 |
|
 |
Danevell 26 (live Lennegezh lise)
Un afer vat evit an douristelezh
e brezhoneg aes
|
|

An dek a viz Du, un devezh evel ar
re all, amañ e Pariz eo gris an oabl, gant ar c'houmoul hag ar
saotradur. Unnek eur hanter eo, ha yenoc'h ha teñvaloc'h eo an
amzer eget da nav eur vintin. Divizet em eus mont da welet penaos e
ya an traoù gant ar Volz-Enor. E-leizh a otoioù a zo er straed,
trouzus-spontus int ha diwarno e sav ur seurt brumenn gant o moged
brein. Dianalus eo an aer. War-lerc'h ur c'hardeur bale on
degouezhet, a-benn ar fin. Ne dostaan ket re outi. Kement a otoioù
a vez atav amañ. Ha me ha sellet outo : Alpha-Romeo, Laguna, BMW,
Clio, Twingo, Fiat Brava, Ford Escort, Espace, Mercedes... Tud 'zo
o deus kirri kaer memestra ! Ar Volz-Enor n'eo ket cheñchet, atav
er memes plas, ar memes liv warni, hag atav kement a dud o
weladenniñ anezhi, Japaniz dreist-holl, gant o blok-not, o c'hreionoù, hag o
binvioù-luc'hskeudenniñ. Aaa, Japaniz gaezh, dedennet gant pep tra
ha forzh petra ! Treiñ a ran va c'hein outi, kreisteiz nemet dek
eo. A-boan graet tri faz ganin setu ma klevan un trouz spontus,
pemzek bombezenn plantet mat en-dro d'ar volz, war al leur grenn, a
zo tarzhet. C'hwec'h karr-tan a zo tarzhet ganto : un R5 gwer-gris
kozh dek vloaz, un Alpha ruz nevez flamm, ur Zx c'hlas, un Twingo
gwer gant he fegsun Wales, ur C'hlio du
NRJ hag ur Mercedes gwenn. Pebezh
moc'herezh ! Abalamour d'an darzhadenn-se ez eus devet ur re votoù
gourglazard, ur maligorn, div logodennig wenn, dek den, ur c'hazhig
du, pemp kilo dramm, pemp Japanad, ur c'hi blev rodellek, ur
gevnidenn, ur peskig ruz en e sac'had dour, hag ur babig. Un nebeud
bernioù kelligoù a zo bet gloazet ivez. O klevout hag o welout ar
gwalldaol, eo chomet an holl otoioù a-sav. Paouezet eo red an
amzer. Trouz ebet ken, fiñv ebet ken. Tamm-ha-tamm e sav an dud
e-maez o c'hirri-tan, o beg damzigor, o selloù dispourbellet troet
ouzh an tantad brav-meurbet peg er c'hirri, en-dro da leur-grenn ar
Volz-Enor. Met buan a-walc'h e tegouezh ar gelaouennerien hag ar
bomperien gant o c'hirri-samm bras ruz-flamm. Lakaet o
zokeier-houarn war o fenn, e tiruilhont o zuellennoù hag e troont
anezho war-zu an tan. N'int ket pell o lazhañ anezhañ. Kelaouet eus
an darvoud, Berc'hed B. hag ar g-K.G.L. (Kevredigezh Gwareziñ al
Loened) ne c'hellont ket mirout da huchal :
« Emaon o vont da glemm, un dra bennak a zo ret ober evit al loened
a zo marvet abalamour d'an darzhadenn daonet-se. Mezhus eo lazhañ
loened en doare-se ! ». Ha setu ur viñsaskell c'hlas o tont en
oabl, an Aotrou Prezidant eo (en deus lezet e wreg, ur voutailhad
champagn hag un dousennad istr war e lerc'h evit dont da welet
petra c'hoari amañ) ? Ya, eñ an hini eo. Teurel a ra ur sell ouzh
an dismantroù ha treiñ a ra diouzhtu ouzh ar gelaouennerien o kemer
un neuz gwall drubuilhet. Kregiñ a ra gant e brezegenn, hep gortoz,
o tisplegañ eo feuket-bras gant an darvoud-se, e-giz an holl
C'hallaoued, ha ne gompren ket penaos e c'hell tud 'zo en deiz a
hiziv, bezañ gouest d'ober seurt traoù, ha diskleriañ a ra
ez-ofisiel ne labouro Gall ebet warc'hoazh hag e vo douget kañv
gant an holl e Bro-C'hall. Sur-a-walc'h en deus disoñjet ar
paourkaezh prezidant-se e vo an Unnek a viz Du warc'hoazh, devezh
dilabour forzh penaos, devezh an arzav-brezel, an devezh ma tle
ober ur brezegenn war galonegezh ar soudarded er brezel 14-18, an
devezh ma tle ar soudarded ober un dibunadeg dirak ar
Volz-Enor.
Bremañ distro er gêr ne glevan komz
nemet eus an torfed-se, ha pa vefe gant an dud er straed, er
gelaouenn, er skingomz, er skinwel. Doaniet kenañ-kenañ eo ar
C'hallaoued :
« Piv en deus gellet ober an torfed-se ha perak ? ». Lakaet eo bet
holl fliked Bro-C'hall war an afer. Kement hini n'eo ket re sklaer
e-keñver Bro-C'hall pe e-keñver an afer-se a vez toullbac'het.
Tamm-ha-tamm e vo leuniet an toulloù-bac'h gant Euskariz,
Islamisted, Breizhiz...
An Unnek a viz Du : bodet eo an
deputeed c'hall evit kaout un tamm kaoz kenetrezo hag evit diskouez
e ya an traoù war-raok. Disoñjet ganto pe zeiz eo e tivizont lakaat
an Dek da vezañ un devezh dilabour. Er skinwel ne glevan kaoz nemet
eus ar gwalldaol ha ne welan nemet an tantad lazhet gant ar
bomperien. N'eus dibunadeg ebet diouzh ar mintin, ha ne glevan ger
eus ar brezel 14. Arzav-brezel ebet ar bloaz-mañ ! An dud nemeto
aet war leur grenn ar Volz-Enor a zo skiantourien hag istorourien a
bep bro o klask kement tamm a c'hell sikour anezho, heuliet gant
kelaouennerien oc'h ober o micher. Ne ya ket an afer war-raok tamm
ebet. Ma soñj dezho e kavint roudoù un torfedour bennak amañ...
Tremenet 'z eus ur sizhunvezh abaoe
an devezh D ha gwall drubuilhet eo an dud c'hoazh. Den n'eo laouen,
pennoù mouzhet o deus holl. Koulskoude e ya mat an traoù gant an
douristelezh, dont a ra tud a bep lec'h da welet al lec'h :
touristed dedennet gant an istor pe o klask istorioù da gontañ,
skiantourien hag istorourien o tont da sikour, politikourien o
lavarout int fromet hag o lavarout e komprenont ar C'hallaoued,
kement hag un tamm bruderezh mat evito, kelaouennerien, hag a bep
seurt tud all.
Pa soñjan e reer kement a reuz evit
ur savadur kozh kouezhet en e boull. Ha kement a jeu a vez graet pa
vez distrujet HLMoù ? Ket, met ar
volz-enor e oa.
|
 |
Un afer
vat evit an douristelezh |
|
|
 |