 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

Krog e oan da zastum danvez al levrig-mañ en ur
furchal er geriadurioù. Deuet e oa da soñj din e c'hallen implij ar
c'hrennlavaroù a gaven amañ hag ahont evel skouerioù plijus er
skol-noz gant tud vras. A-benn ar fin n'eo ket krennlavaroù hepken
a gavor el levrig-mañ pa n'eus da lakaat an anv-se nemet war
lavaroù kentelius. Lavaroù a bep seurt, e gwirionez, zo bet
dastumet amañ. Darn n'int nemet rimadelloù fentus evit tud vras.
Enne, evel er c'hanaouennoù, e kaver skoazell da zeskiñ ha da
gelenn, ha plijadur ouzhpenn da dañva spered ar sevenadur pobl en
deus o goveliet dimp hag a bella buan diouzhimp.
Gwall nebeud eus al lavaroù-mañ zo bet klevet ha
dastumet ganin. Dont a ra ar braz eus an danvez-mañ eus al levrioù
meneget er roll izeloc'h, ha da gentañ-penn eus Geriadur Brezhoneg an Here hag an Trésor du Breton Parlé, gant Jules Gros.
Kalz eus al lavaroù dastumet amañ zoken a gaver en daou levr, hag
ouzhpenn ur wech e pep hini evit lod. Muioc'h eget ar pezh zo
dastumet amañ a c'hallfe bezañ bet tennet anezhe c'hoazh moarvat.
Un dibab hepken avat eo a felle din kinnig d'ar studierien pe d'ar
gelennerien troet gant an danvez-mañ. A-benn-kaer em eus laosket
a-gostez krennlavaroù niverus a denne d'an amzer, d'al
labour-douar, pe d'ar sent (da vin pardonet gante) pa gaven ne oant
ket re aes da gompren hiriv ken.
An darn vrasañ eus ar c'hrennlavaroù amañ a veze
kavet ivez el levr Lavarou koz a Vreiz
(1878) gant Louis-François Sauvé, ur Breizhuhelad eus Sant
Jord a Restembaod, evel e genvroad an Tad Maner illur, hag
eveltañ en doa desket brezhoneg e Breizh Izel ivez. En e raok e oa
bet Furnez Vreiz (1874) gant
Brizeug, hag a-raok c'hoazh e veze kavet un toullad mat er
skrid Ar Bugel Fur eus an 18-vet
kantved. Levrioù all zo bet abaoe, oc'h ober o dibab en holl
levrioù-se, an hini diwezhañ o vezañ hini Philippe Camby,
Proverbes et Dictons des Bretons savet
diwar levr Sauvé, hag o virout e zoare-skrivañ. An hini a
fello dezhañ mont pelloc'h gant studi an danvez a ranko lenn tezenn
doktotrelezh Lukian Kergoad, ar brasañ labour graet biskoazh
war ar c'hrennlavaroù brezhonek.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |