Danevell 29 (live Lennegezh lise)
Gant an aon
e brezhoneg aes
|
|

Dihuniñ a ris tro eizh eur vintin
met e kador-vrec'h ar saloñs an hini edon ! Moarvat e oan bet
lakaet eno goude ar fest-noz a oa bet e ti Jos Ar Borgn an deiz
a-raok... Ur boan-benn spontus a oa kroget ennon pa oan savet ha
n'em boa soñj eus netra, setu, d'am soñj em boa evet kalz re a
chistr hag a Gorev e-kerzh an nozvezh. Mont a ris betek ar gegin da
evañ un tasad kafe du ha war-lerc'h betek ma c'hambr d'en em
walc'hiñ... Met pa antreis er sal, e troas gwenn ma fenn ruz; mont
a reas pounner ma c'horf... Astennet e oa ma gwaz war hor gwele,
leun a wad gantañ war e gorf noazh ! Spontet e oan bet...Va zal o
c'hweziñ ez is diouzhtu da bellgomz d'ar bolis.
Met piv 'n defe gellet dont tre en
ti hag ober ar muntr-se ? Ha perak ?
Buan-kenañ e oa en em gavet an
archerien, hag, un eilenn war o lerc'h, Anjela, matezh an ti...
Spontet e oa bet o welout kement-se ! Ar bolised a oa o furchal hag
o furchal e pep lec'h en ti. Goude un eurvezh enklask e teuas un
archer d'am c'haout, ur bistolenn gantañ e-barzh ur sac'h plastik
:
« Gant ar bistolenn-mañ eo bet lazhet ho kwaz en noz-mañ !
Evidomp-ni, kavet hon eus ar pezh edomp o klask, neuze, mar plij
ganeoc'h, deuit ganeomp betek ti an archerien ! »
Mont a ris d'an archerdi gant
Anjela met erru eno e voemp dispartiet ha kaset pep hini deus he zu
da vezañ goulennataet ! Siwazh, ne voen gouest da respont da
c'houlenn ebet dre ma n'em boa soñj eus netra...
Goude bezañ bet komzet gant Anjela
ha daou archer, e teuas sklaeroc'h an traoù em fenn : mezv e oan
bet e-pad an noz e ti Jos, ha war-dro div eur vintin e oan kaset
gant Anjela betek ma zi. Antoni, ma gwaz, a oa o c'hortoz ac'hanon.
Ober a reas war ma zro ur wech aet Anjela kuit...
Chomet e oamp diwezhat a-walc'h en
archerdi, ken ac'hann d'un archer dont d'am c'haout, paperioù
gantañ en e zaouarn :
« Deuit d'am heul ! » emezañ en un doare sec'h ha drouk. Heuliañ a
ris anezhañ betek burev penn bras an archerien, ar jeneral Dirou.
Mont a ris tre e-barzh met lakaet e voe din ar grizilhonoù war ma
daouarn... Lavaret a reas ar jeneral diouzhtu :
« Kavet eo bet hoc'h enlouc'hoù war ar bistolenn !!! Lazhet ho peus
ho kwaz ! »
Goude bezañ klevet kement-se,
n'ouzon ket re petra 'c'hoarvezas ganin; ha me da eilgeriañ :
« N'em eus mann ebet da respont deoc'h evit en em zifenn, neuze,
moarvat em eus lazhet anezhañ daoust ma karen anezhañ. Mezv e
oan... Ne ouien ket petra 'raen... Karout a rafen e teufe en-dro
d'am gwelet evit pardoniñ din. » O paouez lavaret edon em boa
lazhet ma gwaz, ha padal, ne ouien ket hag ar wirionez e oa.
Kement a c'hoarvezas ganin
war-lerc'h a dremenas buan-kenañ; barnet e voen 'pad daou zevezh
hag ar varnerien a zivizas derc'hel ac'hanon en toull 'pad 15
vloaz. N'em boa nemet un dra d'ober a-raok mont d'an toull-bac'h :
goulenn digant ma mignoned ha gant Anjela dreist-holl, dont da
welet ac'hanon bep sizhun ha chom hep disoñjal ac'hanon biken.
Diaes e voe ar sizhunvezh kentañ
e-touez tud na vezont na sioul na fur... Bihan-bihan e oa ma c'hell
! Ne oa gwele ebet enni nemet ur planken koad; liñser ebet nemet ur
c'hozh pallenn moan hag ouzhpenn-se e oa kaoc'h ha gwad ouzh ar
mogerioù... Koulskoude ne oan ket heuget, dre ma ouien e oan da
chom pemzek vloaz eno ha dre ma ouien e c'hoarvezfe traoù all ganin
en toull...
Dont a rae Anjela bep tri devezh
d'am gwelet. Adalek ur mare bennak avat, un tri miz war-lerc'h va
barnedigezh, ne zeuas mui ! Aon am boa eviti... Marteze e oa
c'hoarvezet un dra bennak ganti ha ne oa bet lavaret seurt din !
'Pad ur miz e c'hortozis kaout keloù diganti met ne zeuas netra.
Neuze e c'houlennis digant ur vignonez mont da welet e ti Anjela ha
mat e oa an traoù ganti... Ha pa zistroas ma mignonez d'am c'haout
e lavaras din :
« Setu, o paouez bezañ bet en he zi emaon ha lavaret he deus din e
oa gant re a labour ha ne c'helle ket dont d'az kwelet ken ! Met
d'am soñj, ne c'hell ket labourat kalz dre m'emañ o tougen ! ».
Neuze e teuas sklaer an traoù em fenn ! Goulenn a ris digant ma
alvokad mont d'an ospital da glask disoc'hoù testoù Anjela...
Babig Anjela 'oa hini Antoni
ivez...
|