 |
|
 |
Danevell 22 (live Lennegezh lise)
Numedor, un istor
e brezhoneg aes
|
|

Ur wech e oa ur rouantelezh
wenvidik, Numedor hec'h anv, digenvez, en un draonienn vras,
menezioù uhel didreuzus tro-dro dezhi. E peoc'h e veve an dud enni,
gant levenez, puilhentez ha mignoniezh. Pep tra eno a oa kempouez,
hesoniezh ha karantez.
Un devezh avat, ez eas war ziskar
braventez ar sklêrijenn a hinone an draonienn, bep un tammig,
loariad goude loariad. Digreskiñ a reas red ar stêr-veur. A-boan ma
chome un nebeud pesked ha grilhed-dour. Ne oa ket ken frouezhus al
loened, ha dister e teuas an eostadoù er parkeier.
Nebeutoc'h-nebeutañ a vugale a veze ganet. Kreskiñ a rae an
deñvalijenn, betek mont da aloubiñ ene an dud.
Dibourvez ha dic'halloud e oa ar
roue, ken e tivizas mont da gaout den kozh ar menez. En ur c'hev
edo hemañ o vevañ, etre an douar hag ar stered. Lavaret e veze e
anaveze an holl stered evit bezañ bevet ganto. Netra ne c'helle
chom kuzh d'e spered, d'e emskiant ha d'e veiz. Displegañ a reas ar
roue dezhañ kudenn ar rouantelezh, he reustl, ha goulenn sikour
digantañ.
Dilavar e chomas an den kozh e-pad
ur frapad hir, kent respont d'ar roue kement-mañ :
« Ur plac'h yaouank, ur werc'hez eus ar rouantelezh a ranko mont
kuit hec'h-unan d'he c'hwezek vloaz, dezhi da gavout an tri aval
aour. Goude bezañ treuzet bro ar menezioù, douaroù gwastet ha
dianav ar skeud hag ar c'hevrin teñval, ec'h erruo e bro wenvidik
an avalenn vurzhudus hag e c'hello resev tri aval aour. An
avaloù-se, degaset amañ, a zeuio ganto ur c'helc'hiad sklêrijenn
heson, hag ec'h adkrogo ar frouezhusted. Ken na vo an avaloù amañ e
tremeno ar rouantelezh dre ur mare du ha diaes, met ret. »
Goude bezañ distaget kement-mañ e
steuzias den kozh ar menez.
Lakaat a reas ar roue an taboulinoù
da zasseniñ, da reiñ da anavezout ar c'heloù d'an holl en
draonienn. Lavarout a reas ar roue e c'hellfe an hini a zegasfe an
tri aval aour dimeziñ gant ar priñs, m'he defe c'hoant. E-kerz al
loariadoù war-lerc'h ez eas kalz merc'hed yaouank kuit. An darn
vrasañ ne zeujont morse en-dro. Ar re anezho a oa distroet a oa
gloazet ha teñvalaet o spered.
Pevarzek vloaz e oa Kolinn pa oa
aet kuit ar plac'h kentañ eus Numedor. Mareoù hir a dremenas gant
ar re a oa deuet en-dro. Evel-se e teskas kalz war ar veaj hag an
doare d'en em brientiñ. Goulenn a reas Kolinn sikour digant den
kozh ar menez. Bemdez e veze-hi o c'hourdoniñ, o redek e-pad pell,
o tremen dreist stêrioù ledan, o krapat gant menezioù, ouzh
speurennoù a-blom zoken. E-pad an noz, dre hec'h hun, e teue
a-wechoù den kozh ar menez en hec'h huñvreoù, da gelenn dezhi ar
furnez hag an anaoudegezhioù pouezus.
D'an oad a c'hwezek vloaz e kavas
da Golinn edo prest d'ober ar veaj. Mont a reas da welet he
mamm-gozh hag a roas dezhi teir zartezenn vurzhudus. Ur vruzunenn
anezho a roe kement a startijenn hag ur pred. Reiñ a reas ivez ur
c'houlourdrennad dour boemus. Pa'z eas da gimiadiñ diouzh den kozh
ar menez e roas hemañ dezhi ur gordenn skañv, dibouez, dianav, dous
ha brav an danvez anezhi. Lavaret e veze e oa bet karantez etre an
den kozh ha mamm-gozh Kolinn, pell 'oa. Dont a reas ar priñs da
welet Kolinn a-raok dezhi mont kuit da reiñ dezhi ur gougleze
burzhudus, moan-iskis, sklêrijennus e vetal, el lec'hioù duañ
zoken.
Ha Kolinn ha mont kuit d'ur mintin.
En ur ober tri devezh e treuzas ar menezioù a zispartie ar
rouantelezh diouzh douaroù ar skeud. An noz a c'hortozas kent en em
silañ a-hed ar speurenn uhel, er blaenenn latarek ha paludennek,
bro ar ramzed. Evito da gaout daoulagad fall-tre, tanav e oa o fri
ha dispar o c'hwesa. Troet e oant d'ar feulster, d'ar muntrerezh ha
d'ar c'hig-tud. Ne oant ket evit gouzañv ar yenijenn avat, ha pa
voe lakaet he zreid er blaenenn gant Kolinn e verzas dioutu e
pelec'h edo an tantadoù bras o skediñ el latar. Teurel a reas evezh
ouzh roud an avel ha kregiñ gant he redadeg etrezek bro ar
skeud.
E-pad un nozvezh a-bezh e redas. Da
darzh-an-deiz edo Kolinn an ur baludenn, nepell diouzh un tantad
c'hwezhet gant ar ramzed. A-greiz-holl e troas an avel hag e savas
al latar. Un ur ober ul lajadig o doa ar roñfled klevet he c'hwez,
ha soroc'h ganto, evel chatal, par d'ur barrad kurun. Kregiñ a reas
an douar da grenañ, mentet gant redadeg ar ramzed.
Buan e voe gronnet Kolinn. Dre
chañs e krogas an avel da gornigellat, hag e teuas skeudenn
mousc'hoarzh den kozh ar menez war spered Kolinn. O tont er-maez
eus al latar e voe heñchet diouzhtu he spered war-zu ur c'hoad.
Gouzout mat a rae e oa an diskoulm nemetañ. Prim evel ul luc'hedenn
en em gavas e-harz ar wezenn gentañ, dres pa santas
dic'hwezhadennoù daou ramz war he gouzoug. Stankoc'h-stankañ e teue
ar gwez da vezañ a bep ma roe douar d'he zreid. O pellaat edo
diouzh ar ramzed, met re all a oa o tont a bep lec'h, pa gleve
Kolinn skourroù o strakal. Pignat a reas betek lein ar wezenn
dostañ, hag a oa an hini uhelañ. Edo ar gwez milvloaziek-se o
flourañ ar c'houmoul. Erruout a reas ar ramzed e-kichen ar wezenn,
mantret dre m'he doa an avel kemmet he roud, ur wech all c'hoazh,
ha ganti kuit an holl c'hwezioù.
A-benn ar fin ez eas ar ramzed
a-ziwar wel. Diskenn a reas Kolinn eus ar wezenn. Erru an noz en em
gavas Kolinn nepell diouzh riboulioù dindanzouar a oa ret dezhi
mont drezo a-barzh tec'hout diouzh bro ar ramzed. Dirazi, ur vougev
bras-kenañ, melloù tantadoù en he c'hichen. En ur vannañ mein e
tistroas aked ar ramzed hag e teuas a-benn da vont er c'haridenn
strizh, re strizh d'ar ramzed. Kemer a reas ar gougleze burzhudus
e-maez he sac'h, ur gouloù flour damc'hlas tro-dro dezhañ.
Donoc'h-donañ e talc'has da vont dindan an douar. Treuziñ a reas
evel-se e bep seurt kondonoù, milendalloù, salioù bras, krog mat
atav en he c'hordenn da heñchañ anezhi.
Gant pouez krec'h edo an hent o
vont dibaouez, ha skuizh e oa deuet Kolinn, kollet ganti kement
meiz 'oa eus an amzer o vont e-biou. A-greiz-holl e voe tennet
e-maez an douar gant ur gevnidenn vras a oa o vont da gloukañ
anezhi, pa zeuas gouloù ar gougleze d'he zrellañ, ha Kolinn, deuet
un nerzh dianav enni, da blantañ anezhañ etre daoulagad an
amprevan, a droas kerkent en ur bern ludu. Kenderc'hel a c'hellas
Kolinn gant hec'h hent betek menezioù skornet bro ar c'horriganed
ferv. Tec'hout diouto a c'hellas en ur vont etrezek ar skorneier,
frailhoù ha stêrioù dindanzouar.
Gant an tartezennoù e teue enni
tommded ha bevusted, ur bam ! Goude bezañ krapet gant menezioù
ramzel, erc'h stank war o c'hribenn, e teuas un arvest hollgaer
dirak he daoulagad. En em ledañ a rae dirazi ur vro, gwer ha glas,
soubet en ur gouloù burzhudus. En ur dostaat e santas al levenez
oc'h aloubiñ anezhi en he fezh, ur sklêrijenn brav-meurbet o tont
e-maez eus he c'halon. Leun e oa ar c'hoadeier a vleunioù liesliv
ha meurdezus, hag al lennoù hag ar stêrioù a oa anezho froudoù
joaus. Loened a zeue d'he gwelet, ha daremprediñ a rae ar plant hag
ar gwez. O vale edo Kolinn e gouloù an avalenn vurzhudus.
A-greiz-holl en em zispakas dirazi un aerouant du ha ruz, ha Kolinn
da c'houlenn digantañ kaout an tri aval aour, da gas al levenez
en-dro d'he bro. Evel-henn e komzas an aerouant :
« Kalonek-meurbet out Kolinn, evit bezañ bet graet ar veaj-mañ. Tri
hent a ginnigin dit, hag un dra a c'houlennin diganit, ha ma teu ar
respont mat ganit e c'helli distreiñ d'az pro gant an tri aval
aour. Ma respontez fall e tebrin ac'hanout, ha ma tibabez tremen
hep selaou ar goulenn e vo tu dit distreiñ d'az pro, hep an tri
aval aour avat. Neuze, petra a zibabi ? »
Soñjal a reas Kolinn e-pad ur
prantad hir ha respont a reas :
« C'hoant 'm eus respont d'az koulenn ! »
Lavarout a reas neuze an aerouant
:
« Petra 'peus heuliet da bep koulz eus da vuhez, betek an devezh a
hiziv, hag a c'helli dibab heuliañ betek fin da vuhez ? Petra eo an
nor d'ar frankiz, d'al levenez, d'ar garantez ha d'ar peoc'h a
anavezez ? »
Serriñ a reas Kolinn he daoulagad
e-pad ur frapadig hag ur mousc'hoarzh a sklêrijennas he dremm.
Neuze e respontas d'an aerouant
:
« Hent ar galon eo. »
« Mat », eme an aerouant, hag en ur gorventenn a sklêrijenn e troas
en ur marc'h askellek gwenn-kann.
Pignat a reas Kolinn war gein ar
marc'h. Nijal a reas evel-se betek he bro. Pa zeuas war-wel e oabl
Numedor e oueze an holl e teue en-dro gant an tri aval aour. Rak al
lusenn deñval a oa war ar vro a-bezh a savas. Kavout a reas ar vro
ur berzh mat a-nevez, ul levenez hag ur sklêrijenn nevez.
Dont a reas Kolinn da vezañ rouanez
an deiz ma steuzias den kozh ar menez.
|
 |
|
 |