 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Mab e dad eo ar C'hadiou
Pe a vent pe a liv.
- Mab diouzh tad.
- Madoù a zeu, madoù a ya,
Evel moged, evel pep tra.
- Madoù a zeu, madoù a ya
Karantez morse ne guita.
- Madoù a ya gant dour ar stêr
Ar garantez a chom er gêr
- Ar madoù a zeu dre un hent fall
A zo diaes meurbet da ziwall
- Madoù dilaosket zo d'an holl.
- An hini en deus c'hoant da zastum madoù
Pa vo krog an tan, lazhet ar gouloù.
- Gwell eo madelezh evit braventez (pe evit
koantiri).
- Gwell un tamm bemdez
Eget re da Valarjez.
- Malarjez e toull an nor, Pask e-tal an tan.
- Malarjez, Malarjez
Me garje vije bemdez
An eost div wech ar bloaz
Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz.
- Doue d'az pendraouilho
Eus an eil moger d'eben
Ken e vi erru war ar plaen (gerioù mallozh fentus) SV
45
- An hini en deus mamm
En deus tamm.
- Ar vamm da gentañ, ar verc'h da c'houde.
- Pep manac'h
A bed (pe a gomz) evit e sac'h.
- Reizhenn manac'h a zo tennañ
Digant an holl hep reiñ netra.
- Re a vann (pe re a netra)
Ne dalv mann.
- Mann da vann
Ne dalv mann.
- Arabat klask kaout ar marc'h hag an
arc'hant.
- Arabat mont primoc'h eget ar marc'h hon
doug.
- N'eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar
marc'h.
- Meur a varc'h mat zo marvet o vont adarre.
- " Deomp adarre " en deus lazhet meur a varc'h (da respont
da unan en deus lavaret " Deomp adarre ").
- N'eo ket ar marc'h a c'hounez e gerc'h
A zebr anezho bep gwech.
sellout ouzh : kerc'h
- N'eo ket gwellaat a ra ar marc'h pa vez ret e varc'hegezh
re alies.
- Ar marc'h a-raok a vez laret " Yao " dezhañ.
- Ar marc'h a sach a vez hopet warnañ.
- Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù
A ra gaou bras ouzh e gostoù.
- An divizoù a ra ar marc'hadoù.
- Marc'hadourezh pentet
Hanter werzhet.
- Marc'hata,
D'un all da vriata.
- N'eo ket pa vez tremenet ar mareaj e vez mont da
ormela.
- N'eo ket gant martezeoù
E vager al leueoù.
- Gant martezeoù
E vez maget al leueoù.
- Pelloc'h e vimp marv eget paour.
- Etre marv ha bev e vez ret derc'hel da vont.
- Mat ha buan
N'int ket unan.
- Gwell eo bezañ matezh el lec'h ma'z eus
peadra
Evit bezañ mestrez el lec'h ma n'eus netra.
- Bezo du, bezo gwenn
Pep gavr a gar he menn.
- Pa zeu ar mennedigoù da saout
Ez eus glav da gaout.
- An neb a venn, hennezh a c'hall
An neb a c'hall a gas ar gall
- Merc'h he mamm eo Katell.
sellout ouzh : mab
- Hevelep mamm, hevelep merc'h.
- An truilhoù hag ar merc'hed brav
A gav fred atav.
- Gwelloc'h dimeziñ abred merc'h
Evit kaout keuz war-lerc'h.
- N'eo ket ur seblant vat
Klevet merc'hed o c'hwistellat.
- Da verc'her al Ludu da greisteiz
E krog ar big d'ober he neizh.
- Merc'her meur goude al ludu
Soubenn an ognon n'eo ket druz.
- Merenn Mari Meur
Pa ne vez ket da greisteiz e vez da un eur.
- Mervel zo ret, dimeziñ n'eo ket.
- Alies e varv ar blantenn a-raok ar wezenn.
- Ret e vez mervel evit diskouez e vezer bet
klañv.
- Mervel a vo graet hep bezañ bet amzer da
ziskuizhañ!
- E-lec'h ma vez meulerezh
E vez atav kalz gevierezh.
- Daouzek meutad
A ra un troatad.
- -N'ec'h eus ket a vezh?
-Ar mez zo e beg ar gwez
Hag an dud en o fezh.
- Gwelloc'h bezañ mezv eget bezañ sot: an hini mezv a
zivezvo, an hini sot ne zisodo ket.
- Ur plac'h vezv n'eo ket mestr d'he zraoù.
- Digant ur mignon eo gwell kaout dour
Eget gwin digant un enebour (pe un treitour)
- Pa ra ar vilin un dro-grenn
E vez yod pe grampouezhenn
Pa chom ar vilin a-sav
Ne vez na yod na bara.
- Miliner gwenn e veg
A laer ar bleud, a laer an ed,
Hag o gounit ne ra ket.
- N'eus ket hardishoc'h eget roched ur miliner
Rak bep mintin e pak ul laer.
- Genver a garg ar foz
C'hwevrer he dalc'h kloz.
- Miz C'hwevrer a c'hwezh, a c'hwezh,
Hag a lazh ar voualc'h war he neizh.
- Miz C'hwevrer a lak an hanter eus ar pod da
virviñ
Hag an hanter all da skorniñ.
- Meurzh gant ur c'hwezhadenn
A zisec'h ar foz penn-da-benn.
- Meurzh da Veurzh: tanioù-gwall, chas klañv ha naered
drouk (pa grog miz Meurzh d'ur Meurzh).
- Miz Meurzh gant e vorzholioù
Zo ken gwazh hag an Ankou.
- C'hoario Meurzh pezh a garo
Ur c'hostez eus ar c'hleuz a dommo.
- Meuz Meurzh ne vez
Ma ne vez ket koan ouzh goulou an deiz.
- Ebrelig, Ebrelig,
Digor da zivaskellig!
- Ebrel c'harv, porc'hell marv.
- Ran a gan a-raok miz Ebrel
He devez war he fri barroù grizilh da devel.
- pe ... A zo gwell dezhi tevel
Pe e vo troc'het he begel.
- Ebrel gant e gontelloù
A gign ar saout hag al leueoù
sellout ouzh : glav
sellout ouzh : gwrac'h
- Pa ra glav an deiz kentañ a viz Mae
E pil ar C'hallaoued o gwragez.
- E miz Mae,
Re a c'hlav bemdez
Ha re nebeut bep eil deiz.
- (E miz Mae) da hanter ar miz
E tro ar rev e glizh.
- Noz ar Wenngaouenn
Etre Mae ha Mezheven
- Pa vez eost ma chom al labourer war e skaoñ
E varvo an dudjentil gant an naon
- Miz Here a lavare dre e feiz
" N'eus mui banne gwin e Breizh "
Setu aze ur galonad
D'an hini er c'hav mat.
- Da hanternoz Gouel an Hollsent
Ez a miz Here en e hent
Hag e teu miz Du kerkent.
- Pa ya miz Here en he hent
Da hanternoz e vez Gouel an Hollsent.
- Miz Kerzu, miz ar gouelioù
Eo miz ar gwadigennoù.
- War-dro ar moc'h
E vez soroc'h
- Gwell eo moged forn
Eget avel skorn.
- Moged tomm zo gwelloc'h evit avel yen.
- Gwelloc'h ar moged evit ar rev
Ne stag ket kement ouzh ar blev.
- Ar c'hentañ mont (da zimeziñ)
Ar sklaerañ kont.
- D'ar mor en em denn ar pesked.
- El lec'h m'emañ ar mor emañ ar pesked.
- Ar voualc'h beg melen
A dremen oad an den.
sellout ouzh : oad
sellout ouzh : ki
- An hini a vouzh ouzh e voued
A lak toull e revr souezhet.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |