Danevell 14 (live Lennegezh lise)
Paour-kaezh Aldo
e brezhoneg aes
|
|

Setu un istor a-vremañ, un istor
trist ha gwirion, hag a sell ouzhoc'h kement hag ouzhin, hini Adolf
ar skinhead eo.
Ur paotr desavet mat e oa,
diskennad ur familh skinhead a feiz vat. Aldo a veze graet anezhañ gant e vignoned.
A-viskoazh e oa bet disheñvel diouzh paotred e ouenn : labourat mat
en doa graet er skol ha vejetarian e oa; hogen ne oa ket kement-se
ar grevusañ hervez e familh : ne gomprene mui Aldo pal ar vuhez. Ne
felle mui dezhañ tremen nozvezhioù laouen gant e dad o skeiñ gant
an Arabed hag ar re Zu, evel ma raent un nebeud bloavezhioù 'oa.
Distrujañ beredoù zoken ne lakae mui anezhañ da c'hoarzhin.
C'hwezek vloaz e oa neuze, ha kollet en doa ar feiz dija.
E-pad pell e klaskas e dud un
diskoulm d'ar c'hleñved-se, betek mont da gaout medisined e-leizh,
met en aner, rak ne voe kavet diskoulm ebet gant ar re-se
kennebeut.
Un deiz ma oa e dad o lemmañ e
gontell, e teuas tre e kambr Aldo evit komz gantañ diwar-benn e
gudenn, hag e lavaras dezhañ :
« Aldo ! Petra a c'hoarvez ganit ? O treiñ da fall emaout, ha
dipitet-bras on gant da emzalc'h. Displeg 'ta, displeg din ar pezh
a c'hoarvez ! N'out ket laouen ganeomp ? Ne gav ket deomp e vijemp
bet kasaus ganit : d'az eizh vloaz out bet aotreet da vutuniñ, d'az
tek vloaz hon eus laosket ac'hanout da lazhañ un den da-unan-penn,
ha d'az taouzek vloaz hon eus kaset ac'hanout d'un ti-krampouezh.
Me 'gav din omp bet tud reizh ha jentil a-walc'h. Koulskoude hor
bije gellet bezañ drouk. »
Kerkent ha ma echuas gant ar
frazenn-se e kounnaras an tad, hag e troc'has beg e viz gant e
gontell. Aldo a chomas astennet war e wele, mut ha parfet, o
vutuniñ un iskis a sigaretenn. Kregiñ a reas an tad d'e gunujenniñ,
hogen difiñv e chomas Aldo da sellet, sebezet gant ar moged liesliv
o tont er-maez eus e c'henoù. Kriz da vat ez eas penn an hini kozh,
lufrus e zaoulagad. Kregiñ a reas da valbouzat en ur youc'hal outañ
:
« Sell penaos out bremañ, gant da vlev hir ha da sandalennoù, ha
"frankiz" eo an dra-se marteze ? E-kerz an devezh ne rez mui nemet
selaou Ravi Shankar hag Alan Stivell ! Ne gav ket dit eo poent
paouez gant ar sotonioù-se ? Bemdez e lakaez da vamm da leñvañ
ganto ! Ma'z eo leun da benn a deneridigezh eo pase poent dit
kuitaat an ti-mañ, diouzhtu ! » Bannañ a reas e gontell etrezek an
nor, ha redek kuit er-maez eus ar gambr.
Sevel a reas Aldo goustad diwar e
wele ha kemer e sac'h, e c'hitar hag un nebeud aferioù en armel. En
ur guitaat e gambr e skuilhas ur voutailhad dour javel war banniel
Bro-C'hall stag ouzh an nor hag e lakaas en e c'hodell kontell e
dad a oa plantet enni. Kuitaat a reas ar gêr en ur c'hoari
biz-meud.
A-benn disoñjal ar gerseen-se e
tivizas Aldo cheñch buhez, hag eñ ha mont da vevañ gant un nebeud
tud en ur gevredigezh hippi e Bro-Ardech. Eno e veve er peoc'h hag
er sioulder, leun a levenez hag a garantez en e galon.
E-kerz un nozvezh ma oa an holl
e-tal an tan o kanañ hag o tañsal e teuas dezho ar soñj da vont da
Vro-Nepal d'ober ur veaj sevenadurel.
A-barzh kas ar mennozh-se da vat e
voe ret dezho labourat un tammig. Un nebeud anezho a yeas d'ar
marc'had da werzhañ bravigoù perlez, pe fourmaj ar givri savet
ganto evel ma rae Bleunienn Laouen hag he gwaz Akwarium
Kan-Ibiskus. Aldo a zivizas ober evelto hag a savas ur stalikez e
marc'had ar vourc'h. Eno e klaskas gwerzhañ ur re Rangers ruz,
kontell e dad, an nounchakoù hag ar
pennbazh a oa bet profet dezhañ evit e bemzek vloaz, ha
swastikaoù e makrame (neud plezhennet),
rak ne ouie ober nemet an dra-se. Mendare hag-eñ ne blijas ket ar
stalig kalvezerezh-se, rak a-raok fin ar c'hentañ mintinvezh e
teuas davetañ un ugent bennak a dud, bizhier ha filzier ganto. N'en
doa ket bet amzer ar paourkaezh Aldo da dennañ reizh war e anal
c'hoazh, m'en en gavas ledet war al leur. Unan bennak a stlejas
anezhañ betek an ti-gar hag a daolas anezhañ en tren kentañ davet
Forzhpelec'h.
Bloñset, bronduet e pep lec'h e oa
ar paourkaezh Aldo, torret dezhañ ur vrec'h, dizantet e c'henoù,
diroget e zilhad, aet du e fas gant al loustoni. Goude ur prantadig
e voe skarzhet diouzh an tren. Anavezout mat a rae an ardremez
peogwir e oa distroet dres d'al lec'h en doa kuitaet un nebeud
mizvezhioù 'oa. E Panarvili e oa erru ar paotr en-dro. Ruzañ a reas
e gorf a-hed an devezh davet ul lec'h, met ne ouie dare pehini.
Neuze, deuet an noz ez eas da c'hourvez dindan ur pont. E-pad pell
e chomas da sellet ouzh ar gouleier o lufrañ en dour, ken brav,
adsked o sklêrijenn o tremen dre e... votoù toull.
E-unanig en em sante ar paourkaezh
Aldo, zoken pa zeue chas da staotat warnañ : pegen madelezhus a
oant memestra, dont d'e dommañ e-giz-se.
A-us dezhañ, war ar pont, e oa
tabut etre archerien ha tud yaouank; klevout a rae anezho o redek
hag o youc'hal. Pellaat a reas an trouz kerkent ha ma voe lazhet
gouleier ar gêr vrein-se.
Yen e oa dezhañ, ha ne oa ki ebet
tro-war-dro. Setu e tastumas tro-dro dezhañ kement tra a c'hellfe
bezañ implijet da zerc'hel gwelloc'h ouzh ar yenijenn. E-keit ma
oa-eñ o tispegañ ur skritell, warni bruderezh evit ar stourm
gouenngas, e teredas un den mezv-dall, ur skinhead. Chom a reas
a-sav dirak Aldo da sellet pizh outañ. A-daol trumm e savas Aldo
gant al levenez hag e klaskas ober jestroù en ur gomz outañ, met
dizantet e oa, ha digomprenus a-grenn e gomzoù. An istrogell a-dal
dezhañ a sellas ouzh ar skritell a oa etre daouarn Aldo, hag ur
barrad fulor a grogas ennañ, ken spontus 'oa dezhañ gwelet un den
du, na gomze ket galleg, o tistagañ ar skritelloù bet staget gant
kement a galon gantañ. Taget en em santas ar penn-beulke-se o welet
Aldo o kenderc'hel gant e jestroù, neuze e skoas gantañ, hag e
sachas anezhañ betek ar ribl. Sellet a reas Aldo outañ, truezus, un
daeraouenn o tiverañ eus korn e lagad. Egile a sellas outañ a-raok
e vountañ er stêr.
Setu penaos ec'h echuas buhez ar
paourkaezh Aldo, marvet evel re a dud.
E vuntrer a vanke penn e viz
dezhañ.
|