 |
|
 |
Komzit !
210 Anv breizhek
Renket diouzh orin
|
|

Al lod vrasañ eus an anvioù-bihan
brezhonek a zo keltiek hag anavezet a-raok ar bloavezh 1000. Ar
re-se ne vezont ket troet er yezhoù all.
Al lodenn all, avat, a zeu eus ar
Bibl, al Latin, ar Gresianeg pe ar Germaneg kozh hag o deus o far e
yezhoù all Europa. E Gwirionez eo luzietoc'h c'hoazh rak anvioù zo
a zo tremenet dre meur a yezh a-raok bezañ brezhonekaet. Un nebeut
anezho a vez kavet en anvioù-lec'h (dister e-keñver a re
geltiek).
Anvioù lec'h
Ur bern anezho a zo deuet da
vezañ anvioù familh evel Herve, Tangi, Morvan, Konan, tra ma vez
kavet anvioù-bihan implijet evel anvioù familh hepken en amzer
a-vremañ : Brelivet, Kongar, Jaouen, ...
E-touez an anvioù kinniget amañ
ez eus ur bern a gaver en anvioù-lec'h o kregiñ gant Plou, Tre,
Lan, Lok, Gwi, Lez, Kastell, Sant, ... pe a-wechoù hep rakger ebet.
-
- Plou
- Ploermel, Plogoneg, Plouider, Plouyann, Plouzeniel, Plounerin,
Plestin, Plouilio;
-
- Tre
- Tregaranteg, Trezeniel, Triagad
-
- Lan
- Lambaol, Landivizio, Landelo, Lanvaodez;
-
- Lok
- Lokmazhe, Lokmaria, Lokwenole, Lokmikael, Lokmalo, Lok-Envel,
Lokemo, Lokireg;
-
- Gwi
- Gwiseni, Gwineventer;
-
- Ker
- Kerbernez, Keryann, Kerber, Kerherve, Kermorvan;
-
- Lez
- Lezneven;
-
- Kastell
- Kastell-Aodren, Kastell-Paol, Kastell-Briant;
-
- Sant
- Sant Jili, Sant Karadeg, Sant Brieg, Sant Malo, Sant Riwall ...
;
-
- Bourc'h
- Boulvriag;
-
- Krec'h
- Krec'h Elies;
-
- o unan
- Rieg, Brieg, Edern, Kast, Gwennou, Karanteg ...
En hol listenn ez eus ur
steredenn e-tal pep anv plac'h.
Bez e c'hellit reiñ sikour dimp
ma vank anv pe anv, pe e vefe ur fazi, mar plij.
|
 |
|
 |