Danevell 13 (live Lennegezh lise)
Tourioù-tan
e brezhoneg aes
|
|

Pouezañ a reas Kiprian war vouton
ar bignerez. Ur paotr pemzek vloaz e oa, ha Kapri a veze graet anezhañ gant e vignoned. Erruout
a reas ar gaoued, un trouzig skiltr diouti. O vevañ e oa en ur
ranndi gant e vamm abaoe pemp bloaz. Dilojañ o doa ranket ober
war-lerc'h marv tad Kapri. En ur vont e-maez ar bignerez e welas an
trepas, hag e soñjas :
« Sur emañ amañ ar vaouez termaji c'hoazh ». Hag e oa... hag homañ
da lavaret : « Ro din un tamm arc'hant, Kiprian, hag e lennin an
dazont en da zorn.
- Penaos e ouzit va anv ?, a c'houlennas Kiprian,
souezhet-bras.
- Lennet 'm eus er stered e vefe unan bennak o tont dre an nor-mañ,
unan a vefe Kiprian e anv... Diwall ma faotr, traoù grevus a ri hep
rat dit... »
Mont a reas ar c'hrennard gant ar
c'harr-boutin betek kêr.
« Gant an eizh warn-ugent ez in e kreiz-kêr », a soñjas. Erru dirak
an ti-post bras e kreiz-kêr e kavas Kiprian un tamm paper dirak ur
boubellenn, skrivet warnañ : 36 15 TTT-185594. Prenañ a reas ur
bladenn rock ha mont en-dro d'ar gêr. Lakaat a reas e urzhiataer
war elum. Sellet a reas ouzh an deiziad : ar 15 a viz Du
1999.
« Warc'hoazh e vo deiz-ha-bloaz va mamm », a soñjas-eñ.
Mont a reas Kapri war Internet evel
bemnoz. Mont a reas en ur forum, evit komz gant tud eus ar bed
a-bezh, gant e urzhiataer ha war Internet nemetken. Ha neuze e
teuas da soñjal adarre en tamm paper en doa kavet e kêr en
abardaez. Tennañ a reas anezhañ e-maez e chakod hag e adlennas : 36
15 TTT-185594. Mont a reas Kapri kuit eus Internet hag enaouiñ ar
minitel.
« C'hwec'h ha tregont pemzek, kod TTT, setu ! ».
« LAKAIT AR C'HOD MAR PLIJ », a lennas Kapri. Skrivañ a reas
185594.
TOURIOÙ-TAN
BREIZH a oa skrivet war ar skramm. Pouezañ a reas war an
douchenn 1 evit bezañ war dour-tan ar Marc'h. Meur a zibab en doa
:
« 1. Chom a sav, 2. Cheñch sinoù, 3. Lakaat ar c'horn-boud war
enaou ».
« Pebezh farsadenn ! » a soñjas Kapri.
« Ale, an dibab 2 a gemerin ».
« GANT PESEURT SINOÙ HO PEUS C'HOANT ESKEMM AR RE-MAÑ (G = gouloù,
D = ur segondenn zu) ? ».
« GDDDDDGDDGDG » a skrivas Kiprian. Dont a reas en-dro ar minitel
war ar roll kentañ :
« 1. Listenn tourioù-tan Breizh / 2. Cheñch traoù en tourioù-tan /
3. Mont kuit ».
« Pebezh tra sot », a soñjas Kapri,
« mont a rin da gousket ».
Dihuniñ a reas Kapri antronoz
vintin. Ar pezh a reas e oa reiñ ur prof d'e vamm evit he
deiz-ha-bloaz. Tro unnek eur e teuas e vamm en-dro eus ar marc'had.
Reiñ a reas e vamm ar gazetenn da g/Kiprian.
« Sell ar pezh 'zo c'hoarvezet en noz-mañ, spontus eo ! ». War
bajenn gentañ ar gazetenn e oa skrivet : 5 GWALLZARVOUD WAR AODOÙ
BREIZH (Lenn pajenn 2). Lenn a reas Kapri pajenn 2 ar
gazetenn.
« N'eus ket bet gwallzarvoudoù a-seurt-se abaoe 30 vloaz » a lâre
prefed an Arvor.
« Hervez ijinourien an tourioù-tan hag ar balizennoù en deus
tour-tan ar Marc'h graet sinoù disheñvel diouzh ar re 'oa d'ober.
Met perak neuze ? Ijinourien an T.-T. hag ar B. o deus kavet e oa
faziet ar sistem otomatek, bet staliet e 1995 da erlec'hiañ an
diwaller diwezhañ. Met gant un den e plas ar mekanik daoust hag-eñ
e vefe c'hoarvezet ? », en doa skrivet Maria Kervella er
gazetenn.
« Ne vefe ket, met ne gomprenomp ket penaos ez eus c'hoarvezet
kement-se a draoù. E-touez an teknikoù diwezhañ eo hor sistem. », a
respontas un ijinour eus an T.-T. hag ar B.
« Ret eo gouzout ez eo pounner-tre ar bilañs : div vag-pesketa, ur
vag-touristañ dre lien, ur lestr-karg o tont eus La Hague o vont
d'an Enez-Hir, hag ul lestr eoul-maen, hag an holl anezho friket
war ar reier nepell diouzh tour-tan ar Marc'h. », a oa skrivet er
gazetenn.
« 500 000 tonnen a betrol strewet war aodoù Breizh, 78 den marv, ha
grevusoc'h c'hoazh : 70 000 tonenn a zanvez skinoberiant en em
gavet er mor. Aon en deus ar gouarnamant e vefe ur reveulzi e
Breizh. »
« Spontus eo », a lavaras Kapri.
An devezh a dremenas hep kudenn.
Graet e zeverioù gant Kapri eo aet da c'hoari tennis e kreizenn ar
sportoù (krouet e oa bet sistem ar c'hreizennoù-sport gant Loeiz Ar
Mail e 1998, ur sal vras a oa evit pep sport). Tro peder eur hanter
e oa aet Kiprian da vanifestiñ a-enep ar petrol aet da saotrañ
aodoù Breizh. Emgannoù taer a oa bet a-enep ar CRSed. Un den a oa
bet gloazet grevus-tre gant ur CRS, kaset e oa bet war-eeun da
ospital Ar Frankiz e Brest (an trede ospital a oa bet graet
war-lerc'h hini ar Gazeg Wenn).
D'an noz, pa oa distroet Kapri d'ar
gêr, goude bezañ bet tost dezhañ skeiñ gant ur gwerzher-dramm dre
m'en doa lâret dezhañ ez afe da c'hervel an archerien, e tebras e
goan. « Ha neuze, penaos e oa ar vanifestadeg ?
- Plijus e oa, tost da 15 000 a dud ! 5 000 nemetken hervez ar
polis.
- Ha traoù a zo bet torret ?
- C'hwezhet an tan e pemp karr-tan, torret gwerenn ur stal, gloazet
un den grevus a-walc'h, ha torret e c'har d'un archer. »
Echu koan ez eas Kiprian d'e
gambr.
« Ale », e soñjas.
« Mont a rin en-dro war an dra minitel sot-se, farsus eo, sur
a-walc'h ne c'hounezont ket kalz arc'hant gant ar servij-se. 36 15
kod TTT, 185594. Setu ! ». Tour-tan Kereon, chom a sav gant ar
gouloù. Mont a reas neuze Kiprian da gousket.
An deiz war-lerc'h, er gazetenn
:
« UR FERRY-BOAT FRIKET E-KICHEN TOUR-TAN KEREON. 550 DEN LAZHET.
»
Da bellgomz da bemp eus e vignoned
ez eas neuze evit lâret dezho e vefe ur vanifestadeg da 2 eur e
plasenn Ar Frankiz, dezho da c'hervel ivez pemp eus o mignoned, hag
all hag all...
Deuet an abardaez e oa 20 000 a dud
war ar blasenn. Kemer a reas Kapri ur megafon.
« Ret eo d'an holl mont betek ar c'hastell ! Aloubomp ar c'hastell
! », a huchas Kiprian.
Dres war-lerc'h e voe klevet ar
polis :
« Kiprian Denmat, harzet oc'h evit bezañ graet gwalldaolioù
terorist war dourioù-tan Breizh... »
Ha ne oa trouz ebet ken...
|