 |
|
 |
Danevell 3 (live Lennegezh lise)
Kenavo mignoned.
e brezhoneg aes
|
|

Na pegen brav bezañ o pourmen pa
vez an amzer-mañ : an heol o parañ, an avel o c'hwezhañ, al
laboused o kanañ... Abaoe pell ne oan ket deuet da bourmen dre
amañ; ya, abaoe pell-tre. A-benn nebeut en em gavin er Releg, ar
gêriadenn am eus tremenet ma holl yaouankiz enni o c'hoari gant ma
mignoned Pêr, Emil, Aogust ha Fañch, ar gêriadenn am eus bet kement
a blijadur enni oc'h ober farsadennoù tort d'am amezeien !
Pebezh joa 'zo ennon ! Gwelet a ran
bremañ ti kentañ ar Releg, abaoe un tregont bloavezh bennak n'em
boa ket gwelet anezhañ. Ti Job e oa; ti Job ha Jafrez, e vreur.
Soñj 'm eus e oamp aet un devezh, pa oamp eizh vloaz, d'ober un dro
e grignol an ti, da welet ar pezh a oa enni; ha petra 'oa bet kavet
ganeomp ? Ur varikennad, unan leun a win fall ha kozh met re
yaouank e oan d'ar poent-se evit ober an diforc'h etre unan mat hag
unan fall. Divizet 'oa bet neuze ez afe unan ac'hanomp da gerc'hat
gwer er gegin hag e vefe tañvaet an evaj-se war-lerc'h, gant ur
werennad ouzhpenn evit an hini a yafe da gerc'hat ar gwerennoù.
Evel-just en em ginnigas Job evit diskenn d'ar gegin. Un nebeud
munutennoù war-lerc'h e oa distro ar paotr gant teir Duralex en e zaouarn hag e oan me prest da skuilhañ
ar gwin enno. Diouzhtu goude ar c'hlukad kentañ e nac'has an daou
all kenderc'hel da evañ o banne ken fall ma oa; er c'hontrol, beuz
e kaven-me ar blaz nevez-se. Ken mat ma 'm oa kinniget d'an daou
vreur evañ o gwerennad. Anat eo o doa asantet hag e oan distroet
mezv-dall d'ar gêr hep ma ne gomprenfe ma mamm ar pezh 'oa
c'hoarvezet ganin ha me gred n'he deus morse gouezet ar wirionez.
Bremañ ez eo marv ma daou vignon : Jafrez en ur gwallzarvoud gant e
garr-tan hag ar paourkaezh Job dre m'en doa tremenet e vuhez a-bezh
en tavarnioù oc'h evañ gwin fall. En ti-mañ int marvet o-daou.
Tostaet on bremañ ouzh ar gêriadenn
hag e welan an holl diez, pe dost. Un tammig pelloc'h eget hini Job
ha Jafrez emañ ti Fañch, an hini bravañ er Releg ! Gantañ ivez 'm
eus bet graet leun a sotonioù. Ur wech, da skouer, e oamp bet oc'h
ober un dro 'kostez Pennmerc'hgaezh e-lec'h ma oa maner ar familh
Dutilleul, an hini binvidikañ er barrez. Kaset 'oa bet ur roll
skotch gant Fañch ha lakaet un tamm anezhañ war gloc'hig-tredan ar
maner. Pa zeuas ar vatezh da zigeriñ an nor e oamp tec'het kuit
abaoe pell en ur c'hoarzhin forzh pegement. Marvet eo eñ ivez, en e
di, gant krign-bev an empenn met atav emañ e wreg, Tereza, o vevañ
amañ; marteze ez in d'he gwelet bremaik met evit ar poent e
kendalc'hin gant ma fourmenadenn.
Setu bremañ ti ma mignon gwellañ,
Pêr. A-dreñv an ti-se e kaver ur poull-dour bras a-walc'h, houidi
ennañ, ma chom c'hoazh unan bennak. Unan, d'an nebeutañ, a oa bet
lazhet ganeomp. C'hoarvezet 'oa an istor-se pa 'oamp yaouank ha
disoursi c'hoazh : dre ma ne ouezemp ket re petra ober e-kerzh ar
Yaouvezh-se goude-lein e oamp aet, Pêr ha me, da ober tro ar poull
ha da reiñ bruzun bara d'an houidi. A-greiz-holl e krogas unan
anezho e dorn Pêr ! Daoust da hemañ bezañ kreñv ne ziskroge ket an
houad eus e zorn, setu 'm boa tapet krog en e c'houzoug ha klasket
ober ur skoulm gantañ. Deuet e oan a-benn da lakaat anezhañ da
ziskregiñ diouzh dorn Pêr met d'e sioulaat avat, ne oan ket. A-benn
ar fin, ur c'hardeurvezh goude, e oa sioulaet an houad, hag
ouzhpenn sioulaet zoken : marv e oa, gant an holl daolioù bazh hon
doa roet dezhañ ! Pa welas mamm Pêr ar pezh hon doa graet, e lakaas
linad en hor bragoù ! Morse n'hon eus klasket ober ar memes sotoni
adarre war-lerc'h. E-giz an holl re all ez eo marvet Fañch en e di,
gant ar gozhni. Bet on, e keit an amzer-se, o welet ar poull :
n'eus houad ebet ken.
Komzomp bremañ diwar-benn Ifig hag
e di-feurm. Ne oan ket amañ pa oa c'hoarvezet an darvoud emaon o
vont da gontañ; Ifig e-unan en doa kontet anezhañ din. Ne oan ket
amañ dre m'edon e ti Fañch o lazhañ un houad. Ken enouet ha ni e oa
en devezh-se. Chomet e oa e-pad ar mintinvezh da sellet ouzh ar
yer; ar yer o tebriñ, ar yer o kousket, ar yer o c'horiñ... Merzet
en doa e oa ur yar kalz treutoc'h eget ar re all. Goude bezañ
debret e verenn ez eas da gerc'hat bangounell e varc'h-houarn evit
c'hwezhañ aer enni. War-lerc'h bezañ paket ar yar dreut ha lakaet
ar benveg e toull he revr e krogas Ifig da c'hwezhañ; kement ha
kement ma tarzhas ar yar ! Pa zegouezhas ar paotr er gegin e-lec'h
ma 'oa an holl oc'h evañ ur banne kafe ne voe klevet trouz ebet
mui. A greiz-holl e redas an tad war-zu ar pellgomz, an tad-kozh
davit al louzoù hag ar vamm hag ar vamm-gozh a lammas war ar bugel
da vriata anezhañ. P'o deus gouezet ar pezh a oa c'hoarvezet e
gwirionez e c'hellan lavar deoc'h ne oa ket laouen Ifig. N'eo ket
dav din lavaret ez eo marvet en e di, eñ ivez, dres e-giz Aogust
hag Emil.
Ha me, me hag a zo bev c'hoazh,
petra emaon oc'h ober amañ ? Dre ar prenestr e c'hellan gwelet ur
plac'h. Ma c'hoar Añjela eo, ma zi e oa hemañ. Emaon o vont da
zigeriñ an nor. 'M eus ket ezhomm kontañ deoc'h ar pezh a erruas
war-lerc'h; nann, 'm eus ket ezhomm. Kenavo, kenavo mignoned...
|
 |
|
 |