Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Kervarker
· Pennbajenn
· A-zivout

Geriadurioù
· Krennlavarioù
· Anvioù
· Favereau online

Lennegezh
· Danevelloù aes
· Dec'h e vo
· An huñvre dihun
· Da vezañ embannet...

Korn ar vugale
· Diwan Gwengamp 2000

Kervarker

A-zivout al lec'hienn-mañ

Diwar-benn al lec'hienn-mañ

Embannet eo al lec'hienn-mañ gant SAV-HEOL

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Sav-heol. Diaezet eo e Roazhon hag he fal eo kelenn (kentelioù noz) ha sevel dafar pedagogel e brezhoneg hag evit ar brezhoneg. Ur skouer eus al labour-se eo Kervarker. Ezel eo Sav-heol eus Kuzul ar Brezhoneg hag an UPRACB hag enrollet eo e diaz totouroù Mercator-Education.
Savet eo bet kentelioù brezhoneg al lec'hienn-mañ diwar hentenn Mark Kerrain, kelenner brezhoneg e Skol-veur Breizh-Uhek ha prezidant Sav-heol.

Kas en-dro

Kaset eo al lec'hienn en-dro gant Romuald Texier, bet kelenner evit Sav-Heol hag evit lise Diwan.

Trugarekadennoù

C'hoant hon eus trugarekaat da gentañ tout Fabrice Le Leannec, en deus lojet Kervarker er penn-kentañ (mae 1995), pa oa danvez ijinour e Skol an Telekom (ENSTB). Heptañ ne vije bet netra.
Trugarez ivez da ENSTB he deus degemeret hol lec'hienn war lerc'h, a-raok ma teufe da vezañ kervarker.org.
Hag dreist-holl, trugarez da Ti Embann ar Skolioù evit o aotre da implij an enrolladurioù eus an divizioù bet graet ganto.
Trugarekaat a reomp evit o skoazell :
Ina Maiwald de Miniño
Kasourez ar rannoù alamanek ha spagnolek
Patrick LE POULTIER
Kervarker UK
Scott Oser
Kervarker USA
Caoimhín Ó Donnaíle
en deus kemeret perzh er rann saoznek
Insa G. Thierling
he doa kroget ar rann alamanek
David M. Scott
en deus troet lod eus ar c'hentelioù e saozneg
Diwan
trugarez d'an holl gelennerien ha liseidi o deus roet aotre dimp da embann o ijin
Trugarez d'an holl dud a ro o amzer d'ar meziantoù frank, evel Linux : a-drugarez d'o labour e vez savet ha kaset en-dro Kervarker.
Diwar-benn al lec'hienn-mañ
· Apropos