Danevell 16 (live Lennegezh lise)
War roudoù ar merien
e brezhoneg aes
|
|

Frak ! Ur verienenn nebeutoc'h war
an douar !
Perak 'oa lazhet gantañ ? Sur
a-walc'h peogwir e oa jalous diouti, hi hag a c'helle mont da bep
lec'h. D'ar mare-se e santas Erle e oa poent ober un dra bennak
evit e spered, pe neuze e trofe da sot dizale. Abaoe ur bloaz ha
seizh miz dija e oa dalc'het el logell-se abalamour d'e vicher
kazetenner pe gentoc'h, abalamour d'e c'hoant stourm a-hed an amzer
evit difenn gwirioù Mab-Den. Gwir eo, pennadoù tagus a-enep ar Stad
en doa embannet en e gazetenn Frankiz !
hag a veze lennet gant an tri c'hard eus ar boblañs. Met ne ouie
ket e vefe kriz a-walc'h ar Stad evit kas tud d'o skrapañ, eñ hag e
geneiled. M'en dije gouezet, a-raok sevel ar gazetenn, e
c'houzañvjent kement a draoù spontus... en dije skrivet pennadoù
ken flemmus memestra, a soñjas Erle goude ur prantadig a breder. Ar
spontusañ evit kazetennerien evelto e oa ne c'hellent skivañ nemet
traoù didalvez peogwir e veze lennet o holl lizhiri gant an
diwallerien. Postet e vezent goude e broioù all.
Frak ! Ur verienenn all flastret
!
Dre ma oa ar skinwel e kambr an
diwallerien, stok ouzh o hini, en doa gouezet Erle e kendalc'he
enklaskoù Amnesty International evit o adkavout. Met en tu fall
edont o klask, siwazh : war-zu Rusia, Lituania... Ma ouijent e oant
dalc'het un tregont kilometrad ken diouzh burevioù ar gazetenn ! Ha
marteze ne vefent biken dieubet ! Asambles gantañ e oa dalc'het
daou gazetenner all : Pedro, ul livour ampart o tont eus Brazil, ha
Sundara o tont eus Vietnam. O zri e oant bet heuget gant doareoù
gouarnamant ar vro 'oant bet kaset betek enni da labourat war ar
petrol. Neuze o doa dibabet dileskel o labour orin evit sevel ur
gazetenn a rankfe lakaat ar bobl da stourm evit ma vefe doujet
outi.
A-greiz-holl e klevas Erle pazioù
un den kamm hag e soñjas
« Ac'hanta ! Setu ar penn-bras ! Piv oar, marteze e vimp dieubet
'benn nebeut ! » En ur begañ e skouarn ouzh an nor e teuas a-benn
da gompren an urzhioù roet d'an diwaller hag e tigoras bras e
zaoulagad gant ar spouron : adalek digwener n'o devo ket ar gwir da
skrivañ lizhiri ken !
Buan e tremenas an daou zevezh
war-lerc'h, hep da Erle bezañ bet kavet un doare da gas un S.O.S..
Met d'ar Yaou vintin e tiwanas ur mennozh en e spered pa welas
Pedro o flastrañ ur verienenn o pignat war e gof-gar. Ha ma rafe
gant ar merien, a veze kavet e-leizh anezho en o lochenn hag er
jardin bihan kloz (e-lec'h ma c'hellent mont da vale div wech an
deiz), evit kaout frankiz ? A-raok bezañ tapet en doa lennet en ur
gazetenn e oa troet-kenañ ar merien gant sun-gad un nebeud
plantennoù evel an hibiscus... Met buan a-walc'h e komprenas Erle e
oa dibosubl dre ma ne oa nemet bokedoù-laezh er porzhig. Ha
kouskoude, 'vel desachet e-unan gant ar plant-se bremañ, ez eas da
gutuliañ un nebeud bleunioù hag e tresas ur gammdroienn dirazañ o
voustrañ anezho war al leur. Un nebeud munutennoù war-lerc'h, e
lammas gant ar joa o welet ur seurt naer hir graet gant kantadoù a
verien o tresañ tamm-ha-tamm e gammdroienn.
Diouzhtu e redas davet e vignoned
da zisplegañ dezho e gavadenn. Met buan e tilaouenas pa c'houlennas
Pedro gantañ penaos e teufe a-benn da skrivañ ur c'hannadur
komprenus war ur follenn nemetken. Ar wech-mañ eo gant Sundara e
teuas un diskoulm : ha ma vefe livet gant Pedro un daolenn bennak
da stagañ ouzh ledander ur voger a-bezh ! Pedro, dic'hoanaget da
vat abaoe un tri miz bennak, a vougas o youl o kavout kudennoù all
e-leizh. Da biv e vefe kaset an daolenn ? Daoust ha ne vefe ket
distrujet an daolenn ? Daoust hag asantiñ a rafe an diwallerien e
vefe kaset un daolenn ? Holl asambles e kavjont diskoulmoù. Dibabet
e voe ganto kas an daolenn da Valo Lagaddu, ur mignon dezho,
enklasker polis, war-zigarez ober plijadur dezhañ evit e
zeiz-ha-bloaz. Pedro a ginnigas livañ an daolenn war follennoù
paper boas met staget holl penn-ouzh-penn evit gellout he flegañ.
Mod all ne vije ket tu d'e gas dre ar post. Gervel a rejont un
diwaller da c'houlenn gantañ ha tu 'oa dezho kas ul lizher hag ur
prof d'ur mignon evit e zeiz-ha-bloaz. Hemañ a asantas goude bezañ
bet goulennet petra 'vefe ar prof.
Neuze e kinnigas Sundara kas ur
c'hantad merien gant an daolenn evit ma komprenfe Malo ne oa ket ur
prof boutin. Hag ouzhpenn-se e veze kavet kalz muioc'h a verien
amañ eget e ti Valo sur a-walc'h ! Ne oant ket sur e komprenfe met
forzh penaos e oa ret klask lakaat ar mennozh-se e pleustr peogwir
ne oa diskoulm gwelloc'h ebet.
Ur wech kavet an diskoulmoù, e
krogas Pedro da livañ an daolenn. Ar pal ne oa ket ober un dra
vrav, met kentoc'h un daolenn ledan-kenañ. Arabat eo e vefe
elfennoù warni a c'hellfe lakaat an diwallerien da nac'hañ kas al
livadenn-se.
E-keit-se e prederias Erle ha
Sundara diwar-benn ar c'heloù a vefe skrivet. Da gutuliañ bleunioù
bokedoù-laezh ha da zastum ar merien ez ejont goude-se. Ne voe ket
re ziaes rak ur wech moustret ur vleunienn war al leur, e teuas
kantadoù a verien d'an daoulamm (ma 'z
eus tu implij an dro-lavar-se evit merien !)
Da c'hortoz an daolenn da vezañ
sec'h, e prederjont o zri war un tem na oant ket boaz da brederiañ
warnañ : petra a vez debret gant ar merien ? Pebezh goulenn 'vat !
Daou c'hant merienenn 'barzh ur voestig plastik a rank debriñ kalz
memestra ! Klask a rejont neuze reiñ a bep seurt traoù dezho kent
merzout e kavent mat an delioù sec'h hag amprevaned marv
dreist-holl. Ha setu an tri mignon war bennoù o daoulin o klask
delioù sec'h, kelien marv, buzhug... Ur wech echu ar c'hlask
displijus-se e frikas Erle ar bokedoù-laezh war an daolenn da
skrivañ ar c'helou. Ar pakad, ennañ ar merien (hag o boued), an
daolenn hag al lizher, a voe serret ha roet d'an diwaller.
Azezañ a reas en-dro an tri
c'hañfard enkrezet war al leur. Frak ! Ur verienenn flastret war
droad Erle c'hoazh ! Ha koulskoude e soñjas e tlefe kaout muioc'h a
zoujañs evit breudeur ha c'hoarezed, ar re a oa da saveteiñ anezhañ
marteze. Frak ! Unan all nebeutoc'h en desped d'e soñjoù brav !
* * *
O tistreiñ d'ar gêr e lakas Malo e
chaosonoù, hag e kemeras al lizhiri erruet diouzh ar beure, ha bet
lakaet war daol ar gegin gant e wreg. Tri lizher hag ur pakad tev
'oa en em gavet evitañ. Kurius an tamm anezhañ, e tigoras Malo ar
pakad da gentañ. D'ar mare-se e teuas war e du e vabig daou vloaz,
Gwenole, da ziskouez e volotenn nevez.
Goude bezañ bet poket dezhañ, e
sachas ur bern follennoù hag ur voestig, loened enni, e-maez ar
pakad o tont eus Suafrika.
« Boulc'hurun ! Petra an diaoul eo ar farsadenn-se ? » a huchas hon
enklasker polis fuloret. Displegañ a reas ar folennoù a oa staget
holl da heul, o sevel ur vandenn hir. Sioulaat a reas un tamm mat
pa welas pegen kaer e oa al livadenn a oa bet kaset dezhañ. Met
souezhet-mik voe koulskoude pa lennas al lizher a oa er pakad ivez,
ken e rankas azezañ. Adlenn a reas meur a wech ar gerig hep kompren
:
D'ar 15/11/95
Deiz-ha-bloaz laouen dit Malo !!!
A galon,
Erle, Sundara ha Pedro.
P.S. : Spi hon eus n'ec'h eus ket c'hoazh ar ouenn merien-se en
da zastumadeg.
Prederiañ a reas 'pad un nebeud
munutennoù kent lavarout outañ e-unan, met a vouezh uhel :
« Pevar zra ne gomprenan ket el lizher-mañ : 1° : n'eo ket va
deiz-ha-bloaz tamm ebet hag henn gouzout a reont mat, pe neuze ez
int troet da sot; 2° : dalc'het eo ma mignoned prizonidi en ur vro
dianav d'an holl hag e skrivont din traoù didalvez penn-da-benn; 3°
: biskoazh n'em eus graet un dastumadeg merien ! 4° : brav eo an
daolenn met perak ez eo ken hir ? »
Kavout a reas daou ziskoulm :
« pe ez eus un dra kuzhet e-barzh ar prof-se hag o deus spi e
kavfen anezhañ, pe ez eo ur mell farsadenn. »
Bountañ a reas an daol hag ar
c'hadorioù. Ledañ a reas neuze an daolenn war al leur a-dreuz ar
gegin ha mont war e barlochoù da sellet pizh ouzh e brof
souezhus.
Chom a reas e selloù buket ouzh an
daolenn ha ne daolas ket pled ouzh Gwenole pa zeuas hemañ en-dro er
gegin da c'hoari gant e dad. Met pa glevas traoù o kouezhañ war al
leur e savas e zaoulagad gell-gwer memestra hag e welas ur bern
paperoù, kazetennoù, kasedigoù, kreionoù... strewet war garrezioù
gwer ha roz ar gegin. Gwenole en doa sachet war doal an daol da
bakout e verc'hodenn divjod ruz hag e oa kouezhet pep tra. Sevel a
reas neuze Malo da gas e vab gant e vamm-gozh er saloñs. Pa
zistroas e stouas da zastum an holl draoù. Dindan kazetenn ar
Meurzh e kavas ur c'hreion ruz, un oto bihan hag... ur voestig
plastik glas hanter zigor. Diouzhtu e soñjas e prof digomprenus e
vignoned hag e savas da welet ha ne oa ket merien e pep lec'h er
gegin. E selloù a baras da gentañ war ar banerad-frouezh, goude-se
war ar boubelenn ha neuze war al leur. Aze e welas e livadur war ar
c'harrezioù yen hag e komprenas keloù ar prof : treset e oa bet
gant ur chadennad merien o redek war an daolenn. Diouzhtu e
pellgomzas Malo da Amnesty International ha... frak ! Ur verienenn
nebeutoc'h evit e raktres dastumadeg merien !
|