 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Abred ne goll gwech ebet.
- Seul abretoc'h, seul welloc'h (ha Seul gentoc'h
...)
- Aesoc'h eo dimeziñ eget sevel ti.
- Un ali mat zo mat bepred
Ha pa ve digant ur sot e ve.
sellout ouzh : ruzienn
- Ali ha holen
A roer d'an hini a c'houlenn
- Aluzen diwar aluzen a laka ar paour
pinvidik.
- Aluzen diwar aluzen a gas d'ar baradoz.
- N'eus ket tu da dennañ amann eus gouzoug ur
c'hi.
- Pa vez aet an amann e gouzoug ar c'hi e vezer
war-lerc'h.
- Gwelloc'h un amezeg a dost eget ur c'har
a-bell.
- An amied zo an amied, hag an amiod zo un
amiod.
- An amzer a dremen
Hag an amzer ne dremeno biken.
- Gant hir amzer
A-benn eus pep tra e teuer.
- Gant amzer en em gav taouledet
Avaloù ha pennoù kalet.
- Gant kolo hag amzer
E teu da eogiñ ar mesper.
- Gant pasianted hag amzer
E veura ar mesper.
- Gant pasianted ha hir amzer
E vez graet meur a dra.
sellout ouzh : pasianted
sellout ouzh : poan
- Meur a amzer (pe div, teir a.) en devez an
den
Ne vezont ket heñvel an eil ouzh eben.
- Pep tra a dremen gant an amzer.
- Tremen ( pe: dont) a ra an amzer
Hag ar vuhez a ziverr.
- An eil amzer a vev an all.
- An amzer a dro
An Ankou a sko
- Ruz pa guzh, melen (pe: gwenn) pa sav
Sur amzer vrav.
sellout ouzh : heol
sellout ouzh : glav
- Ruzder diouzh an noz
Amzer vrav antronoz.
- Doue en deus roet hag a roio
Amzer vrav da neb a c'hortozo.
- An eil amzer goude eben
An hini domm goude an hini yen.
- An Ankou ne vez tamallet mann ebet dezhañ.
- Etre Pempoull ha Lokemo
Emañ gwele an Ankou.
- An hini n'eo ket un aotrou en e vro
N'en deus nemet mont d'ur vro all hag e vo.
- Ouzhpenn an aour a lufr.
- Kaoz an arabadus
A zo hir ha padus.
sellout ouzh : gwirionez
- Arabat lakaat peñsel burell ouzh limestra.
- Arit a-dreuz, arit a-hed,
Temzit ervat hag ho po ed.
sellout ouzh : labour
- A-raok arat e ranker freuzañ.
- Arboellañ pa garer
'Benn antronoz e kaver.
sellout ouzh : elbediñ
- An hini en deus arc'hant hag a ro
En deus mignoned e pep bro
An hini en deus arc'hant ha ne ro ket
N'en deus mignon ebet.
- An arc'hant zo berr o lost.
- Trouz arc'hant ha c'hwezh vat
Ne reont na yalc'h na kofad.
sellout ouzh : c'hwezh
- Arc'hant douget n'int ket arc'hant
dispignet.
- An arc'hant danzeet fall a ya da fall.
- An arc'hant deuet a-berzh fall ne zeuont ket da
bennvat.
- Artizan
Aet e ard e tizan.
- An hini a zalc'ho an askorn
A yelo ar c'hi war lerc'h e zorn.
- Diaesoc'h eo kac'hat eskern eget debriñ kig.
- N'eo ket gant eskern
E taper al lern.
- Avaloù poazh,
Piv en do c'hoazh?
- A van da van
E ya merenn da goan.
- A van da van
E vez graet e vragoù da Yann.
sellout ouzh : tamm
- C'hwezhet an avel e-lec'h ma karo
Pa ra glav e c'hleb atav.
- Pa vez an avel a du e vez gwentat.
- Pa'z eus avel eo gwentañ zo d'ober.
- Avel diwar ar Faou
Morse ne lavar gaou.
- N'eus forzh pegen gwaskedet e vez an ti
Ec'h arru avel tro pe dro.
- An avel en he biz (pe: Leizh an tog avel
viz...)
A rofe glav e-pad ur miz.
- Pa vez an avel er gevred
E sav c'hoant c'hoari d'ar merc'hed
sellout ouzh : kozh
- N'eo ket a-walc'h ... staotat er piñsin
Ha mont er-maez da c'hoarzhin
- N'eo ket a-walc'h dañsal, ret eo paeañ ar
soner.
- N'eo ket a-walc'h se eo se
Na d'ar vuoc'h da zenañ al leue.
- Azen dre natur
Ha n'eo ket evit (pe : ne oar ket) lenn e
skritur.
- An hini a lavar e oar pep tra
A ziskouez eo an azenañ.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |