-se, ha d'ur mare bennak e
tegouezhas Sylvie hag e tapas krog ennon evit va c'has betek ar
sal-c'hortoz gant tud all. Va gwreg, anezhi flaperez kentañ ar bed,
ne zeuas ket a-benn da chom hep goulenn diganto evit pe abeg e oant
amañ.
Unan anezho, hag a oa staliet er
c'horn e-kichen ar privezioù, en doa troc'het beg bizied e zorn
kleiz gant ur gontell merglet pa oa o troc'hañ amann. Moarvat ez eo
e wad a oa strinket war leurenn ar sekretourva bremaik. Doaniet
a-walc'h ha diflach e oa. Gwisket e oa gant ur bragoù jean hag ur
roched wenn marellet a dakennoù gwad un tammig e pep lec'h. Blev
berr ha du en doa, muzelloù tanav-kenañ, hag ur pezh fri hir
ouzhpenn. Diaes-tre e oa din chom hep ober goap outañ, hep
c'hoarzhin ouzh un den ken diampart-se !
An den azezet en e gichen a oa
deuet peogwir e oa preñved e toull e revr; den ne gomprene perak e
oa en em gavet amañ, hag ar c'hlañvdiourezed az ae-eñ dezho gant
gerioù gros bep tro ma tremenent en trepas en e gichen rak abaoe
div eurvezh edo o c'hortoz, war a lavare. Eüruzamant e tegouezhas
daou glañvdiour evit skarzhañ anezhañ ! Un den dichek-tre e oa, da
gentañ evit ar gêrioù gros ha da eil dre ma klaske skrabañ e revr
hep na welfe an dud tro-dro dezhañ, met re anat koulskoude !
Gwisket e oa e du. Daoulagad bihan-tre ha du en doa. Mourroù ha
blev du en doa ivez.
E-kichen an istrogell-se e oa
azezet ur plac'h, doare lentik. Deuet e oa-hi dre fazi he
chaosonoù, a oa re risklus. Setu, ur wech ma oa tremenet un tammig
re vuan e skalieroù, he doa risklet hag er mod-se e oa kouezhet en
diri ha difaragoellet war un ugent metrad bennak (hed e skalieroù).
Koantik-tre e oa, blev du ha berr. Gwisket e oa gant ur vrozh verr
zu (ha splann e veze gwelet an holl vloñsadennoù he doa paket gant
e lamm en diri), ha gant ur chupenn wenn.
Hag evel-just, en va c'hichen e oa
an hini gwashañ ! Ur paotr bihan e oa, erru amañ peogwir en doa
poan en e zivskouarn (da lavaret gwir, ken bras e oa e zivskouarn
m'o dije gellet an avel hag ar glav mont da erc'h en diabarzh) !
Kement a boan en doa ma ne baoueze ket da leñvañ. Leñvañ a rae
kement ma oa ur poullig dour dindan e dreid ! Ur chañs evidomp, pa
oa deuet e vamm evit lakaat anezhañ da sioulaat. Gwisket e oa gant
ur vragez sport hag ur stammenn iwerzhonat wenn.
Dont a reas Sylvie da gerc'hat
ac'hanon evit kas ac'hanon betek ur gambr. Degouezhet eno e welis
ur glañvdiourez hag a lavaras : « Demat deoc'h Aotrou !
- Demat deoc'h Itron !, a respontis.
- Me 'zo o vont da welet hag-eñ ez eus terzhienn ganeoc'h ha da
vuzuliañ deoc'h talm ho kalon. »
Goude-se e voen lakaet war ur gwele
evit ma rafe he labour. Ober a reas un dra n'he doa ket lavaret din
: tennañ gwad diganin ! Hag a-raok henn ober e lavaras en ur
c'hoarzhin :
« Na vezit ket aonik, ne raio ket poan ! »
Lavarout an dra-se d'un den n'eus
bet morse graet traoù a seurt-se dezhañ abaoe ma'z eo ganet ! Ha me
da lavaret ouzhin va-unan :
« C'hoant 'm bije gwelout anezhi en va flas, ar c'henaouegez-se !
Sur he dije kement a aon ha me ma vije preñvenn he bouzelloù da
vezañ tennet ! »
Pemp munutenn goude, e oa echu
ganti he labour hag e voen lakaet war ur gwele rodoù bihan. Bountet
e veze ar gwele gant ur c'hlañvdiour sot penn-da-benn, rak evit
klask lakaat ac'hanon da c'hoarzhin ha dreist-holl da zinec'hiñ, e
oa o c'hoari gant ar gwele evel pa vije bet en ur redadeg stok-karr
er Stadoù-Unanet (pal ar redadeg : bountañ an otoioù all evit
gounit) ! An istrogell-se a oa warnañ ur flotantenn wer ha solennoù
du. Ur barv hir ha du en doa, e vlev a oa berr ha du ivez, e fri
tev hag hir, e vuzelloù kigek hag e zaoulagad du.
En em gavet en ur sal vras e-kichen
ar sal oberata, e tegouezhas ur vedisinez koantik a-walc'h, gwisket
evel ar c'hlañvdiourezed all, da lavaret eo gant ur flotantenn wer
ha solennoù du. Komz a reas ganin e-pad ma veze prientet ar sal
oberata. A-raok din mont enni, e c'houlennas ar plac'h diganin
tennañ va dilhad ha derc'hel roched an ospital nemetken.
Staliet e voen war ur c'hravazh
kalet ha yen-tre ha kaset d'ar sal oberata e-lec'h ma oa pevar pe
bemp medisin o c'hortoz dija. An holl anezho a oa gwisket heñvel,
gant flotantennoù gwer, bonedoù ha maskloù memes liv. Staliet e voe
ar c'hravazh dindan ar gouloù gwenn bras a oa e-kreiz ar sal hag
astennet e voe va divrec'h din evel Jezuz war e groaz. A-raok ma
vefe lakaet ul lien da virout ouzhin a welout ar pezh e oant oc'h
ober e welis an holl vinvioù tro-dro din : ar skejer, ar sizailhoù,
hag all... An holl vinvioù-se a rae aon din, rak o vont da droc'hañ
ac'hanon e oant ! Peget e voe elektrodoù ouzhin evit gouzout hag
analat mat a raen, ha talmiñ dereat a rafe va c'halon e-pad an
oberatadenn. Unan eus ar vedisined a zeuas da c'houlenn traoù
diganin :« Hag-eñ ez eus dent faos ganeoc'h en ho peg ?a
c'houlennas.
- N'eus ket.a respontis dezhañ.
- Daoust ha kudennoù yec'hed ho peus, evel ar berralan, da skouer
?
- Kennebeut all.
- Daoust hag-eñ e c'houzañvez an antibiotikoù ?
- Hag e ran. »
Goude din bezañ respontet d'e
c'houlennoù e voe graet un digizidikadur jeneral din evit din
santout netra.
Tri c'hard eur e padas an
oberatadenn, ha goude-se e voen kaset betek ar gambr 13, en estaj
13, er memes kambr gant un den kozh. Va gwreg a gouskas e-kichen va
gwele e-pad an noz.
Poan am boa bet o kousket e-pad an
noz-se gant ul luziadell korzennoù stag ouzhin, ha pa zihunis
diouzh ar mintin e oan c'hoazh dindan efed an digizidikadur, setu
ne santen tra pa fiñven. Evañ a ris ur werennad dour, ha daou, ha
tri, ha pevar, ha betek c'hwec'h da heul ! A-daol-trumm e verzis 'n
em boa gar zehou ebet ken ha d'ar mare-se e erruas ar surjian en
doa oberataet ac'hanon hag eñ da lavaret :
« Ha neuze, mat an traoù ganeoc'h, Aotrou Braz ? »
« Met n'on ket an Aotrou B... »
|