 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Biskoazh chañs vat n'eus bet
O karet ar merc'hed.
- A-viskoazh ez eus bet lavaret
N'eus chañs vat ebet o karet ar merc'hed.
- Hemañ zo chistr pemzek
Pevarzek o kerc'hat dour
Hag unan oc'h ober chistr.
- Pa wel an delioù a-raok ar bleuñv
An ever chistr en devez keuz.
- Gwelloc'h chom hep bezañ ganet
Eget chom hep bezañ desket.
- N'eo ket ur c'hement c'hoantaat (pe c'hoant) ha
kaout.
- Etre daou-ugent ha hanter-kant
Ar brasañ c'hoant.
- Mant ( = bent)
A degas c'hoant.
- Gant ar c'hoant dimeziñ e reer tro ar bed
Gant ar c'hoant kac'hat ne reer ket.
- C'hoant dimeziñ ha bevañ pell
En deus pep Yann ha pep Katell
- Goude ar c'hoari e teu an dic'hoari.
- Pep hini zo libr
Da c'hoari gant e filip.
- Pa c'hoarzh an den re
E ouel goude se.
- Goude c'hoarzhin e teu gouelañ
Goude c'hoari huanadañ.
- Ur c'hwenenn en un noz
A vez nav gwech mamm-gozh.
- Pa'z eus c'hwezh vat
Ez eus traoù mat.
- Gwelloc'h c'hwezh vat evit trouz arc'hant.
- An hini a sant ar c'hwezh
Eus e revr e kouezh
- C'hwezh an tin hag al lavand
Zo gant ar merc'hed yaouank
C'hwezh ar banal mogedet
Gant ar merc'hed dimezet.
- C'hwibu da Nedeleg, erc'h da Bask.
- Pa vez ar merc'hed o c'hwitellat
Ar Werc'hez a bleg he fenn dalc'hmat.
- Mar da an deñved da saout
Ez eus glav da gaout.
- Mar grit ho tañvad e viot touzet.
- Gra da zañvad hag e vi touzet.
sellout ouzh : menn
sellout ouzh : oan
- An danvez dastumet gant ar rastell
A yelo buan gant an avel.
- An hini a zebr stripoù
A zebr kaoc'h a-wechoù.
sellout ouzh : yar
- An neb a zebr an diaoul
A zle debriñ e gernioù.
- Debrit hag evit ha grit cher vat
Gwelloc'h eo kalon evit mad.
- An hini zo akuit da zebriñ a zo akuit da
labourat.
- Debron fri, c'hoant dimeziñ.
- O terc'hel stenn
E vez kaset an traoù da benn.
sellout ouzh : sachañ
- Gwelloc'h deskiñ mabig bihan (pe bugel)
Eget dastum (pe reiñ) madoù dezhañ.
sellout ouzh : amezeg
sellout ouzh : karantez
- An diaoul zo paotr mat pa vez graet e did
dezhañ.
- E-lec'h ma 'z a diaouloù kozh da gac'hat
Ar re yaouank a ya ivez.
- Burtuled
E-lec'h ma oa marvet an diaoul gant an anoued.
- An diavaez
Ne ra ket an dalvoudegezh.
- N'eo ket digarez
A vank da zidalvez.
- Gant dilhad tomm ha bevañs mat
Pep miz goañv zo dereat.
- Bezit dillooc'h eget al laouenn-dar
A oa bet seizh vloaz o treuziñ an hent-karr.
- Etre Plougastel hag ar Faou
Ez eus bremañ un hent dillaou ( = dillo).
- Disfiziout ouzh souchet
O soñjal e ve kousket.
sellout ouzh : fiziout
- An disleviñ-gen
A ya eus ur genou d'eben (e-lec'h egile).
- N'heller ket diskenn div wech hep krapat ur
wech.
- An hini diwezhañ, pa vezer o terchal, a dap ar vourlenn
diaesañ.
- Diwezhat eo prenañ keuneud
Pa vezer o c'hwezhañ war ar bizied.
- Kalz a dle a van da baeañ.
- Aezetoc'h eo paeañ dle eget dastum arc'hant.
- Dogan kontant pa oar,
A ya d'ar baradoz raktal
Dogan kontant pa ne oar ket,
A ya d'ar baradoz d'ar red.
- Skoed em dorn a dalv din-me
Muioc'h eget daou o vale.
- Daouarn tomm ha kalon yen
A ra goap ouzh meur a zen.
- An douar n'eo ket kozh ha sot.
(pe: Kozh eo an douar, sot n'eo ket)
- An douar zo re gozh evit ober goap anezhañ.
- Doue, p'en deus roet ar baradoz, n'hall ket ober
ken.
- Doue n'hall reiñ nemet e varadoz.
- Tri zra n'hall ket an Aotrou Doue ober:
Diveinañ Berrien (pe kompezañ Brazparzh)
Diradeniñ Plouie
Ha dic'hastañ Poullaouen
- -Ma Doue!
-Ha Doue ar re all ivez
Nemet doueoù-plouz a ve dit-te (pe a rafes
anezhe).
- -Ma Doue benniget!
-Pebezh torrad filiped!
Triwech vi am boa laket
Ha naontek filip am eus bet.
- -Ma Doue benniget
Leun e revr a doulloù preñved
- -Ma Doue, koulskoude!
-Nag a boan e-barzh ar vuhez!
-Ha c'hoazh mervel goude!
-Ha bezañ daonet c'hoazh marteze.
- An neb a zouj a gar.
- Den a galon zo doujet.
- En doujañs emañ ar garantez.
- Doujañs zo e-barzh ar garantez. id
- N'eo ket gant dour sklaer e vez graet moc'h
lart.
- N'eus nemet ur banne dour.
Etre naet ha loudour (= lous)
- Diwar an dour-red
Gwall ebet
Diwar an dour-skoilh
Gwall d'an holl.
- An dour red
Ne ra droug da zen ebet.
- Kenkoulz e lazh an dour hañvouezh an tan evel an dour
sklaer.
- Un draen-fuilh a zo en ti
Ma'z eus kegel o komandiñ.
- E-touez ar muiañ drein
Ar gaerañ rozenn.
- Pezh a ra d'an dridi bezañ treut:
Kalz emaint war nebeud.
- Neb a zrevez ar re gozh
Ne daio ket d'ar Baradoz.
sellout ouzh : goap
- N'eus droug ebet ne raje ket ur vad bennak.
- Diouzh an droug eo digoll.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |