 |
|
 |
Danevell 2 (live Lennegezh lise)
Kimiad
e brezhoneg aes
|
|

Dek eur noz a verke horolaj
bar-snack porzh-treizhañ Rosko. Noz-du
e oa abaoe teir eur dija, e-giz ma vez e Breizh adalek penn-kentañ
miz Du, goude da red an amzer bezañ distreset eus un eurvezh diwar
ziviz pennoù bras a Bariz. Ma-unan-penn e oan en ostaleri, azezet
ouzh un daol formika ruz-flamm, ur banne kafe du dirazon. 'N em
goll a rae ma selloù en tasad, evel pa vefe sujet ma frederioù da
fiñv ma loa ennañ - e-giz ar vuhez eo ul loa er c'hafe : he zreiñ a
raer hag he distreiñ, ingal en hevelep doare, hep na zegasfe deoc'h
takenn plijadur ebet; evit ober e-giz ar re all, traken -
A-daol-trumm e savis hag e lonkis peurrest ma c'hafe en un tenn.
Blaz c'hwerv an dourenn tomm-berv a chomas em c'horzailhenn.
Poent e oa din mont a-raok o vezañ
ma oa dleet d'ar vag loc'hañ da unnek eur rik. Tremen an harz a oa
ret din ober bremañ; hogen, ne save tamm aon ebet ennon rak ar pezh
a c'hellfe c'hoarvezout en abeg d'an dra a oa kuzhet em malizenn. Ne c'hoarvezje
netra.
Difrom e tiskouezis ma
c'hartenn-anv ha ma aotre da vont a-ziavaez-bro da implijadez ar
Brittany Ferries. Ouzh hen ober e
veizis splannder ar c'hemm a oa etre fotoioù an div baperenn
velestradurel. War an hini gentañ, graet daou vloaz 'zo, em boa un
neuz seder : ur mousc'hoarzh lirzhin a sklerijenne ma holl zremm,
ha ma daoulagad glas-gwer a oa leun-barr gant spi ha startijenn ar
yaouankiz. Eben avat, bet tennet nevez 'zo, a seblante bezañ e
gwenn ha du gant an teñval ma oa ma
fenn. Ma daoulagad, liv ar c'hwervoni warno, a oa troet da c'hris ;
linennoù ma dremm ne oant nemet roufennoù ken, ha liv ur gasoni
griz ha don a veze lennet warno. Daskoriñ a reas ar vaouez yaouank
ma faperioù din. En he selloù e santis ur skleur a druez, e-giz
m'he defe divinet ma holl blanedenn en un eilenn. Hini ebet
ac'hanomp ne rannas grik koulskoude, ha buan e trois kein dezhi da
vont davet ar vatimant dre un trepas gwer hir.
Nebeut war-lerc'h din bezañ pignet
war bourzh an Dukez Anna, e voe klevet
keflusker al lestr o kregiñ da fraoñval. Ur wech ouzhpenn e oan o
vont tramor, da vro ar melchon, ar Guinness hag ar Chieftains. Koulskoude, ne oa ket mall warnon ar
wech-mañ, ne oa tamm levenez ennon kennebeut,... mennet e oan; kaer
d'ar vuhez bezañ brizh-roudennek, un devezh e tibabit, dre gaer pe
dre heg, he dilezel; hag ur wech evit mat e sammit war ho choug an
truach en deus ho lakaet da c'houzañv ken pell. War ar pont e veze
santet nebeut an houl c'hoazh, hag en un iskis a zoare e chome an
amzer par da hini an douar. En noz-se evit gwir, ne oa mouch avel
ebet, ha klouar e oa an aer e-giz pa vije bet euvret douster an
devezh gant an douar d'e adskuilhañ da ziskar an deiz. Hogen,
heverkded an degouezh e lakae da vezañ dinatur, evel pa vije o
c'horiñ un darvoud mantrus ha dic'hortoz.
A-daol-trumm e savas ur gridienn
dre livenn ma c'hein. Ober a ris un hanter-tro, met ma-unan e oan
war ar pont panevet ur c'houblad krennarded a oa oc'h en em
darlipat ent-rankles dek metrad pelloc'h e harp ar spled-lestr.
Spontet me ma-unan gant ma zaol aon e tivizis mont d'am c'hambrig,
niverenn 310. A-raok he zizhout e tremenis e-biou da v/bar ar
mordreizher, e-lec'h ma oa ur strollad variété gall marc'hadmat o seniñ pop saoz en un
doare divlaz ha divalav dirak ul leurenn-zañs didud. An
dreizhourien dibaot e-pad an diskar-amzer goude da lanv miz Eost
echuiñ, a oa a-zevri gant o frenadennoù whisky, butun pe dour
c'hwez-vat. Evidon-me avat, ne oa ket ma frederioù gant mont da
sinema al lestr, e-giz ma kinnige mouezh an uhelgomzer en ur
saozneg fall, goude bezañ e embannet a-raok e galleg flour.
Mont a ris tre em c'habinenn, ha
prennañ an nor war va lerc'h. Ne voen ket pell o plegañ d'am
sorc'henn hag o tigeriñ ma malizenn. Aze, etre un toullad re loeroù
hag ur stammenn c'hloan louet-gell e oa skoachet ur bistolenn
BROWING etre div vanegenn ler du. He
flourañ a ris :
« Pegen souezhus, a soñjis, e c'hellfe ur bitrak, ur c'hoariell ken
bihan lemel ar vuhez da viken digant unan bennak ». Kriz e teuas
din da soñj e vefe ret din hec'h implijout d'en em zieubiñ diouzh
kozh eñvorennoù an tremened a zalc'he, hollvezant, da voureviañ ma
soñjoù. Diflipañ a reas ar bistolenn diouzh ma daouarn ha kouezhañ
war leur ma c'hambrig-lestr. Dre chañs ne oa ket bet karget ganin
c'hoazh rak, anez da-se, em befe resevet ur boled em gar moarvat.
Lakaat a ris ma fenn da gouezhañ etre ma daouarn ha kregiñ da
skuilh daeroù e-giz ar mammoù bosniat er bellwelerez, bec'hiet gant
glac'har marv o mibien pe o gwazed. A-greiz-holl e verzen pegen
gwan ha diskiant e oan dirak an diviz am boa kemeret. E-giz ur
bugel - pe ur struskañval - e oan bremañ o kuzhat diouzh ma selloù
an arm am boa dibabet, diwar lennadennoù puilh Agatha Christie em
yaouankiz, da vuntrañ,... d'he muntrañ.
Hi eo, he doa ma dallet gant he
c'hoantiz, he daoulagad glas e-giz douaroù Iwerzhon, he blev du
e-giz ar glaou, liv he c'hroc'hen ken gwenn, linennoù he dremm ken
kuñv. (...) Pep tra he doa da blijout, yaouankiz ha kened. Ne oa
ket bet pell o voemañ ac'hanon avat, ken aes ha tra e oa diwanet pe
gentoc'h tarzhet ar garantez ennon eviti. Adalek neuze e teuas da
vezañ, e-barzh red ar vuhez pemdeziek, un dakenn blijadur difin, ne
vern peseurt degouezh am boa d'he gwelet pe da glevout douster he
mouezh. Ne oa tra ebet d'am stagañ ouzh ar bed-mañ na oa liammet
ganti pe graet dezhi. Diharz e oa ma zrivliad eviti.
Hogen, ne oa ket kement-mañ evit
padout, hag en em zizober a reas diouzhin e-giz diouzh ur
c'hoariell uzet. Re yaouank e oa hervezi, evit chom stag ouzh ul
lec'h, ouzh un den, betek fin he buhez... ha pa ne vije ket bet
trawalc'h ar garantez a zougen eviti. Ma dismegañsiñ a reas,
ha
« mont da redek bro a-raok distreiñ d'hec'h hini » emezi, o laoskel
ac'hanon mantret ha digalonekaet krenn war he lerc'h.
Bemnoz koulskoude e tistroe d'am
gwaskañ dibaouez, d'am herzel da gousket, ha bemdez pa saven en em
santen gwanoc'h da giañ ouzh ar vuhez abalamour d'an droug am boa
gouzañvet an nozvezh-pad. Ul lazh-tud e oa deuet ar vuhez da vezañ
evidon, ul lazh-tud n'am boa ket an nerzh da c'houzañv. Ha derc'hel
a rafe da vezañ keit ha ma ne vefe ket dieubet ma spered diouzh he
gwask.
Bremañ koulskoude, bremañ ma oa ar
bistolenn dirak ma fri, n'en em santen ket gouest d'he bukañ
etrezek enni na da bouezañ war an draenenn... Nann, dinerzh e oan
dirazi, biken ne c'hellfen lakaat un termen d'he buhez na d'am
gwalleur. Dont a reas din komzoù a lavare ingal ma mamm-gozh a
blije dezhi an troioù-lavar :
« Bec'h 'zo war an tamm douar patatez-mañ ! ». Marteze a-walc'h ne
oa digoll evidomp eus krizder hon buhez nemet er bed all ? Sevel a
ris ma fenn ha sellet ouzhin er melezour a oa ouzh ar voger a-dal
din. Distronket e oa ma dremm evel hini ur bugel klañv, klañv gant
ar garantez. Ruz e oa ma daoulagad goude ar barrad daeroù, liv ar
ranngalon warno e-giz na vefe takenn buhez ebet enno ken.
A-daol-trumm, prizoniad ma gwallchañs, en em santis bac'het er
gabinenn am boa prennet me ma-unan an nor anezhi.
Tec'hout a ris neuze diouzh ma
c'hambrig-lestr, o leuskel enni ma malizenn digor-frank, ar
bistolenn war he gorre, hag an nor anezhi hanter-serr hepken. Mall
bras a oa warnon adkavout aer fresk bourzh ar vag, koulskoude e voe
darbet din kouezhañ en trepas... rustoc'h a galz e oa deuet ar mor
da vezañ a dra sur ; diaes e oa din derc'hel en ma flom en trepas o
klask bale. Pa zigoris dor an diavaez e resevis ur skourjezad glav
em fas kaset gant un avel greñv. Savet e oa ur barrad amzer, bremañ
e oa kuitaet arvor Breizh evit an donvor, a-boan ma c'helled
spurmantiñ c'hoazh tour-tan ... o teurel e vannoù gouloù a-dreuz
mor Breizh dirollet. Meizout a ris ar c'hemm mantrus a oa gant stad
an amzer div pe deir eurvezh abretoc'h en noz, pa oad o kuitaat
Rosko... ya, un darvoud mantrus a oa da erruout.
Gleb-teil e teuas buan ar roched
kotoñs skañv a oa war ma c'hein da vezañ, met ne felle ket din
distreiñ d'am c'habinenn, d'en em gavout adarre gant ar soñjoù du a
vagen, digenvez, amañ da nebeutañ... merzout a ris a-greiz-holl em
boa aon razon ma-unan. Daoust ha petra an diaoul e oan deuet da
vezañ ? Foll ? Daoust hag e chome din na vefe nemet un abeg da
zerc'hel da vont bremañ p'he doa distrujet an tamm youl nemetañ a
chome ganin d'en em zieubiñ diouti ?
E-giz ur respont e voen kaset
daoust din betek ar spled-lestr, evel un delienn varv didalvoud
kaset-degaset gant avel an diskar-amzer. Skilfet e voe ma fas ha ma
bruched noazh dizoloet, digor ma roched, gant morc'hlav stank ur
banne avel lemm. Hep bezañ gouest da stourm en em gaven o stekiñ
ouzh listenn ar vag, bevenn pellañ etre ar pont ha mor Breizh
kounnaret. E-giz un tonkadur e veizis an darvoud ha d'am eñvor e
teuas gwerzennoù Jakez Konan, o doa ma lakaet da soñjal un devezh e
oa skrivet ma flanedenn enno :
Barzh n'en on na sonour
Den n'on ken ankeniet
Sklav ha mab d'am labour
Sujadenn chadennet...
Ya, kement-se holl a oa bet ma lod
betek-henn ; hogen ma zruaj a labour a oa deuet da vezañ re bounner
e zougen. Ur vuhez divlaz, dister e oa ma hini; nijal a reas ma aon
kuit, n'em boa ken nemet en em leuskel da vont evit adkavout ma
frankiz bremañ en ur bed all,... gwelloc'h marteze.
« Kenavo Nora, a youc'his, kenavo da virviken ». Met troc'het berr
e voe son ma mouezh gant ar barrad avel en doa ma c'haset d'an
traoñ, davet an dour meur, divent, dizanv. Davet enez an Tir Na
N-óg marteze ?
Moarvat e voe klozadur ar polis
a-ziwar ma steuziadur
« marv dre wallzarvoud », rak biken ne voe adkavet ma c'horf,
lonket gant an uhelvor.
|
 |
|
 |