 |
|
 |
Danevell 12 (live Lennegezh lise)
Sioulder al lenn
e brezhoneg aes
|
|

Holl Gebekiz, pa vez echu ganto o
sizhunvezh-labour da Wener da noz, a zered gant o familh a-bezh
war-zu hentoù an Norzh, hentoù ar yenijenn. Eno e c'heller huñvreal
dibaouez, dirak ar c'hoadoù, noz ha deiz betek ar vunutenn
ziwezhañ. Ar vunutenn ma vo ret lakaat keflusker ar wetur da dreiñ
ha da loc'hañ. Neuze e vo faoutet kalonoù ar familh evit ur
sizhunvezh. Ur sizhunvezh hir a labour hep tamm amzer ebet da
fardañ boued mat zoken. Met ne vo ket re spontus ar sizhunvezh-se
rak distreiñ a raint davet teñzor peoc'hus an Norzh, davet an
ti-koad ken kaer ha ken sioul war vord al lenn, pell diouzh
drougiezh ar c'hêrioù bras e-lec'h ma n'eus tamm plas ebet da
huñvreal sioulik.
An hevelep soñj a oa deuet d'an
Aotrou Johnson ha d'e familh. Ret e oa ober evel ar re all, evel ma
oa diouzh ar c'hiz ober, prenañ un ti-koad war-vord ul lenn.
Daou-ugent vloaz e oa Charlez Johnson ha ginidik eus ar
Stadoù-Unanet. Dimezet e oa gant ur plac'h a orin iwerzhonat,
Maureen Lennon hec'h anv, oadet a nav bloaz ha tregont. Honnezh a
oa sekretourez en ti Eaton, ar stal vrasañ a zo er C'hebek da
werzhañ boued ha dilhad. Dre se e felle dezhi heuliañ spis ar
gizioù. Pa ne brene ket an hevelep dour-c'hwez ha Claudia Schiffer
ez ae da foll. Ar mab a oa ken droch hag hi, paneve ken nemet gant
ar basket. Pa c'hwite war ur match gant ar Chicago Bulls pe pa n'en
deveze ket memes bragoù ha Mickael Jordan e troe da sot evel e
vamm. Me lavar deoc'h ne veze ket trist ar jeu gant ar familh
Johnson pa felle da Vaureen sellet ouzh un diskouezadeg-dilhad ha
da Gevin sellet ouzh ur match basket.
Ar verc'h avat a oa kontrol d'ar re
all. Ne felle dezhi nemet lenn levrioù prederouriezh pe bezañ
koumanantet d'ar gelaouenn Bevet an
Natur. Disheñvel e oa diouzh ar re all ha gwisket e veze
kentoc'h evel John Lennon. Met un dra a lakae anat e teue eus an
hevelep familh : biskoazh n'he doa lakaet he zreid er parkeier nag
en Natur. Hag an dra-se e oa huñvre vrasañ Ulalïa.
Bet e oa Charlez oc'h ober e
c'houlennoù amprestoù digant an ti-bank. A-du e oa hep kudenn, hag
echu leuniañ ar paperioù, setu ma teuas Charlez ha Maureen da vezañ
perc'henn war un ti-koad en ul lec'h dianav dezho.
Deuet e oa mare al loc'hañ ganto
hag echuet e oa lakaat an holl valizennoù er c'harr, ouzhpenn ar
c'hastelodennoù, ar matalasennoù... Leun-kouch e oa break Ford ar
Johnsoned ha prest e oa da vont. Lakaat a reas Charlez an alc'houez
en toull hag e droad war an droadikell, hag ar c'heflusker da
fraoñval par ma c'helle. Klevet e voe un trouz spontus, ha gant ul
lamm ez eas ar wetur kuit war-du an hentoù bras. N'ae ket buan met
tamm-ha-tamm e tornent hent betek ar gêriadennig. Ne voent ket pell
o kavout ar wenodenn da vont betek o zi, met gwashat hent !
Fraoñval, hejañ-dihejañ, fiñval a rae ar wetur hep paouez gant ar
stroñs evel ma n'he doa graet biskoazh. Ha digredus e oa an trouz a
zeue er-maez diouti. E penn an hent ec'h errujont en o domani
nevez, en o zamm baradoz. Kaset e voe ar wetur betek toull dor an
ti evit gallout diskargañ anezhi. Prientet e voe pep tra, ar boued,
an dilhad, hag all...
Hepdale e voe staliet an dud en ti
ha prest ar gweleoù a-benn an noz. Hag aet an holl d'ober tro al
liorzh. Kaerat ti bet gwelet ganto betek neuze ! Ar gwez
kaer-meurbet, o brankoù o lipat dour klouar al lenn, met un dra all
a oa da blijout dezho : ne oa ket an dommerez diouzh ar c'hiz. Ne
oa ket un dommerez e gwirionez. Ur siminal e oa ha diaes e oa d'ar
paourkaezh tud faoutañ koad d'ober skilhoù da dommañ dezho rak an
dra-se ne veze ket graet ganto en kêr.
Goude bezañ debret ez eas an holl
da gousket, dre ma ne oa ket gwall aezet en em ziduiñ hep skinwel.
Ne gavent netra d'ober, tamm kaoz ebet etrezo. Klasket o doa
c'hoari domino met an dra-se ne zeree ket ouzh o oad, setu ma'z eas
an holl da gousket pa zeuas an noz. Sioul ha peoc'hus e oa an noz
nemet trouzioùigoù bihan ar fubu o tarnijal hag ar gaouenn o kanañ,
hag a glever div wech kreñvoc'h pa ne zeu ket ar c'housked d'an
den. Evit ar familh Johnson e voe spontus an nozvezh rak ne
c'hellas den ebet menel kousket dre ma ne glevent ket trouz ar
gweturioù o vont hag o tont gant herr war straedoù Montreal. Re
sioul e oa ar c'hoadoù evito. Ken peoc'hus e oa ken e krogas
Maureen da vezañ ankeniet, met ne ouie ket gant petra. Bep tro ma
teue mare ar c'housked e kroge da grenañ gant an aon. Terriñ a rae
penn an holl hep paouez o reiñ urzhioù evit keginañ, evit skubañ...
Respont a rae dichek d'he familh ken ma teue an aergelc'h da vezañ
displijus. Pep hini o vont eus e du da bourmen, da lenn, met
peseurt levrioù... Reoù Ulalïa, reoù a brederouriezh.
Hi, avat, a oa en hec'h aez.
Kinklañ a rae an ti gant bleuñv a bep seurt ha gant kurunennoù
delioù. Mont a rae da bourmen war ar maez, da zastum flamboez,
mouar, lus... Ur blijadur, un dudi e oa eviti.
Seul vuanoc'h e tremene an amzer,
seul belloc'h e chome Maureen en he gwele. Klañvidik e oa krog da
vezañ hag hep paouez e huche, e yude gant an aon ha gant an
dic'hoanag. Dibaouez e kleve ur vouezh izel o c'hervel anezhi d'ar
marv. Spontusoc'h-spontusañ e teue da vezañ ken ma tivizas an
Johnsoned distreiñ d'ar gêr. Seul belloc'h edo ar wetur diouzh ar
gêriadennig, seul greñvoc'h e kleve Maureen mouezh izel un den oc'h
huchal :
« Deus ganin davet ar marv, deus ganin davet ar marv, deus ganin...
». Ne zeue ket a-benn an dud d'ober war he zro, ken feuls ma teue
da vezañ.
Dont a reas an holl en-dro d'ar gêr
met n'ae ket gwelloc'h an traoù gant Maureen, ken na voe kaset
anezhi da ospital ar re sot. Bemdez e washae dezhi, ken ne zeue ket
he familh da welet anezhi. Betek he marv e klevas mouezh izel an
den o c'hervel anezhi d'ar marv ha setu penaos e varvas Maureen
gant kleñved ar c'hêrioù bras.
|
 |
|
 |