 |
|
 |
Danevell 31 (live Lennegezh lise)
Anken
e brezhoneg aes
|
|

Ul Lun vintin, ul lunvezh amzer
vrav, unan eus lunvezhioù kentañ ar bloaz, ul lunvezh dreist evit
un distro-skol dreist, ul lunvezh ma oa an holl eürus, ul lunvezh
hep labour, ul lunvezh na oa ket tu soñjal kaout gwelloc'h evit
kregiñ ar sizhun, ul lunvezh re vat evit ma ne vije c'hoarvezet
netra. Setu deuet ar gentel brezhoneg, dres a-raok deomp debriñ hol
lein. Ar c'helenner a erruas en hor sal klas, ur sal ken bihan ken
ne c'helle den tremen etre hon taolioù. Lezel a reas e sac'h-kein
da gouezhañ war an daol, ur sac'h-kein re bounner evit penn-kentañ
ar bloavezh. Adalek ar mare-se hon eus komprenet e vefe un dra
bennak d'ober, petra ? Kemer a reas un toullad follennoù en e
sac'h-kein glas ha ruz, reiñ a reas ar follennoù deomp, skrivet
bras warno :
« Penaos sevel un danevell ?, poent kentañ : petra eo an danevelloù
? »
N'hon doa merzet netra c'hoazh, ne
ouezemp ket petra en doa c'hoant d'ober gant an dra-se. Ken diroll
e oa an holl, ken eürus, ken jourdoul an deiz-se ken ne oa netra
evit degas un termen d'al levenez-se. Ur goumoulenn c'hris a
dremenas en oabl; talvezout a rae un dra bennak sur a-walc'h, met
petra ??? A-daol-trumm e tihunas ac'hanon e-maez ma huñvreoù
vakañsoù gant ur vouezh kreñv, ur vouezh ken kreñv m'eo bet klevet
gant an holl glasoù e-kichen, ur vouezh o kemenn deomp :
« Setu bremañ, ma bugale, m'emaoc'h en eilvet klas, n'emaoc'h mui
er skolaj, bremañ e vo labourioù bras d'ober, a-benn c'hwec'h
sizhun ! ». Sioulaat a reas ar c'hlas : ne oa mui a c'hoarzh, aet
da get en un taol. Merzet hon doa, e oa echu ar vakañsoù, echu al
laouenidigezh hep labour, setu kroget ar skol evit gwir evidomp,
deuet ar poent da gregiñ gant labourioù start hag hir betek fin ar
bloaz. Talvezout a ra labourioù hir, kalz amzer d'o c'has da-benn :
c'hwec'h sizhunvezh a oa bet roet deomp, c'hwec'h sizhunvezh a
zistruj. Amzer 'vo : c'hwec'h sizhunvezh a zo hir, amzer zo... a
lavaren ouzhin va-unan hep gouzout petra a c'hoarvezfe ganin...
AAA, ya !!!
Disoñjet istor an danevell, rak
gant al labour hon eus bet war-lerc'h ar souezhadenn-se ne oa mui
amzer da soñjal en danevell. O soñjal 'm boa amzer a-walc'h a-benn
ar sizhunvezhioù war-lerc'h da sevel an danevell, em boa kemeret ur
sizhunvezh sioul a-walc'h, ur sizhunvezh ma voe roet muioc'h-mui a
labourioù bras, ha teuliadoù hir a-benn sizhunvezhioù pe ar sizhun
war-lerc'h ken. Met c'hoant 'm boa da gaout ur sizhunvezh diwezhañ
a ziskuizh, a laouenidigezh, gant va mignoned a-raok labourat evel
ul logodenn pennfollet.
Erru an eil sizhunvezh, ha mennozh
ebet. Pa lavarin mat : mennozhioù a zeue din met disoñjet e vezent
kerkent. Un dra all hon doa da soñjal ennañ er sizhunvezh-se, ul
labour bras oa bet roet deomp d'ober war Skiantoù an Natur, un
teuliad da sevel; netra da welet gant un danvez lennegel 'ta. Setu
me chomet bout el levraoueg a-hed ar Merc'her da labourat war an
teuliad skiantoù. Deuet an dibenn-sizhun, ar poent dereat, a-benn
neuze evit kaout ur soñj war un istor bennak evit an danevell, met
bastegn ! Mennozh ebet; peder sizhunvezh a chome ganin, peder
sizhunvezh hir pe verr ???
Kregiñ a reas an trede sizhunvezh
gant ul lunvezh ken brav hag an hini hon doa bet pa oa bet roet an
danevell d'ober. Setu ar c'helenner o c'houlenn ganimp, fier hag
eürus e selloù gant ar soñj da vezañ roet deomp un danevell d'ober
:
« Ha neuze, kavet ho peus ur soñj evit hoc'h istor ? » An holl er
sal :
« ya, tamm pe damm ». Evidon-me 'vat, mennozh ebet, soñj ebet, met
petra 'rin ? Diwar-benn petra e skrivin ? Ret din kaout un istor en
dibenn sizhun-mañ. Evel just, bep sizhun e vez roet un teuliad din
d'ober, met n'eo ket Doue posubl !!! Kement-se !!! Setu ne c'hellin
klask tra ebet evit an danevell er sizhun-mañ, dre fazi un teuliad
e galleg diwar-benn ar Grennamzer, un teuliad ken bras ha ken hir
ken na vo ret din labourat noz ha deiz en dibenn sizhun-mañ.
Setu boulc'het ar pevare sizhunvezh
: an hanter eus ar c'hlas 'zo aet kuit da Gernev-Veur da zañsal :
pebezh taol chañs. N'eus ket ezhomm labourat er sizhun-mañ zoken,
ha ni ne raimp ket re kennebeut. Setu, kavet hon eus un den
speredek el lise : ar c'helenner brezhoneg; daou brantad da gregiñ
gant an danevell, da lavaret eo un eurvezh hanter evit hec'h ober.
Dreist ! Un tamm mennozh bennak 'zo deuet din, ur soñj skrijus, ur
soñj dreist ! Skrivañ diwar-benn ur beleg sioù fall en e gorf, pe
c'hoazh diwar-benn lazhadegoù. Setu erru an eil prantad, ha me o
vont da gregiñ em c'hreion da vat. Kroget em eus d'ober va sodez
avat, d'ober va furlukin dirak ar c'hlas, lakaet on bet er-maez,
tost din kaout ur ger war ar c'haier-kenskrivañ gant ar c'helenner
brezhoneg. Setu, e-lec'h ar sod e vije bet mat din skrivañ va istor
rak aet eo diwar va spered a-benn bremañ ! AAA ! N'on ket ur plac'h
gwall fin. Spontus !!! Div sizhunvezh a chom; ur sizhunvezh
vakansoù hag ur sizhunvezh skol ! Roit din mennozhioù, ne gavan
netra, netra, netra, mennozh ebet, petra 'rin ? Sikourit ac'hanon
!
Erru ar sizhunvezh vakañsoù,
gellout a rin ober va danevell sioulik : na trouz, na tamm reuz
ebet em c'hichen, emaon o vont d'ober war-dro ar babig. Ur soñj am
eus kavet zoken, ya, kavet em eus !... Hag ar babig krog da leñvañ,
dizehan, ha penn-skañv ac'hanon, setu disoñjet va mennozh ! Met
petra 'c'hoarvez ganin ? Met petra 'm eus graet d'an Aotrou Doue da
gaout kement-mañ ? N'eo ket gwir, mennozh ebet ken. Setu me en em
gavet en un taol fall adarre.
Hag ar skol da adkregiñ war-lerc'h
ar sizhunvezh spontus-se : un toullad mat a dud er c'hlas a oa echu
o danevell ganto, pe o doa kavet ur soñj da nebeutañ, met
evidon-me, netra, soñj ebet, mennozh ebet, Aotrou Doue roit din 'ta
ur soñj, panevefe nemet un dra vihan. Pegoulz e rin va danevell,
pegoulz e rin va skridaozadenn istor, pegoulz e lennin va saozneg,
PEGOULZ ??! A- benn al Lun 13, pa 'm bo kavet ur soñj evit an
danevell.
Erru an dibenn-sizhun a-raok ar
sizhunvezh spontus a zo da zont, mennozh ebet ! D'ar Sadorn em eus
labouret war an istor ha war ar saozneg, met an danevell : netra !
Tamm awen ebet ne zeu din... A-hed ar sulvezh em eus klasket un
istor da skrivañ, met hini ebet n'en deus louzet ma follenn. Sul da
noz :
« DANEVELL = GWALLHUÑVRE ». Treiñ a rin da sod gant an danevell
emaon o paouez skrivañ. Setu ! A-benn ar fin em eus kavet ur
mennozh....
|
 |
|
 |