|  | 
 
 
 
 |  | 
| 
| Komzit !Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonekChoix d'expressions et proverbes
bretons |  |  
 
Ret eo rannañ fav gant unan bennakEvit e anaout ervat.
 
 
 
Goude ar rastell e teu ar forc'h.
 
 
Etre re ha re nebeut emañ ar muzul mat.
 
Ker gwazh re ha re nebeut.
 
 
Gwell eo reiñ eget aloubiñ (= kemer dre
nerzh).
 
Reiñ d'ar paour aluzon aliesNe ziverras biskoazh an danvez.
 
 
Roerig, kaverig.
 
 
Remm,Debriñ boued ha klemm.
 
 
 
Ouzh retN'eus ket a remed.
 
 
Ouzh red n'eus harz ebet.
 
Ret e vez neuiñPe veuziñ.
 
 
Añduriñ zo retMet karout n'eo ket.
 
 
Mervel zo retDimeziñ n'eo ket.
 
 
Ret-mat e vez d'an denKlask an tommder pa vez yen.
 
 
 
Rev war gresk ( = kresk-loar)Amzer gaer, amzer fresk
 Rev war ziskar
 Glav hep mar.
 
 
 
Rodig a dro a red ( pe a ra) bro.
 
En un tu bennak emañ atav ar rod o treiñ.
 
 
Ruzienn veure hag ali gwregGwech 'vezont mat gwech ne vezont ket.
 
 
 
Sach! (pe dalc'h!) ha me gigno!An hanter eus ar c'hroc'hen (pe an hanter-groc'hen) az
po.
 
 
A-sach hag a-vout (pe dre sach ha dre
vout...)E vez graet an traoù tout.
 
 
 
Ur sac'h goullo ne chom ket en e sav.
 
Ken fall (pe (ken laer) eo an hini a zalc'h ar
sac'hEvel an hini a lak e-barzh.
 
 sellout ouzh : manac'h
 
 
Salud d'an dudD'ar re vras ha d'ar re vunut.
 
 
 
Kenavo d'ar sant pa vez graet ar mirakl.
 
Ne servij ketPediñ ar sant pa ne glev ket.
 
 
Hemañ zo evel Sant TomazDiwezhañ den a gredas.
 
 
 
Diouzh an aezEo kas ar saout er-maez.
 
 
Roit d'ar saout boued fraezh (= yac'hus)Hag e savo dienn war al laezh.
 
 sellout ouzh : buoc'h
 
Ar saout a zebr lannA vez druz o amann.
 
 
 
SaozonEr-maez eus Iwerzhon!
 
 
 
An hini na sent ket a sant.
 
Ar vag ne sent ket ouzh ar sturOuzh ar garreg a ray sur.
 
 
 
Goude ar serrer e teu an diserrer.
 
 
Seul vui seul vuioc'h.
 
Seul vui, seul c'hoazh.
 
Seul vui e vez sec'hed, seul vui e vez evetSeul vui e vez evet seul vui e vez sec'hed.
 
 
Seul dostoc'h, seul dommoc'h,Ha seul nebeutoc'h a blas.
 
 
Seul goshoc'h seul sotoc'h.
 
Seul gent ez eer en hent ha seul gent e
tegouezher.
 sellout ouzh : glav
 
 
Pep den en deus ur siAn hini n'en deus ket daou en deus tri.
 
 
Ur si ne vez ket aezet da goll.
 
 
Dibaot siminal a vogedHep na ve tan en oaled.
 
 
 
Lec'h ma vez skavE vez dour-sav.
 
 
 
Ret eo skeiñ war an tomm pa vez ruz an
houarn.
 
Ret eo skeiñ war an houarn keit ha ma vez
tomm.
 
 
Gwelloc'h skiant eget arc'hant.
 
Hennezh en deus skiant prenañEus ar seurt a vez da werzhañ.
 
 
Gwellañ skiant, skiant prenet.Prenet diwar ma c'houst, ha n'eo ket diwar goust ar re
all!
 
 
 
Skouarn dehouGwall geloù
 Skouarn gle(iz)
 Keloù nevez.
 
 
Pa voud ar skouarn gleizMeuleudioù a-leizh
 Pa voud ar skouarn dehou
 Meuleudioù hebiou.
 
 
 
Skouer vatA zoug bepred had.
 
 
 
Ur skoulm graet gant an teod ne vez diliammet gant an
dent.
 
 
Skuishoc'h e vezer o tankeal (= monedone)Eget o kerzhet.
 
 
Kentoc'h e skuizh ar freilh eget al leur.
 
 
Ar soner war e varrikennA ra d'ar yaouankiz breskenn.
 
 
 
C'hwi a soñj deoc'hE oa ho mamm a oa tad deoc'h?
 
 
 
Neb zo sot yaouank-flammEvit koshaat ne fura tamm.
 
 
Pep hini a vez sot gant e damm loened.
 
An hini zo sot hag a oarA zisod pa gar
 
 
Te zo sot ha me zo finTe 'evo dour, me 'evo gwin.
 
 
Te zo sotPa n'anavezez ket krampouezh diouzh yod.
 
 
Kement-se zo evit lakaat ar sod da gomz hag ar fur da
devel.
 
 
Evit ober soubenn vatE vez ret lezel ar c'haol da poac'hat (=
poazhañ).
 
 
Soubenn an tri zra: dour, holen ha bara.pe: Soubenn an tri zraig: dour, holen ha baraig.
 
 
Soubenn al laezh pa vez re sallA lavar an dud zo ur meuz fall.
 
 
 
Hep stourm ne vezer ket trec'h.
 
 
Kement a strakNe dorr ket krak.
 
 
Ober strakal e skourjezigNe zastum ket kezeg spontik.
 
 
 
Da Sul ar C'hazimodoE vez torret ar c'hozh podoù.
 
 
Da Sul ar BeuzE teu an naer eus ar c'hleuz.
 
 
Deiz Sul ar BleunioùE tispak an naered eus ar c'hleuzioù.
 
 
 
Gwelloc'h bezañ sur evit bezañ war var.
 
 
An hini a sut diouzh an nozA vo sot pa vo kozh.
 
 sellout ouzh : c'hwitellat
 
Ne dalv ket ar boan sutalPa ne fell ket d'ar marc'h staotal.
 
 
 |  | 
| 
| Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |  |  
 |  |