 |
|
 |
Danevell 11 (live Lennegezh lise)
Ar garantez : ur pec'hed pe ur chañs ?
e brezhoneg aes
|
|

Fañch ha Lanig a oa daou baotr,
daou vignon, ha daou studier war ar memes micher. Un devezh, goude
bezañ evet ur banne kafe, o doa lennet ar gazetenn.
« Sell 'ta Lanig ! Amañ 'z eus un embregerezh o klask daou baotr
yaouank ha sirius war ar marc'had. » a lavaras Fañch.
« Opala !!! Ret 'vefe mont da welet ar rener diouzhtu. Sed aze ar
pezh e oamp o c'hortoz abaoe pell. » a respontas Lanig. Aet e oant
da gaout ar rener-se ha war a seblant e oant sirius a-walc'h dre ma
voent kemeret diouzhtu. Ar pezh ne ouie ket ar rener eo e oa an
daou-se o vevañ asambles. Ha neuze ? N'eo ket un dra fall...Marteze
n'o doa ket arc'hant a-walc'h evit paeañ un ti dezho o unan. Met
n'eo ket tout : karantez a oa kenetrezo. An dra-se ne veze ket
gwelet diouzhtu met, pa anavezed anezho un tammig, e weled o
daoulagad o lugerniñ bewech ma taole an eil e selloù ouzh
egile.
Plijout a rae o micher dezho. Ar
rener a oa plijet o labourat ganto. Ur gudenn a savas. Ur paotr o
labourat gant an daou vignon a gomprenas ar pezh a veve Fañch ha
Lanig. Kemenn a reas kement-mañ d'ar rener. An dra-se ne oa ket
degemerus ugent vloaz 'zo. Chom a reas hemañ sebezet dirak an afer,
ne grede ket ar pezh a oa kontet dezhañ, ha neuze e tivizas kaout
un diviz gant an daou amourouz. Ret e oa bet da Fañch ha da Lanig
lavarout ar wirionez dezhañ, ne oa ket bet aes dezho rak d'ar
mare-se e oa ur pec'hed bras. Skrivet e oa bet an istor-se er
gazetenn setu ma tivizas ar rener skarzhañ anezho kuit pe neuze e
vije dezho d'en em renkañ evit cheñch o buhez.
Lavaret a reas ar rener : « Chomet
on bamet dirak an istor-se. Ne gredan ket penaos e c'hell daou
baotr eveldoc'h ober kement-mañ. N'ho peus ket sentet ouzh al
lezenn hag ar fiziañs am eus ennoc'h a cheñcho. Deoc'h da zivizout
! Reiñ a ran ar choaz deoc'h : mont kuit, pe neuze chom da labourat
amañ ha choaz ur plac'h e-touez ar merc'hed-mañ : Maria a zo ur
plac'h seven. Labourat a ra kalz. Plijout a ra he zud dezhi, bevañ
a ra c'hoazh ganto zoken, met n'eo ket dre he fazi, ezhomm m'he
deus anezho. Laouen-kenañ on gant he labour, da lavaret gwir em eus
kemeret anezhi peogwir em boa truez outi. E mod-all ez eus ur
plac'h seven ivez evel-just : ma sekretourez-pennañ eo, met ne oar
na jediñ na skrivañ. Kemeret eo bet rak he zad a zo unan eus pennoù
brasañ politikerezh ar vro. Paourkaezh plac'h ! Graet ho choaz
ganeoc'h ?
- Daoust hag-eñ ez eus tu deomp komz kenetrezomp ? a c'houlennas
Fañch digant ar rener.
- Evel-just ! Pemp munutenn a lezin ganeoc'h. Fañch ha Lanig a
zivizas mont kuit rak o c'harantez a oa brasoc'h eget ar c'hoant da
labourat en embregerezh.
- Graet ho choaz ganeoc'h ? a c'houlennas ar rener.
- Ya, choazet hon eus mont kuit a lavaras Fañch.
- Ur choaz mat eo evidoc'h ma 'n em garit.
- Ket, n'on ket a-du. Emaon o vont da zibab unan eus ho merc'hed;
klask a rin karout anezhi betek fin ma buhez ! a lavaras Lanig,
kounnaret. »
Fañch, digalonekaet :
« Pebezh gleukes. Mat-tre ! Me, ne asantin ket d'an dra-se. Choaz
ur plac'h, ha petra c'hoazh !!! Lanig, n'out nemet un alori. Dibab
a rez ur plac'h evit chom hep koll da vicher. Gouest on da goll ma
micher evit chom ganit met ma n'ez eus ket da choaz ez in kuit...
».
Lanig a zisplegas e abegoù da Fañch
:
« Digarez, da garout a ran. Met ar vicher-se a zo un dra a bouez
evidon. Ma 'z eo ret din bevañ gant ur plac'h e plas bevañ gant ur
paotr, e rin ! »
Setu e tivizas Fañch mont kuit ha
kement ha cheñch ti e cheñchas bro. Mont a reas kuit da Vro-India,
hep Lanig evel-just. Du-se e kavas ur gêriadenn e-lec'h na veve
nemet tud eveltañ. Paotred a gare paotred ha n'o doa ket aon d'en
em ziskouez. Setu ma vevas eñ evel ma oa bet dibabet gantañ. Lanig,
avat, a zimezas gant ar sekretourez pennañ. Dimezet int bet ha
bugale o deus bet ivez.
Tregont vloaz war-lerc'h en em
gavas an daou baotr-se o unan en ur sal-c'hortoz vihan met n'eo ket
forzh peseurt hini. A ! A ! Petra c'hoarvez ganto ?
Santet e veze an aon, an enkrez pe
c'hoazh ar gounnar er salig-se. Lakaet e oant bet ur pennadig er
sal-se a-ratozh evito da ziskleriañ o sonjoù diwar-benn ar pezh a
oa c'hoarvezet en o buhez. Buhezek e oa ar gaoz etre Fañch ha Lanig
: « N'ouzon ket perak omp bet lakaet aze. a estlammas Fañch.
- Evit diskleriañ hor soñjoù sur a-walc'h, ne gred ket dit ?, a
c'houlennas an eil.
- N'em eus netra da lavarout dit ken. Graet ec'h eus kement a boan
din, setu em eus touet ne gomzin ket mui ganit.
- Cheñchomp kaoz bremañ. Lavar din penaos out erruet amañ.
- N'em eus ket choazet erruout amañ. Erruet on dre ret.
- Ya met penaos ?
- O veajiñ war vor e oan ha kouezhet on en dour ha bremañ emaon o
c'hortoz ar varnadenn, met morse n'em eus bet soñjet adkavout
ac'hanout, ha nebeutoc'h c'hoazh bremañ.
- Goude ma vefes aet kuit em eus tremenet devezhioù iskis. An
nozvezh-se a zo bet iskis ivez. O huñvreal e oan. Bet em boa bet ur
gwallzarvoud gant ma oto nevez-flamm. Pa oan dihunet en-dro e oan
er salig-mañ, en da gichen. Ne gomprenan seurt...
- Nag a chañs !
- Petra out deuet da vezañ goude hon disparti ?
- Bet on bet e Bro-India ha chomet on bet eno. Ha te, petra 'peus
graet ?
- Evel ma ouiez on bet dimezet gant ar sekretourez, Soaz. Oh ya, ur
plac'h jentil e oa avat. Bet em eus bet bugale : tri, tud
sot...sot-mik. Ha goude on bet aet da vevañ gant ar rener.
- Gant ar rener; gant ur paotr all ! Mezhus.
- ...Gouzout a ran, met...
- Lanig ha Fañch, tostait amañ 'ta. Deuit em burev. Ha komzet hoc'h
eus kenetrezoc'h ? a c'houlennas an den, droug ennañ.
- Ya, evel-just Sant Pêr, met n'eo ket sklaer hor mennozhioù
c'hoazh. a estaolas an daou baotr.
- N'int ket sklaer c'hoazh ? Koulskoude em eus lezet amzer a-walc'h
ganeoc'h. Muioc'h eget d'ar re all atav ! a huchas Sant Pêr, Evidon
eo sklaer, echu ar varnadenn bremañ. Setu an disoc'hoù : Fañch
!
- Ya, emezañ.
- Ret e vo dit mont da vevañ er Baradoz ! Roet e vo dit kement a
verc'hed hag a zevezhioù 'peus tremenet gant Lanig. Petra 'soñjez
?
- Kudenn ebet, 'respontas-eñ.
- Lanig !
- Ya, ya, o vont emaon.
- Falloc'h eo an traoù evidout. Ret eo din bezañ droukoc'h ouzhit
peogwir ez peus graet poan d'az mignon. Setu neuze ar pezh a rin
dit : mont a ri d'an Ifern ha naetaat a ri ti Satan kement a
zevezhioù ha ma peus tremenet gant Fañch. Emichañs n'on ket bet re
zrouk ouzhit ! »
Abafet, e respontas Lanig : « Geo,
drouk out bet ! N'on ket a-du ! Hag ouzhpenn-se n'em eus ket bet
amzer a-walc'h da gomz gant Fañch.
- E giz-se 'mañ an traoù. » a lavaras Sant Pêr en ur
vousc'hoarzhin.
Digeriñ a reas Sant Pêr an nor hag
e vountas Lanig dre an nor-se. Petra c'hoarvez gantañ er mare-mañ,
den ne oar met sur a-walc'h 'mañ o poaniañ o naetaat an ti. Fañch
avat, a dremen vakañsoù plijus e-touez ur bern merc'hed.
|
 |
Ar
garantez : ur pec'hed pe ur chañs ? |
|
|
 |