 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Nebeud ha nebeud
Hinkin a ra neud.
sellout ouzh : a
van
sellout ouzh : tamm
- An eil nebeut a gresk egile.
- Nebeud a ra vad.
- A nebeud-da nebeud
Ez a da ludu ar bern keuneud
- Da Nedeleg
E astenn an deiz paz ur c'hefeleg
D'an deiz kentañ'r bloaz
Paz ur waz
Da Ouel ar rouaned
Paz ul leue.
- Kelien (pe c'hwibu) da Nedeleg, skorn da
Bask.
- Nedeleg ha Gouel Yann
A lak ar bloaz etre div rann.
- An neudenn eeun eo ar wellañ.
- Hennezh a oar neuial evel ur c'hi plom
E-lec'h ma kouezh e chom.
sellout ouzh : ret
- En noz e kemerer ar silioù
Dale a ra vat a-wechoù.
- Da bep oad
E vez pilet koad.
sellout ouzh : ki
- Gra da oan hag e vi touzet (pe kignet).
- Ker stank emañ er marc'had
Kroc'hen an oan ha kroc'hen an dañvad.
sellout ouzh : dañvad
- Par d'an oaz
N'eus ket c'hoazh.
- Anez ober, prezeg aner
Kentañ prezeg a zo ober.
- Gwelloc'h un oberer
Eget kant lavarer.
- An hini na ra netra
Na koll na gounit ne ra.
sellout ouzh : koll
- An hini a ra re
A ra re nebeud goude.
- Diouzh ma ri e kavi.
- Diouzh an ober e kaver.
- Kas ar paour da baour zo diaes.
- Ar paour pa binvidika
Gant an diaoul ez a.
sellout ouzh : marv
- Paourik pa binvidika
Gwashoc'h evit an diaoul ez a.
- En holl d'an holl
An dud paour eo a goll.
- Aesoc'h eo derc'hel e renk d'ur paour eget d'ur
pinvidig.
- Gwell eo bezañ paour
Eget staget gant ur chadenn aour.
- Paour pe binvidik
Pep hini a rank dizourañ e gig.
- Ret eo d'an eil paour sikour egile.
- An hini zo paour a rank malañ munut.
- Echu ar pardon, ankouaet ar sant.
- Pardon Pichibon:
Tri o tañsal, pevar o son.
- Gant pasianted hag amzer
A-benn eus pep tra e teuer.
sellout ouzh : amzer
- Dont Pask er poent ma karo
Mouilc'hi bihan en em savo.
- Patatez ha kig sall
N'eo ket ur meuz fall.
- Patatez ha laezh
A ra vad da galon gaezh.
- Patatez ha laezh
D'ar beorien gaezh
Patatez ha kig
D'an dud pinvidik.
- Bezañ en deus ar paz hag ar sifern
Hag ar strak-revr tout a-vern.
- Pebrenn, pebrennig
Lemm he beg evel spilhennig.
- Ar pec'hed a lez en ober
Bara poazh a lez en debriñ
Ar merc'hed koant a lez pokat dezho
Hag ar re vil a ra ivez.
- Dre bediñ hag erbediñ
E vez graet ar gefridi.
- Pep hini en deus e benn
Pa rank en dougen.
- Ur bennhêrez ha pa vez fall
A dalv kant skoed war un all.
- Ur pennhêr hag ur bennhêrez
A ra alies gwall diegezh.
- An traoù na zeuont ket a-berzh mat
N'eont ket da bennvat (pe ne reont ket tro vat).
- Ar pesked a ya da heul o boued.
- Petra zo da lein?
Lost ar c'hi brein.
Petra zo da goan?
Lost ar c'hi moan.
- Petra zo da goan?
Bouzellenn voan.
- Petra zo da lein?
Treid silioù ha divskouarn kelien.
- Aet ar pezh er faout
Ha takenn ebet da gaout.
- Pig pe vran a gan.
- Etre unnek eur ha kreisteiz
E sav ar big diwar he neizh.
- Pilhenn a gav truilhenn
Er c'harzh pe e-kichen.
- N'eus pilhenn
Na gav truilhenn
Na plas d'hec'h astenn.
- Evit diforc'hiñ pinvidik diouzh paour
N'eus nemet arc'hant hag aour.
- Pinvidik on koulz ha nikun
Pa'z on kontant ouzh va fortun.
- Ar pinvidig zo gwiridik.
- Plac'h tonius, paotr brokus.
- Ur plac'h skañv ha rederez
N'eo ket mat da sevel tiegezh.
- Aezetoc'h plegañ ur blantenn evit ur wezenn.
- Evit plijout d'an holl
Eo ret bezañ fur ha foll.
- Gant ar boan hag an amzer
A-benn pep tra e teuer.
- Neb na lak ket e boan hag e aked
N'en devezo na madoù na boued.
- N'eus poan aes ebet.
- Poan ar re all zo skañv (pe: aes) da zougen.
- Poan an eil ne wella ket poan egile.
- Pa vez ar boan en he gwashañ
E vez dare ar gor da ziskargañ.
- C'hwi zo ampalaeret-fall:
Pa vez ket poan en ur penn e vez poan er penn
all.
- Diwar boan e teu ur mad bennak.
- Nag a boan
Etre merenn ha koan.
sellout ouzh : doue
- A-bouez poaniañ
E c'haller en em dennañ.
- Poagn ganin: me az pevo!
Diwall razon: me az peuzo (eme ar mor d'ar
moraer).
- Ken alies e ya ar pod d'ar feunteun ken e vez
torret.
- E-barzh ar podoù kozh e vez graet ar gwellañ
soubenn.
- Pa vezer war bont Landerne
Ne vezer nag e Leon nag e Kerne
(pe ...emañ ar fri e Leon hag ar revr e Kerne).
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |