 |
|
 |
Danevell 10 (live Lennegezh lise)
Ar bus
e brezhoneg aes
|
|

Un den a zo erruet el loch da
c'hortoz ar bus. Drailhet eo bet gwerenn al loch, an tammoù strewet
e pep lec'h war an terdu, dindan an azezenn ha tro-war-dro ivez.
Brav eo an amzer, an heol o parañ war al loch, hag o tommañ kalon
an den. Da greiz-kêr en deus c'hoant mont, d'ober prenadennoù pe
gefridioù. Ur bern tud disheñvel a zo, lod o tremen dirak al loch,
lod all o c'hortoz an hevelep bus hag eñ. An harz-mañ a zo
Baradozig e anv, ha betek plasenn ar
Frankiz e fell dezhañ mont.
Aaaa, degouezhet eo ar bus a-benn
ar fin. Chomet eo a-sav, an nor dres dirazañ. Pouezet en deus gant
e viz war ar bouton, evit digeriñ an dorioù, hag aet e-barzh.
Pignet eo, serret an dorioù war e lerc'h, ha goulennet en deus
kaout un tiked digant ar blenier. Hag ar blenier d'e dro da
c'houlenn c'hwec'h lur digantañ. Ha setu-eñ o kemer e zoug-moneiz
hag o furchal e-barzh da glask an daou skoed-se. Hag a-benn ar fin,
e teu a-benn da gavout ur pezh pemp lur hag ur pezh ul lur, setu e
ro an daou bezh d'ar blenier hag hemañ da ginnig dezhañ an tiked.
An tiked, un tamm kartoñs bihan gwenn, hirgarrezennek, ha skrivet
warnañ, gant lizherennoù melen ha bras BIBUS. Ret dezhañ bremañ kompostiñ e diked, lakaat
anezhañ da vont er faout, hag e dennañ kuit pa glevfe un trouz
sec'h. Graet an traoù, ha renket gantañ e diked diouzhtu en e
chakod, hag aet da glask ur plas dieub.
Gwelet a ra diouzhtu ur plas
e-kichen ur vaouez tev. Goulenn a ra diganti hag azezañ a c'hell en
he c'hichen, hag ar vaouez da respont dezhañ :
« evel-just ! », en ur vousc'hoarzhin laouen. Ha setu-eñ o vont
sioul en e goazez.
Ur bern tud disheñvel a zo tro-dro
dezhañ er bus. En tu all d'an trepas, ur plac'h yaouank, o selaou
sonerezh gant ur walkman, o sellout en
diavaez. Ur plac'h vrav ha koant eo, blev melen-aour o tiskenn
a-dreñv he divskouarn betek he divskoaz, ur guchennad vlev war he
zal hag ur fri bihan brav, e-kreiz he fas. Met siwazh, deuet eo ar
poent dezhi da ziskenn; savet eo, goulennet he deus diskenn hag hi
da vont diwar-wel. Met n'en deus ket kollet e amzer. Diouzhtu en
deus kavet un den da sellet outañ, un den lart a-walc'h, azezet un
tammig pelloc'h dirak, o tebriñ boued eus ti McDonald's. Un den gwisket simpl eo hennezh, e-giz
an holl, tammoù boued kouezhet diouzh e veg war e stammenn. Debriñ
a ra e-giz ur pemoc'h lous. Sellet a ra outañ o tebriñ gant
plijadur. Ha pa sav eñ ivez da ziskenn, e chom ur sac'had boued all
war e lerc'h, disoñjet gantañ war an azezenn. Hep chom da dortal ez
a da gemer ar sac'had, traoù mat ennañ.
Setu bremañ ur vaouez kozh o klask
pignat er bus, he sac'h leun a gefridioù. Ha p'en deus gwelet he
doa poan o pignat eo aet d'he sikour. Hag ar vaouez d'e
drugarekaat. Ha setu ma krogont gant ur gaozeadenn hir, diwar-benn
a bep seurt traoù. Ken prederiet eo gant ar pezh a lavaront, ma ne
verz ket eo pignet ar c'hontroller tikidi. Spontet eo a-greiz-holl,
o santout dorn unan bennak war e skoaz, met n'eo nemet ar
c'hontroller o c'houlenn gwelet e diked. Setu e kinnig e diked
dezhañ, a zo roet dezhañ en-dro kerkent. D'ar vaouez kozh eo
bremañ, met ne ro ket he ziked, disoñjet m'he deus kompostiñ
anezhañ en ur zont e-barzh. Hag ar c'hontroller o c'houlenn hag un
tiked a zo ganti da nebeutañ. Hag ar vaouez ha reiñ he ziked d'ar
c'hontroller, hag ar c'hontroller da reiñ un dell-gastiz a dri
c'hant lur da baeañ d'an embregerezh BIBUS.
A-greiz-holl e teu soñj d'an den eo
ret dezhañ diskenn e plasenn ar Frankiz, setu e sav e fri, da welet e pelec'h emañ
erru. Ha merzout a ra emañ pell-tre diouzh kreiz-kêr. Gwelet a ra
war ur banell eo degouezhet e penn all eus kêr, met n'anavez ket al
lec'h, setu 'n em gav kollet, pell diouzh e di. Diskenn a ra en
harz goude, a zo anvet Bedkollet. E-pad
pell e klask kavout an hent da zistreiñ da greiz-kêr pe d'ar gêr.
Met n'en kav ket...
|
 |
|
 |