Danevell 18 (live Lennegezh lise)
En ur gambrig kozh
e brezhoneg aes
|
|

Staliet e oa Benoni ouzh e vurev
kozh. Teurel a reas ur sell ouzh ar prenestr damzigor. Glav.
Adarre. Glav a oa bet o kouezhañ a-hed e vuhez. Daou vloaz ha
tregont e oa, ha c'hwitet war pep tra evitañ, da viken. En em
soñjal a reas. N'en doa ket anavezet e dad ha paour-raz oa bet e
yaouankiz gant e vamm intañvez. E vamm. Na kalonek 'oa bet hi.
Marteze a-drugarez d'al lizher skrivet gant e dad-kuñv d'ar familh.
Difennet-groñs en doa digeriñ al lizher a-raok ma vefe-eñ er vered.
Ha pa varvas... Ur souezhadenn ! Skrivet e oa bet gant an hini kozh
kement-mañ :
D'an hini en devezo spi,
A nac'ho mont da baour,
Dezhañ da glask ha difazi,
Dizoleiñ eizh tammig aour.
Dibaoe n'o doa ket paouzet izili ar
familh da glask an eizh tamm aour-se. Lod anezho a varvas, troet da
sod. Mamm Benoni he doa klasket ivez. Evit he mab, a lâre-hi. Mes
dont a reas karr an Ankou da gerc'hat anezhi. Pemzek vloaz 'oa
Benoni ken. Marvet 'oa holl izili e familh o klask an aour pe un
dra all, setu...
Barrek e oa bet eñ er skol, mes
tremenet gantañ ar vachelouriezh ne chome ket a-walc'h a arc'hant
gantañ da genderc'hel gant ar studioù. Derc'hel a reas gant an
enklaskoù, en aner. Labourioù bihan a reas, gopret fall, ha kriz e
chome e blanedenn gant an dilabour o kreskiñ.
Neuze e voe Arzhela. Arzhela.
Bihanaat a rae kalon Benoni gant ar mantr pa c'hoarveze dezhañ
soñjal enni. Sevel a reas ha mont betek ar prenestr. Pebezh amzer
fall !
Arzhela. Kejet o doa en ur stal
kazetennoù. Merc'h d'ur rener embregerezh e oa ha studierez war ar
skiantoù e oa ivez. Arc'hant he doa, evel-just. Kreskiñ a reas tan
ar garantez en daou zen yaouank. Pa c'houlennas Benoni digant tad
Arzhela dimeziñ d'e verc'h, e nac'has :
« Ur paotr mat oc'h Benoni... ha... yaouank oc'h c'hoazh. Amzer ho
peus d'ober ho soñj... »
Gouzout a rae Benoni koulz hag
Arzhela penaos en doa c'hoant an tad dimeziñ ar plac'h gant unan
liv an arc'hant war e zremm. Prometiñ a reas Arzhela gortoz e vefe
pinvidikaet. Hag eñ da glask ul labour a fiziañs hag an aour
ivez..., an aour.
Ha bremañ ? Bremañ e oa-eñ daou
vloaz ha tregont en e gambrig, liv ar brein ouzh ar mogerioù
anezhi. An arrebeuri a oa bet roet dezhañ pe kavet. Ar baourentez.
Dalc'hmat. Hag Arzhela... Arzhela a oa dimezet gant un ijinour
yaouank ur gravatenn vrav tro-dro d'e c'houzoug.
« Nav bloaz ha tregont on bremañ », he doa displeget Arzhela leun
he daoulagad a zaeroù,
« N'hallan ket mui gortoz... Kompren a rez, Benoni... N'hallan ket
mui... »
Huanadiñ a reas Benoni. Er-maez e
oa paouezet ar glav da gouezhañ. Ober a reas e soñj. Re a amzer a
oa tremenet, re griz e oa bet e vuhez. Nag a c'hwitadennoù, nag a
amzer gollet o klask an eizh tammig aour ! Arzhela, ooo ! Arzhela !
O c'hlasket em eus, hen touiñ a ran, o c'hlasket em eus...
Netra. Sioul. Sioulaet' oa e galon
bremañ. Kerzhout a reas Benoni goustad war-zu ar gwele
damzistrujet. Kemer a reas ur pakadig lienet a zindan ar vatarasenn
distummet. Krenañ a reas e zaouarn kerkent ha dispakañ al lienenn
wenn, enni ur bistolenn. E zaoulagad a bare outi. D'e vamm e oa bet
gwechall.
« Sell marteze e c'helli he gwerzhañ evit bevañ » he doa lavaret hi
d'he mab a-raok mervel. N'en doa ket bet c'hoant Benoni gwerzhañ
anezhi.
« Hiziv e vo implijet » a soñjas an den dic'hoanaget. An aour,
Arzhela, poent 'oa dezhañ echuiñ. Sankañ a reas beg ar bistolenn
war e ividig... serriñ e zaoulagad... ha... pouezhañ war an
draen.
Kouezhañ a reas Benoni war ar
planchod poultrennek, en e zorn ar bistolenn. Ne chome ken seizh
bolodig enni. Seizh bolodig aour.
|