Danevell 4 (live Lennegezh lise)
An dastumerez blev
e brezhoneg aes
|
|

Aaaaaaaa ! Heol 'zo hiziv.
Met... Met gwer eo !
Petra al laou a c'hoarvez gantañ
?
Klañv eo sur a-walc'h !
Ar wech kentañ eo din gwelet
anezhañ gwer, ha me war ar penn-mañ abaoe dek devezh koulskoude !
Gwelet 'm eus bet anezhañ yac'h ha flamm 'barzh un oabl glas,
kuzhet pe damguzhet gant koumoul gris o vont war zuaat, met
biskoazh al laou n'em eus gwelet anezhañ gwer !
Ma ! Ne gomprenan ket re vat perak
emañ er c'hiz-se, met gwelet 'vo diwezhatoc'h, gant labour 'maon
evit bremañ. Ret eo din mont da ziwall ma vioù laou.
Hag ouzhpenn-se, n'on ket bet
dihunet er mintin-mañ : unnek eur eo dija, ha me boas da vezañ
dihunet war-dro seizh eur, gant ur strinkadenn domm, un tamm soavon
da walc'hiñ din ma c'hein, hag ur pezh mell krib o tont da ziluziañ
ar blev, ha da lakaat un tammig reuz em neizhiad laou, hag o
laerezh un nebeud vioù diganin gwech ha gwech all.
Hiziv avat, netra eus ar jabadao-se
! Ha koulskoude, strewet eo bet va vioù laou e pep lec'h ! Petra al
laou a zo c'hoarvezet 'pad an noz ?
Du e oa ar blev koulskoude ! Ha
miliadoù a oa anezho ! Sell 'ta amañ reoù gell, reoù ruz, reoù
gwenn, reoù melen ! N'eus ken 'met ur gizennad blev du ! Ha
plañsonet ouzhpenn, gant ur guchennad velen hag unan ruz ! Met
petra al laou eo an istor-se ?
Seul vui ez an war-raok, seul vui e
seblant din en em goll en ur bed graet gant blev, plañsonennoù
divuhez...
Poan 'm eus o kompren. War a
seblant emaon war ur gourvezvank goloet a gizennadoù liesliv.
Ur SPONT ! Penaos al laou on-me en
em gavet amañ ? Ha gant ur guchennad vlev hepken !
Mont a rin pelloc'h da welet.
Pelloc'h ! pelloc'h ! Ar
pallenn-gwele an hini eo a zo graet gant kizennadoù ! Met petra al
laou eo ar c'hiz nevez-se ?
Hag an heol ! Kompren a ran bremañ
perak eo gwer. E gwirionez, emaon-me en ur gambr hep tamm prenestr
ebet, hag ar pezh am eus me kemeret evit an heol a zo ul lamp gwer
!
An arrebeuri a zo damdostik
goloet-holl a gizennadoù.
Hag amañ, petra 'zo ? Un daol !
Un daol, warni ur berniad
kuchennigoù blev, ur re sizailhoù, plañsonennoù kroget,
damechuet,...
Tennañ a ra d'un daol
dastumer-blev.
Hag en armel, du-se, e foñs ar
gambr, petra 'zo ? Dilhad. Ya, dilhad evel-just. Met ispisial int
memestra !
Pailhetezennoù e-leizh, livioù
flamm, dilhad berr evit doare,...
« Aaaaaaaaaaaaaaaaaaah ! »
Met ! Met petra eo an trouz-se ? Ul
laouenn all !
Lavar din, displeg din 'ta, petra
emaon-me oc'h ober amañ ?
« Amañ emaout e kambr ur c'hast hag a droc'h ur guchennad vlev da
bep kliant ! »
|