 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

An noz. Dihunet on bet gant ar gozh
gwallhunvre-se! Ur wech ouzhpenn... Astenn ma brec'h davet an
daolig-noz a ran, a-benn lakaat ar gouloù war enaou. Peder eur
vintin eo. Gleb-teil on gant an dour-c'hwez, ha gant an daeroù
ivez, moarvat. Hogen, peoc'hus on bremañ. N'em eus ket aon ken.
Echu gant ar muntroù, Kilian, Mawaime ... kenderc'hel gant ma buhez
a rankan ober, studierien 'zo ouzh ma gortoz. Pell 'zo ne oan ket
bet ken sioul ... bloavezhioù ha bloavezhioù, n'em eus ket soñj
zoken. Echu.
Ur barradig aer fresk a santan war
ma fas. Disoñjet em boa serriñ ar prenestr, iskis eo. Sevel a ran
ha mont davetañ. Morse c'hoazh n'em boa sellet ouzh ar porzh diouzh
an noz... Na didrabas!. Marteze n'eo ket ken luziet ar vuhez a-benn
ar fin. Trawalc'h leuniañ anezhi gant an trevelloù pemdeziek,
trawalc'h bevañ anezhi. Cheñchet a-grenn aergelc'h ar porzh. Ken
trouzus, safarus, bouzarus e kavan anezhañ peurvuiañ. Hag ur sell
all am befe outañ? Buan e cheñch an traoù a-benn ar fin, an dud, ar
vuhez. Kement a zarvoudoù em buhezig din-me, kement a drubuilhoù
... echu gant se. Ma gwalc'h am eus bet. Ha seder eo ar porzh,
seder e-giz ma'z on-me seder. Meur a wech em eus bet livet ar
porzh, met gwech ebet en noz betek-henn. Dav 'vefe din klask, aes e
teufe an awen din. Livañ. Chom a ran da sellet ouzh ma daouarn,
binviji marzhus, gouest da sevel ha da zispenn. Gwech ha gwech all
e sellan outo a-raok ha goude bezañ livet, petra eo ar c'hemm,
nemet an daolenn em c'hichen, graet, echu, diavaez din , estren
din, n'eo ket mui din. Hag a-greiz pep kreiz e teuan da c'houlenn
ouzhin ma-unan ha ganin eo bet kaset an tamm labour-se da benn, ha
din eo an daouarn-se, ha me ar vaouez a welan dirazon er melezour
diouzh ar mintin, ar vaouez a lavaran sioulik hec'h anv dezhi, e
pleg he skouarn, ken estren din a-wechoù hag an daou zorn-se
dirazon, o krenañ bremañ. Fellout a ra din livañ, un ezhomm eo
zoken. Pa oan plac'hig e kroge ar c'hrenerezh em daouarn a-wechoù,
pa zeue c'hoant din tresañ, ... goude marv tad dreist-holl.
An daolenn. Iskis eo. Bep tro m'en
em gavan dirazi e santan ur pistig o kreskiñ ennon, evel ur
flemmadenn e poull ma c'halon, ur broud o vont da c'hourc'hemenn
hag o vleinañ, oc'h hentañ ma dorn, ma bizïed. Gourc'hemennet e vez
al livioù din zoken, gourc'hemennet din gant ... penaos lavaret ...
ur vouezh em c'hreizon o lakaat ac'hanon da livañ un daolenn
n'ouzon ket he ster zoken. Abalamour da betra e talc'han gant ar
c'hozh livadur-mañ? Gwelet a ran reun ar barr-livañ o redek war al
lien, buanoc'h-buanañ, livioù e-leizh, stummoù o tont war-wel,
kenurzh an arlivioù, krommennoù, plegoù, daoublegoù. Ha ma c'halon
o taoulammat ambrouget gant ur morzhol o skeiñ taolioù ingal em
fenn, heñvel ouzh mentadur un eurier, tak, tak, un eurier o
vrañsigellat, mentadur un eurier, ur momeder ... UR MOMEDER
...!!!
Santout a ran talmad ma gwazhïed,
lammoù ma c'halon, ha netra all. Netra nemet ar momeder, livet
ganin, hep rat din, dic'houzvez din, war un tamm lien. Perak? Ur
momeder hag a denn re vat d'ur momeder all anavezet ganin. Ur
momeder a gustum bezañ trec'h da'm youl, da'm c'hoant, a gustum
sammañ ma daoulagad gant un doare latarenn, kas ac'hanon betek an
isemskiant, hentañ ma soñjoù davet an endonspered, davet ur bed all
n'ouzon netra diwar e benn, pe n'am eus ket soñj anezhañ ken, o
veuziñ ma spered er c'housk, en un hunvre, un hunvre dihun ...
Momeder Antoine de La Roche-Marie an hini eo, anat eo din, ken anat
... N'hall ket bezañ!... ar momeder, me, ar bredelfennour hag ar
muntroù ...hag ul liamm a vefe? N'hallan ket krediñ! Setu ma teu ur
skeudenn war ma spered, war skramm ma daoulagad, evel ur filmig
berr o taolenniñ muntroù Kilian ha Mawaime, hag ouzh ar voger,
trolinenn, skeud ur muntrer, hag a zo ur vuntrerez. Hag ar
vuntrerez-se, gwashañ tra, a zo he blev a-liv gant ma re, he beg
hag he daoulagad rik-ha-rik evel ma re! Ur spont ... ma selloù
pizh, difiñv, liv an drougïezh enno, kasoni ul lazher didruez. Met
petra 'zo c'hoarvezet ganin? ... Piv eo ar muntrer? ... Piv
on?!...
A-greiz-holl, ar pellgomzer o
seniñ. Dasseniñ a ra diridignadennoù skiltr ar pellgomzer ennon,
daskrenus, evel skeudenn divuhez Kilian. Paouez! Tevel a ri?!! Ur
barrad fulor o kreskiñ ennon, ar fulor am boa dalc'het abaoe ma
yaouankiz, o kinnig tarzhañ, hag a steuz diouzhin a-daol trumm,
lazhet, evel an tan gant al ludu.
« Ya? »
« Liza? »
« Piv eo? » Anavezout a ran ar vouezh-se. Penaos ankounac'haat
doare ar vouezh ken dous-se, re zous, n'eo ket naturel ken. Ar
vouezh-se, ken dibar, a voug kerkent disfiz an dud hag a c'hounez o
fiziañs ken prim all, diouzhtu, betek bezañ karet ganto zoken. Met,
e gwirionez, n'eus nemet feulster ha drougoni eus liv hoalus ar
vouezh-se, korvigelloù gwisket gant poell, kaozioù mel,
aloubus.
« Liza, te an hini eo? »
« Ya, me an hini eo », a vesteodan.
« Péndula! Péndula! » a lavar gant ur pouez-mouezh
kastilhanek.
« Péndula...! »
Petra 'c'hoarvez? Petra 'zo? Perak
ez a da zistagañ ar gerioù-se? Nann! Nann! N'eo ket ...! Tav! Tav!
Tav!...Boudinellat a ra ma divskouarn, ur c'horfad aon 'zo krog
ennon. Ret e vo din advac'hañ, advac'hañ ar pellgomzer. Santout a
ran ma c'horf o stegnañ gant an aon, gant ar spont. Klask a ran
huchal a-bouez-penn, met ne zeuan ket a-benn.
« Péndula, péndula... »
« Nann », a vouslavaran,
« nann... » Rinklañ a ra an daeroù war ma dremm saouzanet, o klask
enebiñ hep gellet, hep krediñ hen ober, o klask en em zizober
diouzh ar vouezh-se c'hwek, ken c'hwek. Mouezh ar bredelfennour,
mouezh Antoine de la Roche-Marie... C'hoant 'm eus advac'hañ,
c'hoant 'm eus...
« Péndula! »... Un islonk, goullo a santan oc'h aloubiñ ma empenn,
ha me o koll sont, o koll sont ...
« Radio Douarnenez, ar radio dienkrez. Dek eur eo, ar c'heleier
gant Josefin Belbeoc'h. Er mintin-mañ eo bet kavet korf ur plac'h
yaouank, Liza Keruhel, en he ranndi, straed ar Rozmeur, e
Douarnenez. Evit ar mare ne ouezer tra eus an abegoù o deus graet
d'ar plac'h yaouank, kelennerez war an Arzoù Kaer e Lise J.M. ar
Brizh, mont d'en em zistrujañ en noz-mañ. Gant un amezegez, an
Itron Tereza'r Floc'h eo bet kavet ar c'horf. Diouzh ar pezh a
lavar homañ e oa klañv Liza Keruhel gant he nervennoù abaoe meur a
vloaz. Hervez ar c'homiser Jañ-Loui Sanchez e oa bet gwall skoet
Liza Keruhel gant marv kriz Mawaime Malinche ha Kilian ar C'horr,
mignoned vras dezhi... »
|
 |
|
 |