 |
|
 |
Danevell 25 (live Lennegezh lise)
Er Gêr
e brezhoneg aes
|
|

Aaa !!! Kousket 'm eus mat en
noz-mañ ! Evit ur wech n'eo ket bet re drouzus an nozvezh... Ooo
!!! Trouz a glevan... Sur a-walc'h emañ ar gwaz o sevel. Alies e
vez an hini kentañ en e sav, sur a-walc'h e plij dezhañ sevel
abred. Ha ma komprenan mat, eo e anv Marsel, pe Tadig, pe un dra a
seurt-se. D'am soñj eo an daou anv-se, dre ma respont pa vez
lavaret Marsel, pe Tadig dezhañ. Met marteze e fazian... Met n'eus
forzh ! Anavezout a ran anezhañ dre e welet, pe neuze dre e glevout
anezhañ o komz, pe c'hoazh o klevout trouz e bazioù pa vez o vale.
Aaa ! Savet eo Marsel. Trouz ar gwele o wigourat a glevan. Mat...,
bremañ emañ o vont d'ar privezioù. Ezhomm en deus atav mont d'ar
privezioù, dres pa vez o paouez sevel. Me n'on ket evel-se !
Aaa ! Setu trouz adarre. Ar wech-se
emañ ar wreg o sevel. Drol eo, hi ivez a ya d'ar privezioù, ur wech
war-sav. Ah ! Setu an tad oc'h erruout.
« Demat dit Marsel ! » Ah ! met gwir eo ne gompren seurt ebet eus
ar pezh a lavaran ! Ha me ne zeuan ket a-benn da gompren kement tra
a lavar an dud kenetrezo kennebeut ! Perak hon eus ur yezh
disheñvel ? Ma..., ne vin ket gouest da lavaret deoc'h, dre ma
n'ouzon ket ! Met ar pezh a ouzon eo ez eo torr-penn, me 'lâr
deoc'h ! Ne c'hellomp ket en em zaremprediñ, ha kement-se a gavan
dipitus. Met e-lec'h komz, sellomp ouzh ar pezh emaint oc'h
ober.
Ar wreg a zo erruet ivez. Hec'h anv
a zo Michelle, pe Mimi, pe c'hoazh Mammig. N'ouzon ket re... Holl
int damheñvel, met dre ma ne gomprenan ket ar pezh a lavaront,
divinout a ran kentoc'h, n'on ket gouest da vezañ sur !...
Ooo ! Lakaat a reont traoù da
zebriñ war an daol ! Deomp da welet ha n'eus ket un dra bennak mat
evidon... Flip, flip ! Ha setu me war ur gador e-kichen an daol.
Mamammm ! C'hwez vat a zo ! C'hwez al laezh, an amann... Ha ma
klaskfen tapout un dra bennak ? Flip ! Setu me tost war an daol
!
« Kerzh kuit alese, Surya !!! 'Peus ket ar gwir da vont war an daol
!!! » Opala ! N'eo ket laouen Michelle war a seblant ! Gwelloc'h
din mont kuit, ha buan ! Perak ne 'm eus ket ar gwir da zebriñ ?
Debriñ a reont, int. Ha kalz, ouzhpenn-se !
Ooo !!! Met trouz a glevan adarre !
An trouz-se, ne c'hall bezañ nemet ar vugale o sevel. Bez' ez eus
tri anezho. An dud jentilañ int, hag en dud torr-pennañ ivez. Met
ne ra forzh, dre ma'z eus tu c'hoari ganto, ha c'hoarzhin ivez.
Gant Marsel ha Michelle e vez ret din chom sioul atav (pe dost !).
Ha n'em eus ket ar gwir d'ober traoù 'zo... Met gant an tri all e
c'hellan ober kalz traoù ganto. Hag ober a reont ivez kalz traoù
ganin. O anvioù a zo : Enola, Kevin hag Anjela, ma 'm eus komprenet
mat evel-just ! An hini vrasañ eo Enola, hag an hini vihanañ eo
Anjela. Met ne ran ket forzh eus an dra-se. An dra bouezusañ eo o
jentilded, hag an hini a gavan ar blijusañ eo Enola. Dreist eo
bezañ ganti.
Met, setu Kevin oc'h erruout. «
Demat Surya !
- Demat dit Kevin !
- Ha neuze, penaos 'mañ kont ganit Surya ?
- Mat-tre Kevin ! Ha demat deoc'h merc'hed !
- Mont a ran buan da welet Enola.Ha neuze Surya, kousket 'peus mat
?
- Ma, ya, 'vel-just ! » Ah !!! Met gwir eo ne gomprenont ket ar
pezh a lavaran ! Bah... n'eus forzh !
Chañs o deus memestra da c'hellout
debriñ. Me, n'em eus ket ar gwir da gaout netra. Ha setu, echu o
deus holl debriñ. Petra 'raint bremañ ? A ya, soñj 'm eus... mont a
raint d'en em wiskañ. Ale, mont a rin betek kambr Enola d'en em
naetaat un tamm memestra. N'eo ket peogwir ez on disheñvel ne
c'hellan ket en em naetaat un tamm ivez.
Eee !!! Met prest int dija ! Hag en
oto int pignet holl dija ! Ya, holl... Enola, Kevin, Anjela, Marcel
ha Michelle. Ha me ? Ma... Chom a rin ma-unan er gêr 'vel boaz. Met
da belec'h ez eont bemdez ? Pebezh goulenn !!! Biken ne c'hellin
gouzout, 'm eus aon ! Ne lavaront ket din da belec'h ez eont, pe
neuze ne gomprenan ket eus petra e reont anv. Gerioù iskis a
implijont a-wechoù, ha ne ouezan ket ar pezh a dalvezont. Ma...
n'eus forzh. Ret eo din ober traoù da dremen an devezh. Da gentañ e
echuin en em walc'hiñ.
Ha setu, graet eo ! Ma... petra
'rin bremañ ?... Gouzout a ran !!! Mont d'ober un droig er-maez.
Flip ! Ha setu me e-maez an ti. Aaa !!! Vad a ra en em gavout
er-maez. Kerzhomp un tammig... ha setu me war ar ru. N'eus ket da
lâret, n'eus ket kalz otoioù o tremen dre amañ ! Ha gwell-a-se !
Trankiloc'h eo an traoù evel-se. Ooo !!! met setu ur mignon din
oc'h erruout ! Deomp buan da welet anezhañ.
« Demat dit Jonnhy ! Penaos 'mañ kont hiziv ? » Ar wech-mañ ez eo
ur mignon a gomz ar memes yezh ha me ! « Mat, mat-tre ! Ha ganit,
penaos 'mañ kont ?
- Mat-tre ivez ! Hag a nevez ?
- Ma... nebeut a dra atav !... Aaa, geo !!! Gouzout 'rez, ma
amezegez...
- Ya
- Ma. Bugale he deus bet ! Daou !
- Gwir ? Ha bet out o welet anezho ?
- Ket... 'm eus ket bet tro c'hoazh
- Ma... reiñ a ri din keloù neuze.
- Ya, ya, 'vel-just !
- Ma... pase poent din mont ! Kenavo !!!
- Kenavo ! »
Aa... vad a ra gwelet ur mignon,
evit gellout komz. Distreiñ a rin d'ar gêr bremañ... da gousket un
tamm. Aaa... kousket hep bezañ direnket gant an dud. D'an nebeutañ
e c'hellin kousket c'hwek.
Ouh ! Poent din dihuniñ ! Klevout a
ran an oto o tont en dro dija ! Tremenet eo buan an devezh hiziv.
Gwel-a-se, rak n'em eus ket kalz traoù d'ober pa ne vez ket ar
familh er gêr. Setu int erru holl. Ooo... met staliañ a reont an
daol evit debriñ. Marteze em bezo ar gwir da zebriñ un dra bennak
ar wech-mañ, rak en o c'heñver, n'em bez ket alies da zebriñ !
Mamammm... traoù mat a lakont ouzhpenn-se ! Ha me ? Roit din un dra
bennak da zebriñ. Ar gwir 'm eus da zebriñ ivez. O tebriñ emaoc'h
atav, setu e c'helloc'h reiñ un dra bennak din, ket ?
« Ale, deus Surya ! Un tamm boued a roin dit. »
A-benn ar fin ! Pase poent 'oa !
Naon-du 'm eus, tripledie !
« Paouez da glemm Surya, ha deus ! »
Setu, echu ma fred ganin ! Mat e
oa, me lâr deoc'h ! Met deomp kentoc'h da welet ar pezh a ra an
dud... Enola da gentañ. E-barzh he c'hambr emañ-hi. Opala ! O
labourat emañ-hi. Tres sirius 'zo warni... Leuskel a rin anezhi
gant he labour neuze. Ha mont a rin da welet Kevin, o tremen dre
gambr Marsel ha Michelle, da deurel ur sell outo.
O lenn emaint o-daou, astennet war
o gweleoù. N'eo ket gwall zedennus evidon pa ne ouzan ket lenn...
Deomp kentoc'h da welet Kevin. Oh, met setu Anjela.
« Ale, deus ganin 'ta Surya ! » Eee ! Met n'em eus ket c'hoant mont
ganit ! Laosk ac'hanon ! Met nann, 'm eus ket c'hoant da vont da'z
kambr Anjela !
Ha setu, laosket he deus ac'hanon
da vont. Mat..., e pelec'h emañ Kevin bremañ ? N'emañ ket en e
gambr, nag er sal-dour... Ah, setu-eñ. Er sal-debriñ edo. N'ez peus
ket c'hoant c'hoari ganin, Kevin ? Ale, mar plij.
« Aaac'h ! Laosk ac'hanon trankil, Surya ! » Met perak ne rit ket
ar pezh 'm eus c'hoant ? Ober a ran ar pezh a lakait ac'hanon
d'ober ! Neuze Kevin, c'hoari ganin ! Un urzh eo !
« Kerzh kuit Surya ! » Oula ! Ar wech-mañ eo gwelloc'h din mont
kuit, ma n'em eus ket c'hoant pakañ ur flac'had. Aaa, setu Anjela.
Marteze e vo plijet o c'hoari ganin. Klaskomp... Ya, a-du eo !
Pebezh chañs !
Ouou ! Vat a ra c'hoari ha
c'hoarzhin. Met skuizhus eo ! Ha mont a rafen a-walc'h da gousket.
Forzh penaos e vo poent d'ar vugale mont da gousket, koulz din mont
ivez neuze. Ha ma 'z afen da gambr Enola en noz-mañ ? Pebezh soñj
mat ! Ale, deomp !
« Ket, ne zeui ket en va c'hambr en noz-mañ, Surya. » Aa, kaoc'h !
Deomp da welet kambr Kevin neuze. Serr eo an nor. Ha dor kambr
Anjela a zo serr ivez. Ret e vo din kousket er saloñs neuze. Aaa,
n'eo ket aes bezañ ur c'hazh a-wechoù, me lâr deoc'h !
|
 |
|
 |