 |
|
 |
Danevell 15 (live Lennegezh lise)
Ur bourmenadenn el liorzh
e brezhoneg aes
|
|

Oc'h evañ he banne kafe edo
Sterenn. Evel boaz, n'en doa Sebastian merzet tra er pezh a
c'hoarveze. Abaoe un tri miz bennak dija ez ae alies a-walc'h da
welet he fitaod, dre guzh; trawalc'h dezhi tremen dre foñs he
jardin, rak hec'h amezeg e oa.
En un ti brav edont o vevañ, ur
seurt maner. Bep abardaevezh koulz lavaret e veze Sterenn oc'h en
em fichañ brav a-raok tapout he disheolier, rak tomm-mat e veze an
amzer c'hoazh d'ar c'houlz-se eus ar bloaz, ha neuze e lavare d'he
gwaz :
« Mont a rin da welet al lenn, rak brav-spontus eo ! Divi e vezan
er mareoù-mañ, ha vad a ra din bezañ du-hont. »
« Kerzh neuze, ha deus buan en-dro. »
Ha setu-hi en he jardin, o sellout
ouzh he bleunioù, brav, skedus, graet mat war o zro, rak ul
liorzhour mat o doa. Karout a rae-hi he liorzh, he lenn, ha...
Rafael evel-just. Rafael hec'h amezeg, dimezet, ha ne oa ket evit
dispartiañ diouzh e wreg, Aela, rak klañv-bras e oa homañ.
Abaoe ouzhpenn ur sizhunvezh ne
oant ket bet an eil gant egile, pa ne c'helle ket eñ lezel re bell
e wreg hec'h-unan. Dre ar prenestr ken e c'helle Sterenn sellout
ouzh hec'h amezeg. Met hiziv e vije tu dezhañ mont betek al lenn.
Hag i laouen oc'h en em welout adarre. Kalon Sterenn o lammat en he
c'hreiz. Pell 'oa n'he doa ket santet an dra-se evit unan bennak,
evit he gwaz zoken.
N'edo ket re en hec'h aez rak unan
eus rideozioù he zi a welas o fiñval. Ur c'horfad aon enni, e
tistroas betek he zi en ur redek. Pa erruas, ne welas ket he gwaz
azezet er saloñs, evel ma veze peurliesañ. Tro ar saloñs a reas,
tro ar c'hentañ estaj, tro an eil, an trede, e-lec'h ma veze an
holl gambreier, ha diskenn adarre betek an traoñ. Soñjal a reas
dezhi e c'hellfe bezañ er gegin. Met ne oa ket.
Kregiñ a reas da strafuilhañ. Ne
ouie dare e pelec'h edo. Diskenn a reas betek ar c'hav, ha kregiñ
da huchal, skiltrus he mouezh... Sebastian a oa astennet war al
leur... difiñv. Tamm-ha-tamm e teuas un tamm buhez ennañ, met ur
soñj diaoulek a dremenas e spered Sterenn :
« Ha ma c'hoarvezfe un dra bennak gantañ,... ur gwallzarvoud ? »
Simploc'h un tamm mat e vefe an traoù evit Rafael hag eviti. Met
dereat e veze Sebastian en he c'heñver memestra ! Ha trec'h e vefe
ar soñj diaoulek ?... Ken buan e c'hoarvez gwallzarvoudoù a-wechoù
!
A-benn ar fin e teuas Sebastian
ennañ e-unan adarre, met n'en doa soñj eus netra. Poan en doa e pep
lec'h, hag ezhomm chom war e wele.
E-pad meur a zevezh e chomas
Sterenn en he c'hoazez, doaniet, pa ne c'helle ket mui gwelet
Rafael. Ur wech koulskoude, e teuas hemañ da welet Sebastian, evel
un amezeg dereat. Diouzhtu e kollas Sterenn he zamm pasianted o
welet Rafael, aze, ken tost outi, hag ur Sebastian hanter varv en e
gichen. Spontus e teuas da vezañ evito, keit-all 'oa n'o doa ket
poket an eil d'egile. Ha Sterenn ha daoulammat betek ar gegin,
tapout krog en ur sac'h plastik, ha kregiñ da vougañ Sebastian. Ne
gomprene ket hemañ ar pezh a c'hoarveze gantañ. Glas-holl, disliv e
teuas da vezañ, ha klask a reas en em zizober diouzh ar sac'h...
A-daol-trumm e kouezhas war e wele. Skodeget e oa Rafael ha Sterenn
gant ar pezh o doa graet, met e barr al levenez ur frapadig
war-lerc'h.
Bep un tammig avat, e teuas Sterenn
da vezañ iskis, hanter sot, o lavarout forzh petra, hag o welout
Sebastian e pep lec'h. O paouez merzout e oa e kare Sebastian,
a-benn ar fin. Ha kement-se holl dre he fazi ha dre fazi Rafael. Ne
c'helle ket soñjal en traoù-se hep d'un daeraouenn vihan bennak
dont en he daoulagad, un daeraouenn vihan o kreskiñ, ken na zeuas
mui a-benn da baouez da leñvañ.
Diouzh an noz ez eas Rafael en-dro
d'e di, hag e lavaras d'e wreg e oa marvet Sebastian. Aela a gavas
Rafael iskis, met kollet e oa en hec'h huñvreoù maleürus. D'ar
mare-se, hag hep ne ouie den perak, e krogas Aela da vezañ
klañvoc'h-klañvañ. Mervel a reas...
Abaoe he yaouankiz e oa bet bepred
ur c'harnedig gant Aela, ur c'harnedig a skrive ennañ kement tra a
c'hoarveze ganti, betek hec'h analadenn ziwezhañ. Den n'en doa
morse lennet anezhañ, Rafael zoken. Ur wech marvet Aela e klaskas
Rafael ar c'harned e pep lec'h. N'en kave e nep lec'h. A-benn ar
fin e kavas anezhañ ganti. Kregiñ a reas da lenn, diaes e spered un
tammig o lenn ar pezh he doa skrivet e wreg. Met kenderc'hel a reas
evelkent. Un istor sioulik e oa, istorioù yaouankiz, he dimez
gantañ... Laouen e oa o welet penaos e kare-hi anezhañ. Ranngalonet
e teuas da vezañ. Kenderc'hel a reas tamm-ha-tamm gant lennadenn ar
c'harnedig, met brumennek e teuas e zaoulagad da vezañ; ne c'helle
mui lenn reizh. Bamet e chome dirak ar c'haier. Miliadoù a zaeroù a
ziveras diouzh e zaoulagad, huchal a reas, sot e oa. E glevout a
reas Sterenn, ha tostaat outañ, pennfolliñ a reas ivez. Spontet-mik
e oa, met lenn a reas ar c'harnedig ivez, dres evel he mignon. Ken
doaniet e voent o-daou gant ar c'herse avat, ken e lammjont el
lenn.
|
 |
Ur
bourmenadenn el liorzh |
|
|
 |