 |
|
 |
Danevell 5 (live Lennegezh lise)
Du, ken du
e brezhoneg aes
|
|

Degouezhet eo karr-samm ar baraer e
korn ar ru vras o tegas un tammig buhez gantañ. A strolladoù bihan
ec'h erru an dud, galvet gant ar c'horn-skiltr. Kroget eo kêr da
zihuniñ war-lerc'h un nozvezh re heñvel ouzh ar re all. Goulou-deiz
eo c'hoazh met ne savo ket an deiz forzh penaos, morse ne sav an
deiz amañ. Abaoe pell n'eo ket bet gwelet an heol, bemdez e vezomp
dindan an oabl teñval karget a goumoul ken na weler ket ken kribenn
ar menezioù, du-hont er pellder. Ar sklêrijenn nemeti eo plaverezh
sioul ul labous-mor en oabl, un takad gwenn, dasskedus, o tegas da
soñj emañ ar mor en un tu bennak.
Ruzañ ma botoù a ran dre an
dismantroù ur wech ouzhpenn, e-giz ma 'm eus graet kant gwech
c'hoazh hag e-giz ma rin kant gwech all moarvat. Ur blijadur n'eo
ket, ur boaz an hini eo, evel pa vijen ur c'hoariell vekanikel o
vale keit ma 'z afe ar rodaj en-dro... Sell 'ta, krog eo ar glav
adarre. Tremen a ra an dud, dilavar, goullo o selloù, e-giz
tasmantoù chadennet d'o gwalleur. Klask a reont pakañ ur frankiz
ankounac'haet ha n'eus diouti nemet en huñvreoù, ha n'eus ket
anezho ken. Ne 'z eus chomet netra war-lerc'h ar brezel, distrujet
eo bet ar spi, distrujet eo bet ar vuhez. Chomet eo an amzer a-sav,
ne 'z euz koulz-amzer ebet ken, nemet devezhioù hir ha disliv an
eil re war-lerc'h ar re all.
A bep tu d'ar ruioù e sav mogerioù
louet ha gleb, evel ar vuhez amañ, o kuzhañ aon bras ar gêriz a
chom. Damwelout lizherennoù gwer diverket gant an amzer a c'hellan,
peg ouzh ar brikennoù, e-giz ur c'halvadenn mouget e teñvalijenn an
diseblanted : Give peace a chance.
Tremen a ran dirak poubellennoù, renk-ouzh-renk, leun abaoe pell :
ne dremen ket karr an dideiler ken, nann, ne dremen den ebet
ken.
Amañ hag ahont, lojet e skoselloù
an hent, e kousk an dour glav, melezourioù ar vuhez dindan neñvoù
du.
O treuziñ ar blasenn didud e sellan
ouzh ar gwez kollet ganto o delioù hag oc'h astenn o brankoù noazh
war-zu an oabl gant ar spi da dizhout skinoù frealzus un heol
bennak. Ne chom roud ebet ken eus ar garantez war bankoù an
amourouzien war-bouez lizherennoù kizellet don er c'hoad ha mouget
tamm-ha-tamm dindan an iliav. Dont a rae ar pichoned, amañ, pell
'zo dija, da bigosiñ ar bruzhunoù bara stlepet gant mammoù-kozh
madelezhus. Bremañ avat ez int nijet kuit; n'eo ket dirak
huchadennoù laouen ar vugale met dirak dassonioù bout ar
brezel.
O kenderc'hel gant va hent ez an
e-biou d'ar sinema, lec'h emgav yaouankizoù kêr; prennet eo dorioù
an dudi bremañ. Chomet eo skritelloù ar film diwezhañ a-istribilh
ouzh ar voger e-giz eñvorennoù roget un huñvre :
« Hiroshima ma muiañ karet »... Kollet en va soñjoù eo en em gavan
war ar pont, ul liamm bresk ha faoutet etre an daou ribl. Ar stêr
zoken a vez o tec'hout kuit dirak an didrouz, he dourioù o kas
ganto delioù diwezhañ an diskar-amzer, skeudenn displann ur vuhez
berrbad. Ne glevan ket dasson ma seulioù war ar mein ken : kollet
eo e bourbouilh strafuilhet an dour.
Ur wenodenn briek a gas betek ar
vered, kloz, evit mirout ouzh ar marv da vont er-maez ha da
gantreal dre straedoù kêr. En em silañ etre kolonennoù merglet ar
porrastell a rankan ober evit gwelout un dra bennak. Amañ n'ez eus
bleunienn ebet da vare an Hollsent : soñjal er marv a reomp a-hed
an amzer.
Ha setu ar straed adarre, o lonkañ
ar barradoù avel yen. Bale a ra an dud, o daouarn en o chakodoù,
sanket o fenn en o mantilli, kablus e skeud an Ankou. Dilezet ez
eus bet ur c'harr-brezel e-kreiz an hent gant ar soudarded. Aet int
kuit, int ivez, o lezel kêriz da sankañ en anken ha da grenañ
dindan mantell zu ar marv.
Pignet on war doenn ar gourmarc'had
kozh; alese em eus ur sell hollek, spontus, war an distruj. Pebezh
dismantr ! Deuet eo kêr da vezañ ul lec'h arvarus, o tivogediñ
c'hoazh. Diverañ a ra ar glav, takenn-ha-takenn, ouzh mogerioù duet
an tiez, leñvoù ur bobl drastet. Siminalioù al labouradeg a sav el
latar, mut, bouilhad moged ebet ken o sevel en oabl hag o livañ ar
c'houmoul. Deuet eo da vezañ un elfenn varv ouzhpenn en daolenn
vantrus-se, ur mas du en deñvalijenn. Chomet eo intañvezed ar
vicherourien war o lerc'h. Mougañ a ra kêr dindan ludu an noz o
veuziñ ar straedoù, ar plasennoù. Distro eo an holl er gêr. Fenoz,
e-giz boas, n'ez eus steredenn ebet en oabl, kuzhet ar sklêrijenn,
kuzhet ar spi ur wech ouzhpenn. Kuitaat kêr a ra karr-samm ar
baraer gant un trouz a gozh houarnaj.
Warc'hoazh, marteze, e savo an heol
a-dreñv ar pikernioù...
|
 |
|
 |