Danevell 23 (live Lennegezh lise)
Un torfed hep korf marv e kroaz ar gall
e brezhoneg aes
|
|

A-boan ma oa diskouezet e vannoù
gant an heol e jardin ar re Rouz, e Kroaz ar Gall, ma tihunas an
tiegezh. Er mintin-se ne savas ket Nikolaz evit mont d'ar
Skol-Veur. D'ar Sadorn n'en doa kentel ebet. Ar re all, avat, a
guitae an ti an eil war-lerc'h egile gwisket ganto pep a deir
stammenn hag ur vantell, kent mont da lakaat o fri er-maez. Da
labourat e rankent mont. Nikolaz a chomas er gêr, e-unan-penn.
Dijuniñ a reas tro dek eur, war-lerc'h bezañ dibikouzet e
zaoulagad.
Mont a reas Nikolaz da vale etrezek
ar c'hoad. Fresk e oa an aer, met brav an amzer. Ne oa koumoulenn
ebet en oabl glas. Plijout a rae dezhañ ar c'hwez c'hwek a veze
gant ar gwez hag hini ar bernioù keuneud lakaet kichen-ha-kichen.
Ur c'hwez kinvi ha rousin a hillige e fronelloù.
Kistin a gave mat Nikolaz, setu e
tastumas un nebeud kouezhet war an delioù marv.
Leun a youl a oa ennañ p'edo gant
hent an distro.
Erru er gêr en-dro en em stalias
ouzh taol evit debriñ lein. Sioul e oa tro-dro d'an ti, ne veze
klevet nemet richan al laboused. Met a-daol-trumm, petra an diaoul
a glevas ! DAO !
« Un taol fuzuilh ! » emezañ dezhañ e unan. Koulskoude ne oa ket
aotreet an dud da chaseal c'hoazh. Hag ouzhpenn-se e soñje dezhañ e
oa ar paoñ-se o tont eus ar c'harrdi.
Setu eñ pennfollet da redek betek an nor da vont er c'harrdi.
Digeriñ a reas anezhi. Ha petra 'welas ? Ur roudennad takennoù
ruz-mouk a-dreuz ar sal. GWAD ! Deuet e oa disliv-holl o welet an
takennoù-se, tomm e oa dezhañ ha dianalet-krenn e oa. Ur c'hwez
iskis a oa er sal, ur c'hwez dous ha trenk, mesk-ha-mesk gant
c'hwez kozh ha yen ar c'harrdi. Ne oa ket Nikolaz en e aez.
Poan-benn ha poan-gof spontus en doa. Tomm e oa dezhañ, ha rivet e
oa ivez war un dro. Ne grede ket teurel ur sell ken en diabarzh.
Aon en doa e lammfe an torfedour warnañ pe un den hanter-varv,
marteze. Diskregiñ a reas ar pellgomzer ha gervel an archerien
buan-ha-buan da gentañ, hag e holl amezeien da zont d'e sikour.
Mimi ar Vout (evel ma veze graet anezhi), a zegouezhas da gentañ he
bigoudi en he blev c'hoazh hag he sae-gibellat warni nemetken. War
he lerc'h edo Chan Prigent ha Sisil (den ne oueze peseurt anv
familh he doa ar vaouez-se, met, trawalc'h lavaret Sisil evit bezañ
komprenet). An teir c'homer a oa degouezhet da gentañ, evel-just. E
gwirionez, n'eo ket anezho en doa Nikolaz ezhomm ar muiañ.
Eüruzamant e tegouezhas e donton Evarzeg ur frapadig amzer
war-lerc'h asambles gant an archerien. Kontet e voe d'an archerien
an istor gant Nikolaz.
Ne oant ket bet o welet stad an
traoù er c'harrdi c'hoazh, met binvioù a-bep seurt a oa deuet ganto
da studiañ ar roudoù hag ar gwad a oa sañset bezañ chomet
war-lerc'h an dorfedourien.
« Ma Doue benniget ! » a c'harmas an teir c'homer o tont
e-barzh,
« emañ ar c'hazh o lipat gwad kristen ! » Ha setu an teir
istrogellez o redek war-lerc'h ar paour kaezh Bisig gant ur valaenn
kavet ganto e-kichen an nor.
N'o doa ket ar re all (an
archerien, Nikolaz hag Evarzeg), taolet an disterañ pled ouzh o
cholori. O klask ar c'horf marv e oant e pep korn eus ar c'harrdi.
N'e gavent ket. Ne gavent ket kenneubeut peseurt gwad e oa.
Souezhet e oant gant ar c'hementad a alkool a oa er gwad.
« Sur a-walc'h e oa mezv-dall an den ! » a lavaras an
archerien.
Tout ar pezh a oa bet kavet ganto a
oa ur stouf boutailh uzet un tu anezhañ. Laosket gantañ ur merk
ouzh an nor.
« Kemeret eo bet ar c'horf-marv gant an torfedour, sur a-walc'h »,
a soñjas an archerien p'edont o kuitaat an ti.
A-boan m'o doa serret an nor, ma
weljont ar c'hazh o trabidellañ, iskis o doa kavet gwelet ur c'hazh
er stad-se, met soñjet o doa eo an teir maouez o doa lakaet anezhañ
kamm evel-se.
Pa zistroas mamm Nikolaz d'ar gêr
en-dro ha pa voe kontet e walleur dezhi gant Nikolaz, e tirollas
Maela da c'hoarzhin. Ne c'helle ket paouez ken.
« Ma, ken farsus-se eo ma istor ? », a soñje Nikolaz. Goulenn a
reas diganti petra 'oa fentus. Met, hi, gant an daoubleget ma oa,
ne c'helle rannañ ger ebet. Hegaset e oa Nikolaz gant e vamm, ken e
kounnaras. Ne gomprene seurt ebet ken. Kas a reas Maela Nikolaz
betek ar c'harrdi ha displegañ dezhañ abeg he c'hoarzhadenn.
« Dec'h, emezi, em boa sanket en-dro bount ar voutailhad alkool
kasis-mañ. Ya, rak hanter deuet er-maez edo gant gwask ar chug a zo
enni. Gounit en deus graet ar bount-mañ hiziv, ha tarzhet eo ar
voutailh, setu perak peus klevet ur pezh mell trouz hiziv, ha setu
perak ivez ez eus ur roudennad takennoù ruz war al leur hag ur
stouf en tu all d'ar sal ! »
Setu penaos e oa bet diskoulmet
kevrin torfed Kroaz ar Gall !
|