 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Labour sul, labour nul
- El labour emañ ar yec'hed.
- Diouzh e labour, ar micherour.
- Al labour graet zo brav d'ar paotr kozh.
- El labour graet
E vez kavet abeg.
- Anez labour, prezeg aner
Kentañ prezeg a zo ober.
- Da heul al labour emañ ar boued.
- An tu zo an hanter eus al labour.
- Labourit a-dreuz, labourit a-hed,
Temzit ervat hag ho po ed.
sellout ouzh : arat
- An hini en devez ezhomm da labourat a rank
plegañ.
- Labourat n'eo ket un dizenor.
- An diviner a c'hounez e voued,
Al labourer ne ra ket.
- Ur c'homander mat zo gwelloc'h evit daou
labourer.
- Gwell eo ober labour fall evit disentiñ ouzh ar
mestr.
- Gwenn pe rous
Pep hini a gar e labous.
- Al laeron vihan a vez krouget
Al laeron vras ne vezont ket (pe: a vez enoret).
- Al laer brasañ a groug ar bihanañ.
- Kemer hardizh n'eo ket laerezh.
- Laezh ha kig zo poezon rik,
Kig ha laezh zo medisinerezh.
- Lagad ar mestr a lard ar marc'h
Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
- Ul lamm revr a dalv nav.
sellout ouzh : tamm
- N'hall ket an den ober ul lamm hir gant ur vazh
verr.
- Laou zo nobl, c'hwen n'int ket.
- N'eus nemet al laoueien (= peorien)
A ziskouez o gwenneien.
- Lavarout zo un dra,
Hag ober eo ar gwellañ.
sellout ouzh : labour
sellout ouzh : ober
- Tra lavaret
A zle bezañ sevenet.
- Lavarout (pe gouzout) a bep sort
Reoù (pe traoù) kamm ha reoù tort.
- Lemel hep lakaat
N'eo ket da bad.
- Aliesoc'h a groc'hen leue a ya d'ar givijeri evit a
groc'hen ejen.
sellout ouzh : kiger
- Eñ a lipje
C'hoazh ma vije.
- Al lip zo mat
Met n'eo ket enorabl.
- An holl livioù zo mat
Met ar ruz eo an tad.
- A bep liv, marc'h mat
A bep bro, tud vat.
- Pa grog al loar e-barzh ar glav
Goude seizh deiz e vez amzer vrav.
- Al loar war he c'horn
Amzer sec'h-korn.
Al loar war he c'hein
Amzer c'hleb-brein.
- Loar welet
Mor manet.
- An holl loened a c'haller da zoñvaat
Nemet ar glujar hag ar c'had.
sellout ouzh : bleiz
sellout ouzh : gad
- Ul logodenn n'he deus nemet un toull a zo boued d'ar
c'hazh.
sellout ouzh : ki
- Lorc'hig moan
Muioc'h a voged eget a dan.
- An hini ne vez ket lorc'het nemet gantañ hag e vagerez
n'eo netra a vat.
- E lost ar foet emañ an douchenn.
- Da louarn kousket ne zeu tamm boued.
- Daou louarn kamm a zo trec'h da unan eeun (pe a ra bec'h
da unan eeun.).
- Al louf a ra c'hwez
Hag ar bramm a ra mezh
sellout ouzh : bramm
- P'en devez graet nav louf e vez poazh ar
yod.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |