Danevell 19 (live Lennegezh lise)
Ar wallhuñvre
e brezhoneg aes
|
|

E-kreiz an diskar-amzer e oa. Krog
e oa ar yenijenn da barañ war hon douaroù.
Un nozvezh, ha me aet da bourmen
gant va zud war an draezhenn en Amied, e oa c'hoarvezet un darvoud
spontus.
Pa oamp distroet eus ar
bourmenadenn, e oan pignet betek ma c'hambr da gerc'hat ur stammenn
domm. Digoret em boa an nor, hag aze !!! Gwelet em boa va c'hoar
daoubleget e-kichen va gwele, ur gontell en he dorn, leun a wad
warni. Pa 'm boa gwelet an dra-se, deuet tomm din, em boa huchet
gant ar boan-galon ha roet ur flac'had din va-unan, pa ne oan ket
evit krediñ ar pezh a welen. Met siwazh din, re wir e oa. A-raok
mervel he doa lavaret din :
« Aet eo kuit ! Lenn ar paper a zo war ma burev ! » Ha serret he
doa he daoulagad.
Skodeget e oan, ne gomprenen seurt
er pezh he doa bet c'hoant da lavaret din. Piv 'oa aet kuit ? Petra
'oa c'hoarvezet, hag eus peseurt paper e oa kaoz ?
Aet 'oan da c'hervel va zud,
buan-ha-buan, en ur leñvañ. Erruet 'oant dirak va c'hoar, an dour
en o daoulagad. Soñj 'm eus gwelet va mamm o lavaret :
« Perak ? Perak eo c'hoarvezet an dra-se d'am merc'h, va merc'h
din-me, n'eo ket posubl !... »
Daou zervezh goude ar
gwallzarvoud-se e voe lidet an interamant. E-pad an daou zervezh
n'em boa graet nemet soñjal em c'hoar hag er marv, o leñvañ hag o
klask kompren perak e oa aet d'en em zistrujañ. Dervezh an
interamant eo em eus bet soñj eus ar pezh he doa lavaret din a-raok
mervel. Adalek neuze eo em eus komprenet. Diouzhtu goude an
interamant on pignet e kambr ma c'hoar. Un tamm paper a oa war he
burev, evel m'he doa lavaret din a-raok mervel. War ar paper-se he
doa skrivet hec'h huñvre ziwezhañ. Dibaoe pell dija e ouien e
skrive va c'hoar hec'h huñvreoù bep mintin evit nompas disoñjal
anezho. Skrivet he doa anezhi gant liv du war ar paper lizher am
boa profet dezhi evit he deiz-ha-bloaz.
« En noz-mañ em eus huñvreet gant un dra bennak spontus ha digredus
war un dro ! O pourmen e oan gant va c'hi, Fridu, e koad Keryann.
Ar wech-mañ e oa brav an amzer en va huñvre. Iskis-tre e oa : leun
a laboused o nijal hag o c'hwitellat kreñv er gwez ha tro-dro
deomp. Ha kalz a drouz gant o divaskell. Fridu a grogas da harzhal
ha da lammat evit klask tapout anezho. "Paouez 'ta ! Fridu !" am
eus huchet outañ, met siwazh, kenderc'hel a reas da harzhal,
kreñvoc'h c'hoazh. Aon am eus bet ha kroget on da redek ar buanañ
posubl. Redek a rae Fridu ganin en ur harzhal hag al laboused a
heulie ac'hanomp. Hag a-daol-trumm on chomet a-sav, ur c'horfad aon
ennon : un den a oa e penn an hent, o sellet ouzhin. Gwisket e oa
gant ur stammenn re verr dezhañ hag ur vragez zu; war e benn en doa
un tog gell toullet en e greiz, gant ur boled fuzuilh sur a-walc'h,
hag en e zorn e oa ur gontell. »
Diouzhtu pa 'm eus lennet ar ger
kontell eo deuet war va spered skeudenn
va c'hoar e-kichen va gwele, ar gontell en he dorn.
Ha me ur pennadig o sellet outañ; n'on ket chomet re bell avat,
rak buan on aet d'ar red en tu all, kement a aon a oa ennon. Chomet
e oa Fridu da harzhal dirak an estrañjour. Met hemañ ne chomas ket
pell gant ar c'hi, un taol kontell en e gof hag echu. Ha me o redek
ken buan en ur leñvañ, ne gomprenen ket ar pezh a c'hoarveze ganin.
Piv 'oa an den sot o redek war ma lerc'h ? Petra 'felle dezhañ ?
Dre ma reden em eus troet ma fenn ha gwelet an den o redek
buan-kenañ war ma lerc'h. Ken buan ez aen-me, ma'z on kouezhet, ha
n'em eus ket bet amzer da sevel adarre da dec'hout kuit : erru an
den em c'hichen dija, e gontell buket war va zu. Huchet em eus
kreñv "Sikour din ! Sikour din ! Petra 'm eus graet deoc'h, pa'z
oc'h ken drouk ouzhin ?" Hag eñ em c'hichen ne rae ket van eus ar
pezh a lavaren.
"C'ha ! C'ha ! Ne dalvez ket ar boan dit huchal evel-se ! Ne vi
klevet gant den !" emezañ. Ha neuze, dres p'edo o vont da lazhañ
ac'hanon on dihunet, o leñvañ gant ar berralan ha gant an aon. Setu
aze va huñvre !!
Huñvre nozvezh an 03/10/75
Goude bezañ bet lennet huñvre va
c'hoar em eus bet soñj bezañ bet klevet anezhi o huchal en
nozvezh-se. Goude bezañ bet graet ar wallhuñvre-se e oa deuet da
gousket ganin en va gwele. Alies-tre p'he deveze va c'hoar
gwallhuñvreoù e teue en ma c'hambr. Ar wech ziwezhañ dezhi 'oa en
nozvezh-se. Merzet em boa ivez he doa muioc'h a aon eget boaz, kalz
muioc'h he doa leñvet.
« Setu aotrou komiser, setu perak
on deuet da gaout ac'hanoc'h. Pe ez eo deuet hec'h huñvre da wir,
pe ez eo aet d'en em zistrujañ gant an aon.
- N'eo nag an eil nag egile. Bet on an deiz all e kambr da c'hoar,
ha merzet em eus he doa skrivet hec'h huñvre a-raok an nozvezh ma
oa deuet da gousket en da gambr. Rak brouilhoñs an huñvre am eus
kavet dindan he gwele. Fin-tre e oa da c'hoar ! Graet he deus an
neuz da ginnig un huñvre hervez an doare m'he doa c'hoant en em
zistrujañ, o soñjal ne vefe den speredek a-walc'h evit mont da
furchal en he c'hambr ha da gavout he brouilhoñs.
- Da lavaret eo n'he doa ket mui va c'hoar c'hoant bevañ; eviti e
oamp tud diskiant penn-da-benn, a lavaris o vousleñvañ.
- Ya ! Da c'hoar he doa c'hoant lakaat ac'hanomp da grediñ e oa bet
lazhet gant unan bennak. Sot e oa deuet da vezañ, d'am soñj, a
respontas.
- Trugarez vras deoc'h da vezañ deuet aotrou komiser !
- Mat eo ! Chañs vat deoc'h evit an dazont, kenavo !
- Deoc'h ivez, kenavo ! »
|