 |
|
 |
Danevell 24 (live Lennegezh lise)
Echu
e brezhoneg aes
|
|

« Me eo, me eo. Mervel a ri, yeo, gwelout a ri 'benn nebeut,
nebeut, c'haaaaaaa ! » Aze emaout ? Ya ? Ret eo dit bezañ aze.
Klevet ez peus ? Pebezh mouezh divalav emaomp o paouez klevout,
neketa ? Perak ez ez kuit ? Heuilh ac'hanon. Na gomzez ket ouzhin,
poan-benn am eus. Heuilh ac'hanon. Ha gouzout a rafes e pelec'h
emaomp ? Abaoe peur emaomp en trepas-mañ ? Poan-benn am eus. Teñval
eo, ha c'hwez fall a zo gant al lec'h-mañ. Plas a-walc'h am eus
dres evit tremen. Ne welan netra, ezhomm am eus touch ar mogerioù.
Aon am eus. Tachoù lemm o beg a zo ouzh ar mogerioù, poan am eus em
bizied. Abaoe eurvezhioù emaomp aze o vale hep paouez. Gwech ebet
c'hoazh n'omp troet a-zehou pe a-gleiz, klañv-moñs e vin 'benn
nebeut, sur eo. Va-unan-penn emaon, nemet ganit evel-just, met te
n'ez out nemet va spered o sikour ac'hanon da vont war-raok.
Didrouz pep tra ivez. Ne glever nemet trouz va c'hammedoù.
Abalamour da se ne zeuan ket a-benn da gomz a vouezh uhel, kement a
aon am eus. Feneant-ki ma'z out, lavar din pep tra : e pelec'h
emaomp, petra 'reomp amañ, abaoe pegoulz e valeomp hep ehan ? Chik
! Paouez da gomz ! Ne glevez netra, trouzioù iskis ? Eus a bep
lec'h e teuont. Izeloc'h eo bremañ, adkregiñ a ra, trouzioù nevez a
zo bremañ, unan anezho o lavarout:
« Mervel a ri ». N'int nemet trouzioù boud evit ar poent. Ne zeuan
ket a-benn da c'houzout peseurt trouzioù a glevan. Selaou a rez ?
Ne weles netra ? Un tamm gouloù bennak a zo er foñs tout. Deus
ganin, deus, marteze ez eo gouloù an diavaez a welomp, redomp,
c'hoant am eus mont kuit eus al lec'h-mañ.
Stoket em eus ouzh un nor ? N'ez
peus ket bet re a boan ? Ar goulou, pelec'h emañ ar gouloù ? Ezhomm
am eus gwelout anezhañ. Poan-benn am eus. Ret eo din digeriñ an
nor-mañ diouzhtu. Sikour ac'hanon, mar-plij, n'eo ket aes. Aon az
peus ? Perak ? Poan-benn am eus. Na'z pez ket aon. Paouez da glask
mont kuit. Gouzout a rez mat ez eo ret dit heuliañ ac'hanon. Ezhomm
am eus gwelout ar pezh zo a-dreñv. Ne c'hellan ket ober mod-all. Ne
welez ket ez on sachet gant unan bennak treuzwelus da vont e-barzh.
Te, hag a wel pep tra, lavar din, piv eo an den-mañ hag a lavar din
en-dro:
« Mervel a ri » ? Met komz 'ta ! Na chomez ket difiñv da sellout
ouzhin evel pa vijen Satan. Lavar din ! Lavar din ! Poan em
divrec'h, poan em daouarn, poan em divhar, poan-benn am eus ! Ret
eo din kenderc'hel.
Klask a ran digeriñ an nor, met ne
zeuan ket a-benn. Sikour ac'hanon mar-plij. N'ez peus ket c'hoant ?
A, setu ! Deuet on a-benn 'benn ar fin. Strebotet em eus. Siwazh
din, war va fenn on kouezhet. Muioc'h a boan am eus c'hoazh.
Spontus eo. Selaou a rez ? Ne rez ket forzh eus ar pezh a lavaran
dit, evel bepred. Trouzioù spontus a glevan en va fenn met didrouz
eo al lec'h tro-dro din, war-bouez ar vouezh skrijus o lavarout din
c'hoazh:
« Mervel a ri ». C'hoant am bije mervel. Kemer a ran va fenn etre
va daouarn, met kement a boan am eus en va daouarn ken na cheñch
netra. Ne welan netra. Va Doue, sikourit ac'hanon da heuliañ ar
goulou. Ober a rez goap ac'hanon.
Kae dirazon ! Un urzh eo ! Gra ar
pezh a lavaran dit ! Forzh penaos, ma n'ez ez ket da gentañ ez in
en da blas. Kenderc'hel a ran gant va hent. Ne welan netra nemet ur
pik gouloù er foñs tout. Pep tra a dro tro-dro din ha ne rez netra
evit va sikour. Ret eo din kenderc'hel. Mar plij, laosk ac'hanon
d'henn ober. Paouez da sachañ warnon diouzhtu ! Kenderc'hel a ran.
Santout a ran ken kreñv an nerzh ma'z eo ret din redek da gaout
nebeutoc'h a boan. Ken du eo al lec'h ma ne welan ket an nor a zo
war-lerc'h, hag em eus poan o stokañ outi. Diaes eo din digeriñ an
eil dor. Kement a boan em fenn, em divrec'h, em divesker am eus. Pa
sachan war an nor e santan va holl eskern o traskal. Digor eo an
nor bremañ. Trouzioù, ya trouzioù eo a glevan c'hoazh, n'eo ket mui
sioul, didrouz al lec'h-mañ. Aaaaa ! Laboused-mor o skroeñjal,
bannieloù o stlakal, bombezennoù o tarzhañ, ar c'hirri-nij o
safroniñ hag ar vouezh o lavarout adarre:
« Mervel a ri », hag e c'hoarzh ouzhpenn-se !!! Kemerit holl toull
ar mañsoner, me hoc'h asped ! N'ez eus prenestr ebet, den ebet,
nemet an trouzioù o lakaat ac'hanon da vezañ sot-nay. War va lerc'h
emañ an diaoul, youc'hal a ra warnon, o tostaat emañ ! Heuilh
ac'hanon ! Redek, redek, n'ez eus nemet an diskoulm-mañ, redek,
redek atav war-zu ar goulou. Na'z pez ket aon ! Da sikour a rin, da
wareziñ a rin diouzh ar spered fall, diouzh an diaoul hag a zo
tro-dro deomp. Ne c'hellan ket mui redek, unan bennak a zo o herzel
ouzhin da vont war-raok. Tremen a ra e zaouarn yen-sklas war va
dilhad, war va c'horf. Aon am eus da semplañ, pe gwashoc'h c'hoazh,
mervel aze. Pennek ma'z out, sikour ac'hanon da dennañ an daouarn
kuit a-ziwar va c'horf. Oc'h analañ emañ e-kichen va divskouarn.
C'hwez fall a zo gantañ, ne lavar netra din. Sikour, mar plij ! Va
c'homprenet ec'h eus, an hini en deus komzet deomp bremaik eo. Ne
c'hell ket bezañ unan all. Va Doue, n'am laoskit ket, mar plij ! Va
zad, va mamm, va sikourit ! Mont a ra e zaouarn betek va gouzoug.
Kregiñ a ra da stardañ, dousik evit ar poent. Aon am eus mervel. Ha
te, aon az peus ? E pelec'h emaout ? Aze ? Ket. Aet out kuit neuze,
da Gêrbornig ? Ya, an dra-se eo. Aet out kuit sioul-sibouron gant
aon da chom da vervel ganin. Biken ne bardonin an dra-se dit !
Marvet out. Tost echu eo evidon ivez. Houarn eo e zaouarn, yen-du
int, evel al lec'h-mañ. Stardañ a ra kreñvoc'h bremañ. Serriñ a ran
va daoulagad ken ankeniet on. Kenavo.
Netra, netra. N'en deus graet netra
din. Distardet en deus e zaouarn a-ziwar-dro va gouzoug evit
laoskel ac'hanon da genderc'hel gant va hent. Iskis eo an dra-se.
Abaoe ar penn-kentañ e lavar din e lazho ac'hanon, ha d'ar mare ma
c'hell hen ober ne ra netra. Kendalc'homp neuze, hag en ur redek.
Gwelout a ran euzhviled e pep lec'h, o klask tapout ac'hanon, met
en em zifenn a ran kement ha ma c'hellan. Livioù a bep seurt a zo
warno. Met sellout a ran outo an nebeutañ ma c'hellan evit sellout
nemetken ouzh ar pik gouloù a zo er foñs atav. Un nerzh kreñv am
eus bremañ evit mont a-enep an diaouled-mañ. Mont a ran war-raok,
atav war-raok, buanoc'h-buanañ, en ur redek bremañ. Aiou !
Strishoc'h eo an trepas. Ar wech kentañ eo.
« Mervel a ri. » Ar vouezh-se adarre ? N'eo ket posubl kement-se.
Ret eo din diwall bremañ peogwir ez eo strishoc'h an trepas.
Trouzioù a bep seurt a glevan e-keit ma kendalc'han gant va hent.
Kreñv-spontus eo an trouzioù-mañ. Krediñ a ra din e fiñv pep tra
tro-dro din evel pa vije ur c'hren-douar nepell ac'han. Poan-benn a
zeu din o welout euzhviled o klask tapout ac'hanon ha klevout
sonioù ken skiltr ha ken boud war un dro. Va Doue, lak ac'hanon da
vezañ bouzar-kloc'h, mar plij ganit ! Diaes eo din bale ken
mezv-imobil on. Toulloù a zo e pep lec'h en hent bremañ, a-wechoù
ez eo ledan an hent, hag a-wechoù n'eo ket, met ret eo din heuliañ
bepred an hent dre ma'z on desachet gant ar gouloù er penn-all. Pa
ne welan ket anezhañ em eus aon, dre m'emaon va unan penn hep den
ebet, nemet gant euzhviled sot-pitilh. Sed aze, e pelec'h emañ ?
Klaskomp en tu kleiz, ya gwelout a ran anezhañ en-dro. Ar wech
kentañ eo din treiñ a-gleiz. Iskis eo. Atav e welan ar goulou, un
tamm sklêrijenn o tremen etre ar mogerioù pe an dorioù. Treiñ
a-gleiz en-dro, ha bremañ a-zehou. Sur a-walc'h emaon tost outañ,
ouzh an dieubidigezh, dre ma welan anezhañ brasoc'h-brasañ. Yeo,
aze emañ ! Ya, sur eo an dra-se ! Yeo ! Yeo !
Santout a ran emañ ar gouloù
a-dreñv an trepas strizh-mañ ! Gwelout a ran mat bannoù an heol o
skediñ. Mall 'zo warnon gellout tremen, evit bezañ dieub. Diaes eo
tremen memestra. 'Benn ar fin ! Deuet on a-benn ! Ne welan netra,
ken splann eo ar goulou. Mouchañ a ran va daoulagad gant va
daouarn. Gortoz, gortoz, dousik, bremañ e c'hellan digeriñ va
daoulagad. Setu, graet eo. Nann, nann n'eo ket posubl ! Petra am
eus graet evit kaout kement-se ? Sikour, sikour !
|
 |
|
 |