 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Ur c'hae-spern a ya da dri bloaz,
Tri oad-kae, oad ki,
Ti oad ki, oad marc'h,
Tri oad marc'h, oad den,
Tri oad den, oad moualc'h beg melen,
Tri oad an den e chom ar voualc'h er c'hoad,
Nemet er goañv e ve re yen.
- Ar c'haerañ charretour a ziskar e garr.
- Emañ en e gaerañ
Evel Yann o vont da graoña.
- Kafe bervet, kafe lazhet.
- Ar c'hafe du hag ar gwin gwenn
A ra d'ar merc'hed koll o fenn.
- Kalon yac'h a rank debriñ.
- Dibaot ar c'halvez
A labour hep danvez.
- Kamm ki pagar.
sellout ouzh : kazeg
- Kammed ha kammed
E reer tro ar bed.
- Gant ar c'hammed kentañ
E krog ar veaj hirañ.
- Na ganit ket ken abred diouzh ar beure
Betegouzout e c'hwibanfec'h emberr.
- Kanevedenn diouzh an noz
Glav pe avel antronoz.
- Kanevedenn diouzh ar mintin
Sin vat d'ar pirc'hirin.
- Kanevedennig troc'het e vi
Ha banne glav ebet ne daoli.
- Kaoc'h ha dour
Zo mat d'ar pour.
sellout ouzh : debriñ
- Ret eo gortoz ar c'haol da boac'hat (=da
boazhañ
Pa vez c'hoant d'ober soubenn vat.
- Klev ar gaoter o sarmon d'ar pod-houarn!
- An hini en deus, en deus, ( pe a lip e weuz)
Hag an hini n'en deus ket a sell a-dreuz
Ha labour sellet en deus.
- An hini en deus madoù hag a ro
En deus mignoned e pep bro.
An hini en deus madoù ha ne ro ket
N'en deus mignon ebet.
- Evit kaout e ranker goulenn.
- Hennezh a oar kaozeal ken brav
Ma tennfe laezh gant un tarv.
- Gwelloc'h karantez leizh an dorn
Eget arc'hant leizh ar forn.
- Gwelloc'h karantez etre daou
Eget madoù leizh ar c'hraou (pe Eget na eo...)
- Karantez dost, karantez laosk
Karantez bell, karantez well.
- Dousoù e pep lec'h
Karantez e nep lec'h.
- Gant karantez zo plijadur
Ha gant madoù tamalladur.
- Ar vleunienn a dro a-wechigoù
Karantez plac'h a dro atav.
- Ar garantez oc'h en em gaout
An ibil kig o vont er faout.
- Karantez c'hoar
Breur na oar.
- Karout hep bezañ karet
A zo kriz ha kalet.
- Karet ar merc'hed hag ar gwin
A denn peurvuiañ da wall fin.
- Karout kened ne bad ket pell
Karout onestiz a zo gwell.
- Karrig a dro
A denn bro
Karrig a red
Ne bad ket.
sellout ouzh : rod
- Karr 'uz maen, maen 'uz karr
sellout ouzh : falz
- Pa vez aet (pe troc'holiet) ar c'harr en douflez e weler
an hent mat.
- Karo,
An hini n'en deus ket a laro.
- Keur,
Seurt n'em eus ket nemeur.
- Kastilli a-ziabell
O deus tourioù uhel.
- Ur gazeg kamm a ya pell.
- Dreist moue ar gazeg kozh e vez kabestret an
ebeulez.
- Pa vez lavaret " hei! " d'ar gazeg wenn
E vez lavaret d'an harnez penn-da-benn.
sellout ouzh : saout
- N'eo ket ar c'hezeg bras
A gas ar c'herc'h d'ar marc'had.
- Pa vez moan ar gazhez
E vez sur eus he bloavezh.
sellout ouzh : ki
- P'en devez un den ur c'hazh da foetañ, koulz eo e foetañ
diouzhtu.
- Kazh maneget n'eo ket mat da logota.
- Kazhig a vale a lip e bav
An hini a chom e-kichen an tan
A chom da viaoual gant an naon.
- Pa vez ar c'hazh tost d'al laezh e oar lipat an
dienn.
- Ur c'hozh kazh a gar logod yaouank.
- Pa zeu ar c'hizhier d'an haleg
Echu d'ar goañv kalet.
- Kelc'h a-bell barrad a-dost
Kelc'h a-dost barrad a-bell.
- Kelien ha merien
Menec'h ha beleien
Pevar seurt loened
Ar gwashañ zo er bed.
- En tiez-forn hag er govelioù (pe er stankoù, er
stalioù)
E vez klevet ar c'heloioù.
- Ur c'hemener n'eo ket un den
Kemener eo, ha netra ken.
- Kemenerien omp tout
Met an tailh a zoug.
- An hini a gemm e bar
A zimez a-benn pa gar.
- Kenavo evit an deizioù
Ha yec'hed d'ho kostezioù.
- Pa vez ker al ler
E c'hoarzh ar botaouer.
- Pa vez ker ar bleud
E vez kezeg treut.
- N'eo ket ar c'herañ eo ar gwellañ.
- Ar c'herc'h pa ziwano
E vo devet o beg dezho.
- Pa'z a ur gerc'henn gant ar riv
En he lerc'h e tiwan div
(pe: An hini a chom a dalv div).
- N'eo ket ar c'herc'h ar muiañ gonezet an hini a ra ar
muiañ a vad d'ar marc'h.
- Kerc'heiz a lez pesk bihan
A zebr melc'hwedenn d'he c'hoan
- Kerse
Ne zeu nemet goude.
- Seul vui a geuneud seul vrasoc'h an tantad.
- Muiañ keuneud, brasañ tantad.
- Keuneudenn sec'h,
An neb a vir a gev ( = a gav).
- Diouzh ar c'heuneud e vez graet an tan
- Ar c'heuz zo war-lerc'h.
- Keuz a-raok ne vez ket
Keuz war-lerc'h ne dalv ket.
- Ur gevnidenn diouzh ar mintin
Sin a wall fin
Ur gevnidenn diouzh an noz
Sin a geloù mat antronoz
- Pep ki
Zo mestr en e di.
- Hardizh ki
En e di.
- A-benn neuze hag ac'hanen di
En devo harzhet meur a gi.
- Da bep seurt oad
E red ar c'hi war-lerc'h ar c'had.
- Diwar gi, ki; diwar gazh, kazh;
Diwar logodenn ne vez ket a razh.
sellout ouzh : kamm
- Ki (pe kazh) skaotet
En deus aon (pe a dec'h) rak dour bervet.
- E-lec'h ma staot ur c'hi
E staot daou pe dri.
- Ki besk ha kazh diskouarnet
N'int mat nemet da zebriñ boued.
- Dre forzh heskinat (pe hegañ) ar c'hi e teu da vezañ
droug.
- Ur c'hi meret, hanter savet
Ur c'hazh meret, hanter lazhet.
- Tri bloaz o tont da gi, tri bloaz ki, tri bloaz o vont
er-maez a gi.
- Harzhal gant ar c'hi, yudal gant ar bleiz
Ha komz brezhoneg e Breizh.
- Un tamm kig dindan e veud
A laka an den en e vleud.
- Pep hini a zougo e gig.
- Ar c'hig-penn hag ar c'hig-revr a wella
buan.
- Gwelloc'h bezañ kiger eget bezañ leue.
- Klañv hep glac'har
Kamm ki pa gar.
sellout ouzh : ki
- Primoc'h e klañvaer eget na wellaer.
- Ar c'hlask a zo frank
Ar c'havout n'eo ket stank.
- Arabat klask vioù fresk e neizhioù warlene.
- Klemm-klemm a ya da gozh.
sellout ouzh : termal
- Kant kleved
Ne dalvont ket ur gweled.
- Klevet ha gwelet a zo daou (pe: n'int ket ur
c'hement).
- Evañ gwin ha kañjoliñ merc'hed
Setu kefridi (pe dever)ar c'hloareg.
- Gant bep seurt koad e vez graet loaioù
Gant bep seurt kig e vez graet Mallarjez.
- Te zo koant
Evel lost ar c'hi e bant.
- Gwelloc'h eo kof da freuzañ evit boued da
venel.
sellout ouzh : boued
- Pa vez tro da goll
Eo gwell hanter eget holl.
- An hini na vrok netra
Na koll na gounit ne ra.
sellout ouzh : ober
- Koll
A ro skiant d'ar foll.
- Ma talv va c'homz ur pezh arc'hant
Chom sioul a dalv ouzhpenn ur c'hant.
sellout ouzh : kaozeal
- Tennañ a ra koñchoù born
Eus e gelorn.
- Kordenn a dri gor a vec'h a dorrer.
- Korf a c'hounez, korf a foet
N'en devez ezhomm yalc'h ebet.
- Ur c'horf erbedet n'a ken met peder eur warn ugent
hiroc'h evit unan all.
- Kouez al loudourenn
Pa vez sec'h a vez gwenn.
- Pep kouilhourenn
A gav mat he c'heusteurenn.
- Ar goukoug pa n'eo ket deuet da Bask
Poent mont d'he c'hlask.
- N'eo ket ganet gant e vamm
An hini en deus klevet ar goukou o kanañ
Nav devezh goude Gouel Yann.
- Gaouiatañ den a zo en ti a glev ar goukoug da
gentañ.
- Ar c'housket zo hanter voued.
- Kousket ha leinañ a zo memes tra.
- N'a ket da gozh
An hini ne laosk ket avel eus e gof.
- Krampouezh gwinizh ha laezh-tro
Matañ traoù a zo er vro.
- Ne vo ket bras lod pep hini
Hemañ zo vel ur grampouezhenn etre nav c'hi.
- Kreisteiz,
Hanter an deiz,
Hanter ar voued
Hanter al labour n'eo ket.
- Hanter kri(z) ha poazh
Mat-bras,
Hanter poazh ha kri(z)
Mat da zebriñ.
- Kuzul gwreg hag heol abred
Gwech e vezont mat, gwech ne vezont ket.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |