Danevell 32 (live Lennegezh lise)
Lizher al lazher
e brezhoneg aes
|
|

« D'am gwreg, d'an Urzh. El lizher-mañ e tisplegin perak ez on en
em zistrujet. »
Pep tra 'grogas e penn-kentañ ar
bloaz, e-pad kentañ nozvezh al loar nevez evit bezañ resisoc'h. En
noz-se e kouskis fall-tre, bet 'm boe un huñvre iskis. Huñvreal a
ris e oan o pourmen er Yeun Elez pa dagis a-greiz-holl unan bennak
a oa o tremen dre aze. Antronoz vintin, abred, pa zihunis, e oan en
noazh em gwele, ha blaz ar gwad em beg. Ne oan ket bet spontet gant
kement-mañ, met, pa sellis ouzhin er melezour e teuas ar c'hwezenn
war va zal. Spontus e oa ar pezh a welis. Ruz e oa va dremm ha va
dent gant ar gwad a oa warno ha drailhennoù kig a oa chomet
a-istribilh etre ma dent. Ha me, war a seblant, a oa dic'hloaz.
Pa zigouezhis er c'homiserdi e voen
kaset diouzhtu betek burev ar c'homiser. Eñ an hini eo a lavaras
din e oa bet kavet un den marv er Yeun Elez hag e oan karget da
gavout ar muntrer.
Degouezhet war al lec'h e voen ken
heuget ha ken spontet gant ar pezh a welis ma voe tost din semplañ.
N'eo ket ur c'horf a oa ledet dirazon met un tamm kig
hanter-zebret, tra ken. Ar pezh a oa bet ur c'horf, a oa goloet,
penn-da-benn pe dost, gant kelien. A-boan ma vezent direnket pa
fiñvemp, ken mat e tlee bezañ ar friko. Dizremm e oa ar c'horf,
dic'houzoug, an divesker hag an divrec'h a oa hanter zebret, eus ar
bruched ne chome mui nemet ar c'hostezennoù ha ledet oa ar
bouzelloù war an douar; ret-mat deomp sellet pizh e pelec'h lakaat
hon treid, me ha va skipailh. Diaes e oa kavout roudoù war an douar
abalamour d'an holl dud a oa tremenet dre aze. Neuze e c'houlennis
gant an dud a oa o chom er Yeun Elez hag-eñ o doa klevet pe gwelet
un dra bennak divoas. Respont a rejont holl o doa klevet ur bleiz o
yudal en noz.
E fin an devezh, goude bezañ bet
klevet holl annezidi ar Yeun Elez, divi, mezevellet gant darvoudoù
an devezh, ez is diouzhtu da gousket, hep debriñ. En noz-se ivez e
kouskis fall hag em boe un huñvre all. Ar wech-mañ e huñvreis e oan
o vale er Yeun Elez pa voen taget gant ar bleiz. Met e-lec'h
zic'houzougañ ac'hanon, e tirogas ma dilhad en ur glask krougañ
ac'hanon. D'an ampoent-se e voen sachet e-maez va hun gant an
dihuner o seniñ hag e tisoñjis an huñvre-se.
An devezh-se, goude bezañ roet ma
rentañ-kont d'ar c'homiser, e voe roet an urzh d'ar warded-chase
klask ur bleiz er Yeun Elez ha lazhañ anezhañ. Met ne voe kavet
roud ebet anezhañ.
Ne c'hoarvezas netra ken betek an
eil loar nevez. En noz-se e c'hoarvezas an hevelep tra hag e-kerz
kentañ nozvezh al loar nevez. Hag an hevelep reuz e voe evit an
trede, pevare, pempvet ha c'hwec'hvet loar nevez.
Goude ar c'hwec'hvet loar nevez e
soñjis e oa ul liamm etre va huñvreoù hag al lazhadegoù. Adalek
neuze e krogis da dremen va mintinvezhioù el levraouegoù, ha va
abardaevezhioù em zi, va fri el levrioù evit klask enno un diskoulm
d'ar reustl-se. Met ur gudenn a oa : ne ouien ket petra, ez-resis,
edon o klask diwar-benn al Lazher pe
Euzhvil ar Yeun Elez, evel ma oa bet
lesanvet gant an dud hag ar c'helaouennoù. Met eüruzamant, dre
sikour va huñvreoù, e welis, tamm-ha-tamm, al Lazher. Dre se e
ouezis ne oa al Lazher nag un den nag ur bleiz, pe forzh peseurt
kigdebrer, nag un euzhvil anavezet. Met dre ar pezh a c'hoarveze
ganin da vare al loar nevez e ouezis piv e oa al Lazher....
« Ha neuze ?a lavaras an
archer.
- Ha neuze petra ?
- Perak 'peus diskouezet al lizher-mañ din ?
- N'ez peus ket merzet ?
- Merzet petra ?
- Met Yann, a respontas an intañvez,n'eo ket Pêr en deus skrivet al
lizher-mañ ha gouzout a rez an dra-se mat-tre rak...Yann...Mont a
ra ? Petra c'hoarvez ganit ? »
A-daol-trumm oa kresket dent lemm,
blev un tammig e pep lec'h, ha divskouarn bras da Yann.
An devezh goude, war bajenn gentañ
ar c'helaouennoù, e oa tu lenn e oa bet kavet marv, er Yeun Elez,
an archer Yann Durc'haer, ur boled en e benn, e-kichen korf e
hanter-zebret a wreg.
Daou viz goude e tisklerie ar
c'helaouennoù e tlee bezañ Yann Durc'haer al lazher dre ma ne oa
bet debret den ebet abaoe div loar nevez. Met ur bloaz goude e voe
kavet korf hanter-zebret un den er Yeun Elez....
DIECHU...
|