 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Paol gozh o klask eeunañ he gar d'e vamm
En deus he zorret e daou damm.
- An hini aelbed e sec'hed
A elbed e yec'hed.
- N'eus ket a enebourien vihan.
- Pa vez erc'h war an douar
Ne vez na tomm na klouar.
- Gant an esperañs e vev an den
Gant an dizesper ne ra den.
- An tostañ kar en deus mab den
Eo an estren yen.
- Gant ar pezh a vez e vez graet an eured.
- Etre dimezenn hag eured
Daeroù hir a vez skuilhet.
- Etre an dimeziñ hag an eured
E vez an diaoul o redek.
- An hini a grañch e fae
A grañch war e sae.
- Fallañ ibil zo er c'harr a wigour da gentañ.
- War-draoñ e ya pep fall
Ha war-grec'h an neb a c'hall.
sellout ouzh : sac'h
- Neb a fell dezhañ ober fall
A gav un digarez pe un all.
- Er sakristiri
Fals sinaturioù hep pec'hiñ.
- Eost 'uz falz, falz 'uz eost.
- Maen 'uz falz, falz 'uz maen.
- Fars forn
A vez debret gant an dorn
- O vont d'ar fest c'hwi a gano
O tont en-dro c'hwi a ouelo.
- E-keñver ar fichañ
Ar gwerzhañ.
- Re fichañ marc'hadourezh
A ziskouez n'eo ket hewerzh.
sellout ouzh : marc'hadourezh
- Bezañ fier ne goust netra:
Bragal a ra.
- Tri dra zo techet da wall fin
An heol a sav re vintin
Ar plac'h a oar al latin
Ar wreg a gav re vat ar gwin.
sellout ouzh : karout
- Na fiziet ket er souchet
O krediñ e vez kousket.
sellout ouzh : disfiziout
- Na fiziit ket gant den
Ha ne vefet tizhet gant den.
- Flatoul
Stag ur planken ouzh e doull
- An hini a ya fonnus a ya pell
An hini a ya difonn a ya gwell.
- Gwelloc'h ur fri bras evit daou vihan.
- Friko da Sul, friko da lun
Ha bara sec'h e-pad ar sizhun.
- Plac'h fur, fur ne vez pell
O hentiñ gwaz na ne vez gwell.
- Bez fur pa n'out ket koant
Diskouez ez peus skiant.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |