 |
|
 |
Komzit !
Un dibab lavaroù ha krennlavaroù brezhonek
Choix d'expressions et proverbes
bretons
|
|

- Gad diwar c'had
Biken ne rat.
- Gwell eo ur c'had tapet evit div o redek.
- Ar c'had zo da neb he fak.
- N'eo ket gant an taboulin e vez paket ar
c'had.
- N'haller ket bezañ ha bezañ bet.
- Bez e c'heller bezañ ha bezañ bet
Met padout atav n'heller ket.
- N'haller ket bezañ war un dro er forn hag er
vilin.
- Ur gaou livet mat zo hañval ouzh ar
wirionez.
sellout ouzh : heñvel
- Evel ur c'harlantez a bompad
War un alar oc'h arat.
- E-lec'h ma vez staget ar c'havr e rank peuriñ (... ha
peuriñ pe euzhiñ)
- Na pa vez triwec'h gavr en ur vandenn
Ar bouc'h eo ar c'habiten.
- D'ar beure eo goro ar c'havr
Evit ober soubenn d'an noz.
- Evel ma'z omp ez omp, da lavaras gavr ar
Bonieg.
sellout ouzh : menn
- Gwelloc'h ur ger tavet
Eget daou lavaret.
- Ar glaouer er c'hoadoù
Evel ar bleiz a yud atav.
- Glav da Sul, glav da Lun,
Ha glav e-pad ar sizhun.
- Glav da greisteiz
Ha glav e-pad an deiz.
- Seul greñvoc'h e vez ar glav
Seul gentoc'h a se e tav.
- Melen pa guzh
Ruz pa sav
Sur da vezañ glav.
- Glizh! Glizh!
E tavo pa vo skuizh!
- Gwelloc'h eo gloazañ daou eget lazhañ unan.
- Neb a ra goap
Ouzh e revr e stag.
- Ar bugel a ra goap ouzh ar re gozh
Ne daio ket d'ar baradoz
- Gortoz pell
Gortoz gwell.
- Gortoz hir, gortoz mat
Pa zeu an taol da vat.
- Da c'hortoz ar geot da sevel e varv kalz a saout gant an
naon.
- Gortozit an noz evit lavarout eo bet kaer an
deiz.
- Deiz Gouel Yann
A rann an deiz (pe ar bloaz) e daou damm.
- D'ar ouenn e tenn.
- Ar ouenn a denn:
Diwar gi ne vez ket kazh
Diwar logod ne vez ket razh.
sellout ouzh : ki
- Goulou zo gwelloc'h evit daoulagad.
- Ret eo gouzañv da gaout skiant
Ha labourat da gaout arc'hant.
- An neb na oar ket a gavo da zeskiñ.
- Ne oar na bu na ba
Na sou na dic'ha
Ne oar nemet evañ laezh
Ha dibriñ yod d'hel lakaat er-maez.
- Pa 'z eo erruet ar gwall
Eo gwell bezañ born eget bezañ dall.
- Gwareg-ar-glav diouzh ar beure
Ken brav amzer kent ha goude.
sellout ouzh : kanevedenn
- Gwelloc'h ur gwaz garv
Evit ur gwaz marv.
- Gwaz mezvier ha gwreg a c'hoari
A skarzh prest an arc'hant eus an ti.
- Ur wech da welet
N'eo ket pec'hed.
- Ur wech ar miz
Kement ha derc'hel ar c'hiz.
- Gwechall diouzh gwechall, hag hiziv diouzh
hiziv.
- Evel se e oa gwechall:
An hini n'en doa ket daoulagad a oa dall.
Evel se emañ bepred:
An hini zo dall ne wel ket.
- Mar plegez da vezañ gwelien e vi lonket gant ar
moc'h.
- Ar c'hentañ ar gwellañ.
- Gwell eo kenderc'hel eget difelc'hel.
sellout ouzh : karantez
sellout ouzh : mezv
- Gwelloc'h distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall
veaj.
- Gwelloc'h eo plegañ evit terriñ.
- Gwelomp, eme an dall
Pa'n devoa kollet e vazh ha kavet un all.
- Devezh Gwener, devezh peñver.
- A wenneien, a wenneien
E vez graet skoejeien (= skoedoù).
- N'hall ket ar wezenn kaout bleuñv hag
avaloù.
- Neb a gar re ar gwin
A ev dour a-benn ar fin
- Muioc'h a dud a lazh ar gwin
Eget na bare ar medisin
- Neb zo re vignon d'ar gwin mat
Zo enebour da vab e dad.
- Ar wirionez zo kazus (pe: kasaus)
An hini he lavar zo arabadus.
- Etre bourd (pe c'hoari) ha fars
E vez lavaret ar wirionez da galz.
- Arabat eo krediñ kement tra a glever
Dibaot ar wirionez ha stank ar gevier.
- An hini a wisk e sulieg d'ar pemdez
Birviken met paour ne vez.
- Teir sizhun, tri deiz, ha tri miz
E vez he ferc'hell gant ar wiz.
- Tri miz krenn
E vez ar moc'h bihan gant ar wiz wenn.
- Gwrac'h klemmus
Gwrac'h padus.
- Ken alies gwrac'h, ken alies a geusteur.
- An deiz kentañ a viz Ebrel
E vez tapet ar wrac'h er c'hevell.
- Neb a lazh e wreg a ra un dra:
Erbediñ he bara a ra.
- Ar wreg, an arc'hant hag ar gwin
O deus o mad hag o binim.
- Dibaot hent kaer na vez meinek
Ha gwenodenn na vez dreinek.
- Heñvel war wir a sav ken aes
Ha ma ra dienn war al laezh.
- Pa zeuy an heol da darzhañ
E ray d'ar glav karzhañ.
- Bezet hir pe bezet berr
E-barzh ar c'hreiz emañ an hanter.
- Hirañ amzer, aesañ labour.
- Bloavezhioù houl, bloavezhioù pesked.
- Gwelloc'h ijin eget nerzh
Zo bet klevet eus meur a berzh.
|
 |
Un dibab
lavaroù ha krennlavaroù brezhonek |
|
|
 |