 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- An tamm hag al lomm
A zalc'h an den en e blomm.
- Al lomm hep an tamm
A lak an den da gaout lamm.
- An tamm hep al lomm
A chom war ar galon evel plomm.
sellout ouzh : boued
- Tamm ha tamm
E oa graet e vragoù da Yann
(Tammig ha tammig ... da Yannig)
(Tammoù ha tammoù ... da Yannou)
sellout ouzh : a
van da van
- Da heul Yann e teu e damm.
A la suite de Yann vient sa nourriture.
- Tan ha dour ha bara sec'h
A vez kavet e pep lec'h.
- An tan a zegas levenez
Ha pa ve en eost e vefe.
- Pa vez an tan en askorn bras
An hini bihan a vez wazh.
- Foar an arigrap:
Neb a dap a dap
Neb a skrab a skrab.
- Ordinal e vez tapet an den diwar-bouez e
deod.
- Teod hir, dorn berr.
- Neb a zo lemm e deod
A dle bezañ kalet e skouarn.
- Teod ar c'hi zo medisin
Teod ar c'hazh zo ampoezon.
- Teod ar c'hi zo medisinour
Teod ar c'hazh zo treitour.
- Ar gwall deodoù zo gwashoc'h evit an Ankou
Ar gwall deodoù a lak lazhañ
Hag an Ankou ne ra ken met kas gantañ.
- A-raok komz grit nav zro
Gant ho teod en ho kenou!
- Term-term a ya da gozh.
sellout ouzh : klemm
- Term bemdez, ha bev da viken.
- Ret eo terriñ ar graoñenn
Evit kaout ar vouedenn.
- Un ti mat zo gwelloc'h evit kalz a barkoù.
- Gwelloc'h un ti bihan bouedek
Eget un ti bras hag avelek ( pe Eget ur park bras
avelek.
- Tiez savet gant krec'hin tud
A saver ken buan, ken divrud.
- An hini a deuk en ul lec'h en devez c'hoant da sevel eno
e di.
- Un dommadenn
A ya gant ur fourradenn.
- Kant bloavezh tommañ a ya gant ur gaouad
avel.
- Tomm an heol, glav a ra:
Poent eo mont da blac'heta.
- N'eo ket un devezh tomm a ra an hañv.
- Tost ne dap ket,
Berr ne skoulm ket.
- An tostañ d'an tan a domm da gentañ.
- Dister eo an dra ma ne dalv ket goulenn
anezhañ.
- Etre an tre hag al lanv
E c'hall pep hini skrivañ e anv.
- E-lec'h ma'z eus tremen
Ez eus hent pe wenodenn
- Tremen pa vez, ha tremen pa ne vez ket
A zo tremen bepred.
- Tremen pa vez
Ha tremen pa ne vez
Ha tremen ordinal zo re.
sellout ouzh : amzer
sellout ouzh : yun
- Pa vez tremenet an eur n'eus eur ebet ken.
- E-lec'h ma vez tri
E vez toull an ti.
- Tristañ daou dra zo er bed:
Koll ar gweled hag ar c'herzhed.
- Pa lez an den lakaat un troad war e c'houzoug e vez laket
daou.
- An trubuilh ne varv den ebet gantañ
- Truez zo marv, karantez zo interet.
- Truez hep sikour a ra nebeud a vad.
- Truez na ziverr mann.
- Laret e vez trugarez d'ar c'hi
Ha bennozh Doue da vestr an ti.
- Forzh tud, fall sikour.
- Unan, daou, tri:
Chao pa gari! (e penn kentañ ur redadeg)
- Urcher hag archer, den n'o c'har war an
douar.
- Eus vi torret da alumenn
Ne zigloro labous biken.
- Yac'h ha dibistik
Ha c'hoant c'hoari un tammig.
- Yannig 'falla bemdez
Falloc'h arc'hoazh evit hirie.
- Pep Yann a anavez (pe zo boaz ouzh) e
Gatell.
- Ar yaou
An deiz diwezhañ nemet daou.
- An dud yaouank a gav gante
E kouezh an aour eus beg ar gwez.
- Keit ha ma vezer yaouank eo goro ar c'havr
Ha pa vezer kozh evañ al laezh.
- Dre o beg e tev (dozv) ar yer..
- Ar yer a zebr aour hag a gac'h arc'hant.
- Diouzh ar yar gozh e vez gwerzhet ar polizi.
- Ur yar pa he devez dozvet a zo ret dezhi
kanañ.
- Dibaot ar yar na goll he vi
O kanañ re goude dozviñ.
- Anez ar yec'hed n'eus netra.
- Pemp munud (pe un eurvezh) yec'hed
A ra vad d'un den klañv.
- Yec'hed deomp holl
Hemañ zo vont da goll.
- Yec'hed deomp tout
Hemañ zo 'vont en e roud.
- An hik
Yec'hed da vihanik
Ha da gozhik (pe da vrazik) marv-mik.
- Yenañ tra zo en ti:
Pennoù daoulin an ozhac'h ha fri ar c'hi.
(pe ... revr ar c'hazh ha fri ar c'hi )
- Pep hini yezh e vro.
- Pa verv ar yod e toull ar vazh
E lar ar merc'hed e vez poazh.
sellout ouzh : louf
- Pa vez re domm ar yod
E skaot.
- Yun pa vez, ha yun pa ne vez ket
A zo yun bepred.
sellout ouzh : tremen
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |