 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- An hini n'eo ket bailh en e benn a zo bailh en e
revr.
- Ar bank en tan ne lakaer ket
Dre ma vez an alc'hwez kollet.
- Ar gwellañ bara da zebriñ
A vez gounezet o c'hwezhiñ.
- Pep hini a ya da heul e vara.
- Gwelloc'h un dorzh vara war an daol
Eget melezour ouzh ar prenestr.
- Bara chaoket zo aes da lonkañ.
- Arabat barnañ re vuan
Gant aon d'en em varnañ e-unan (bet klevet e
Pontrev).
- Pep bazh he deus daou benn
- E-keit ma vi en da sav
E kavi bazh d'en em harpañ.
- Brav a-walc'h eo larout pa vezer pell diouzh ar
bec'h
Berroc'h e vez an teod pa vezer war al lec'h.
- Ar bed zo e krap
An neb a dap a dap
An neb na dap ket a skrap.
sellout ouzh : beg
sellout ouzh : tapout
- Tra ma vo daou zen war ar bed
Ar jalouzi a reno bepred.
- Evel-se emañ ar bed
A-dreuz hag a-hed.
- Tri zra a lak ar bed da vont
Beg ar soc'h, beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn
- Tri beg zo o souten ar bed
Beg ar vronn, beg ar soc'h
Hag ar beg all evel ma ouzoc'h.
- Beg ar soc'h, beg ar vronn
Gant an daou e vevomp.
- Dre he beg e tozv ar yar.
- Re ziwezhat eo da harz
Pa vez aet ar beg e-barzh.
- Ar veleien ne garont ket
Bezañ distroet eus o fred.
- Bern n'eo ket mammenn.
- An hini a vez war ar bern ne vank mann ebet
dezhañ.
- Pa vez c'hoant ober berzh
Gwelloc'h ijin eget nerzh.
sellout ouzh : ijin
- E-lec'h ma vez tri c'hant den o vevañ
E vez atav unan o kleñvel pe o pareañ.
- Mat eo bevañ pell
Bevañ mat avat zo gwell.
- Bezañ ha bezañ bet
N'int ket ur c'hement.
sellout ouzh : gallout
- Bili war ziribin
Ne zastumont ket a vezhin.
- Da bep hini e vlaz,
Logod d'ar c'hazh,
Eskern d'ar chas.
- Pa vez komzet eus ar bleiz e vez gwelet e
lost,
Pe a dost.
- Hennezh zo evel ar bleiz
Kontant da gaout kuit da reiñ.
- Evit reizhañ ar bleizi
Ez eo ret o dimeziñ.
- Da heul ar bleiz ned a ket an oan.
- Bleud an diaoul a ya da vrenn.
- Blev gwenn ha lunedoù
Ne blijont ket d'ar merc'hedoù.
- N'eo ket blev melen ha koantiri
A laka ar pod da virviñ.
- Ar born bihan a c'hounezo
Pe war e revr en devo.
- N'eus ket ur gozh votez
Ha ne gav ket he farez.
- An hini a ya gant e votoù war an ed
A ya diarc'hen da glask e voued.
- Gwelloc'h eo boued da venel evit kof da
freuzañ.
- Ouzh an tu ma vrall ar wezenn e rank
kouezhañ.
- Bramm lous
Ne ra ket trouz.
- Ar bramm a ra mezh,
Al louf a ra c'hwez.
- Bramm kurun, sin glav kaoc'h.
- A re vras ne reont ket toud al labour.
- Ar brezhoneg hag ar feiz
Zo breur ha c'hoar e Breizh.
- Hep brezhoneg Breizh ebet.
sellout ouzh : ki
- Kant bro kant giz
Kant parrez kant iliz
Kant plac'h kant hiviz.
- Pep bro he deus he giz
Ha pep plac'h he hivizh.
sellout ouzh : aotrou
sellout ouzh : rod
- Ar broc'h a doull an douar
Hag Alanig a grog er yar.
- Brud fall a ya betek (pe dreist ) ar mor,
Brud vat a chom e toull an nor.
- Gwell eo brud vat da bep hini
Eget aour melen leizh an ti.
- Gwashoc'h eo ar vrud tapet
Evit ur si skoachet.
- Brumenn vor
Tommder en gor.
- Brum diwar ar mor
Heol tomm ken e c'hor (pe: ken e faout an nor).
- Brum diwar ar c'hoad,
Glav ken e strak.
- An hini a ya buan a ya pell
Met an hini a zalc'h da vont a ra gwell.
- Ar vugale savet garv a zeu d'ober tud.
- Ar vugale a vez graet o zid outo a vez hekoc'h evit ar re
all.
- Bugale gaezh
Dour n'eo ket laezh
Piz n'eo ket fav
Bezañ pilet n'eo ket brav.
- Bugale vihan, poanioù bihan
Bugale vras, poanioù bras
- Ar vuhez vat a bad atav
Ar vuhez fall a baouezo.
- Ar vuhez hirañ zo c'hoazh berr
Ar bec'h skañvañ c'hoazh ponner.
- Ma breudeur ha ma c'hoarezed kristen
Sellit ouzh ma c'hof ha grit pinijenn.
- Pa larer hei! d'ar vuoc'h a ya a-raok
Hel larer da doud ar vandenn.
sellout ouzh : kazeg
- Diouzh he dent e vez goroet ar vuoc'h.
- Petra servij kaout ur vuoc'h vat
Ma skuilh he laezh gant un taol troad?
- Ar vuzhugenn
Betek tri-ugent
Ar rann
Betek hanter-kant
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |