 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Gouleier spontus ha kreñv-kenañ em
daoulagad, un heuliad skeudoù glas, ruz, melen o vont hag o tont,
ken skedus ma vezan trellet ganto. A-greiz-holl e steuz an douar
dindanon hag e kouezhan en un islonk du. Ha tro-dro din, tud o
huchal, o yudal:
« Pign! Pign! ». Met dibosubl eo din! N'o deus ma daouarn tamm krog
na dalc'h ebet neblec'h, ha derc'hel a ran da gouezhañ.
Neuze e tihunan hag e lakaan ar
gouloù war elum. Daeroù tomm em daoulagad, gleb-teil ma hiviz-noz
gant an dour c'hwez, pouez an enkrez warnon. Teir eur mintin eo,
gwelloc'h din gortoz an hun da zont en-dro. Serret em eus ma
daoulagad, ne zeu ket c'hoant kousket din. Mont a ran em c'hoazez,
astenn ma brec'h, tapout ar pakad pilulennoù war an daol-noz. Ma
'm'eus soñj mat eo gant ar bredelfennour 'oant bet roet din, da
sioulaat din un tamm. Ha me ha lonkañ unan, ha mont da evañ ur
banne dour d'he lakaat da ziskenn.
Kerkent e nij an anken kuit diwar
ma spered. Adkavet ar peoc'h ganin. Amzer din mont betek ma c'hambr
hag e kouezhan war ar gwele.
Ur skeud nevez a zeu em fenn. Skeud
ur paotr, piv eo? Brumennek eo ma spered, ha displann e chom
skeudenn an den. Bep un tammig e sklaera avat. Setu ma welan Kilian
a-daol trumm. Kilian o lopañ gant Mawaime, hag hi o leñvañ. Tec'het
eo skeud Kilian kuit. Un dorn o tostaat, o vrasaat a bep ma nesa.
Klask a ra Kilian mont kuit met chom a ra da sellet, difiñv,
spontet, sebezet. Troet eo da sant maen ken spouronet eo. Koll a ra
e fas e liv ruz ha treiñ da wenn-kann. Sevel a ra an dorn e-unan,
uhel er vann, evel evit kemer lañs. Klask a ra Kilian tec'hout kuit
met un nerzh a lak anezhañ da chom difiñv. O komz emañ. Ne glevan
seurt er pezh a lavar. Petra? C'hoant kompren am eus. Gwelet a ran
an dorn o tostaat outañ. Ooo! N'hall ket bezañ! War ur gontell eo
serr-mat an dorn-se! Skeiñ a ra ar gontell gant Kilian. Sevel a ra
an dorn en-dro. Ruz eo pep tra, hag an dorn o kontellata kalon
Kilian, gwad o strinkañ hag o tiverañ e pep lec'h. Diskenn a ra an
dorn ur wech all c'hoazh, ha didroc'hañ anezhañ e tammoù. Digor eo
korf Kilian etre e galon hag e droad kleiz. Gwad e-pep lec'h, met
ur pekad buhez 'zo ennañ c'hoazh. Ne gomprenan ket ar pezh emañ o
klask lavaret. Krenañ a ra, liv ar spont hag ar boan war e zremm.
Klask mont en e sav, ne zeu ket a-benn. Tostaat a ra an dorn
en-dro. Didroc'hañ a ra dezhañ bizied e zorn kleiz. Sikourit
anezhañ! Truez!
Sevel a ran, dihun on. Dibaouez e
leñvan, e keinan, e youc'han! C'hoant pellgomz d'ar bredelfennour
am eus. Berr ma anal, o klask prederiañ. Ur barrad spont
penn-da-benn ma c'horf, kridiennoù a-hed ma livenn-gein, ha betek
em izili. Un trouz a glevan, an diri o sourrikat. Stlakadenn verr
ar gazetenn o kouezhañ dirak an nor. Paotr al lizhiri sur a-walc'h.
E-pad ur pennad hir a seblant din bezañ berr e chom ma daoulagad da
barañ war ar gazetenn. Kemer a ran anezhi, ha lenn titloù bras ar
bajenn gentañ:
« Goude drouklazh an Indianez (gwelout ar pennad pajenn 3) »
Krenañ a ra ma daouarn o klask
treiñ ar pajennoù:
« Goude drouklazh an Indianez yaouank Mawaime Malinche, ez eus
deuet diskred bras war he mignon Kilian ar C'horr. Hemañ, un den
yaouank daou vloaz ha tregont, dilabour abaoe meur a viz, a oa bet
goulennataet dec'h e-pad an deiz gant ar c'homiser Jañ-Loui Sanchez
e karg eus an afer. War a seblant e veze tabut alies-mat etre an
daou zen yaouank, ha feulziñ ingal a rae Kilian Ar C'horr gant e
vignonez. Ar mintin-mañ eo deuet er-maez goude dezhañ bezañ bet
dalc'het en archerdi e-pad an noz. Diwar intrudu e alvokad eo bet
laosket da vont dre ma oa re nebeut a brouennoù en e enep. »
N'on ket evit krediñ e c'hellfe
Kilian bezañ ar muntrer. Pe gentoc'h, n'em eus ket c'hoant asantiñ
d'ar soñj-se, plegañ dirazañ, degemer anezhañ. Ha seul vuioc'h e
stourman d'e argas diwar ma spered, seul greñvoc'h e teu da'm
broudañ, da'm flemmañ, tagus, direnkus, hollvezant. N'hall ket
bezañ! Ur paotr mat eo deuet Kilian da vezañ, a-drugarez da
Vawaime. 'Pezh 'zo sur, ne veze ket aes atav kaout afer outañ
diouzhtu goude pa oa en em gavet dilabour. Kroget en doa da evañ
zoken, da glask un tamm harp e bier Iwerzhon. E aliet em boa da
vont da gaout ma bredelfennour, en aner avat.
« Kaozioù gwrac'hed! » en doa lavaret din ur wech, aet skoelf e
zaoulagad gant ar boeson. Ya, pa soñjan, ne zle ket bezañ bet gwall
aes e spered goude bezañ bet skarzhet, dilabour e-pad meur a viz
evel-se, diezhomm d'ar gevredigezh, hag o rankout bevañ diwar-goust
e vignonez, a oa berzh ha brud he stal o kreskiñ er vro. Met
gwelloc'hik ez ae an traoù etrezo abaoe m'en doa kavet un tamm
fred, labour a youl vat, er gevredigezh-se,
« La Pacha Mama », o tifenn an Indianed hag o douar. Komprenet en
doa 'oa tud un tamm mat reuzeudikoc'h o stad eget e hini, hag e oa
pec'hed dezhañ klemm, 'benn ar fin. En un taol kont koulz lavaret e
oa torret d'e imor, d'e daeroni, ha d'e warizi e-keñver Mawaime. Ur
pal, ur ster en doa kavet d'e vuhez. Louzeier, dilhad, arc'hant a
zastume da gas d'an Indianed. Pennadoù kazetenn, poltriji -graet
dre guzh a-wechoù-, lizhiri, testenïoù a bep seurt a serre ivez, da
gas tud 'zo dirak al lezioù-barn etrebroadel.
« Danvez tarzh! » en doa lavaret din un dro bennak ... Gant an
dornet-kaer ma oa en doa bet graet skritelloù ivez. Unan anezho,
lakaet ganto ouzh ar voger e trepas o ranndi, am boa kavet
brav-eston, soñj mat 'm eus anezhi: ar c'huzh-heol war trolinenn
c'hlas ur menez-tan, ar Popocatépetl, hag uheloc'h en oabl ruz, ar
gerioù-mañ:
« N'eo ket deomp an douar, dezhañ omp. » Ya, ur c'haer a goublad
'oant deuet da vezañ adarre, pareet Kilian gant louzoù boemus ar
garantez, ar garantez evit Mawaime, evit he fobl, hag evit hec'h
arz. Ya, da welet atav, rak c'hoant he doa Mawaime krediñ e oa krog
o darempred da wellaat. Krediñ, krediñ atav. Met penaos 'ta en deus
gellet ar c'hozh kazetenner-se, mont da embann seurt kelachoù
diwar-benn Kilian, dreist-holl pa n'eus tamm prouenn ebet.
Flaeriañ, flaeriañ bepred. Klask a ra ma spered enebiñ ouzh ar pezh
'zo skrivet er gazetenn. Ha me o sellet, hep he gwelet a-benn ar
fin, ouzh ur gelienenn o vont a vruzunenn da vruzunenn war doubier
blastik taol ar gegin. Me, kollet em rambreadennoù, hag hi,
dic'houzvez a-grenn eus ar boan-spered 'zo ouzh ma gwaskañ.
Er-maez, latar ouzh prenestr ar gegin, evel laezh.
Ha koulskoude, goude un nebeud
prederiadennoù e teuan da chaokat soñjennoù du adarre. Ur paotr
taer ha gwarizïus eo bet ar C'hilian a-holl viskoazh. Piv an Diaoul
a c'hellfe bezañ bet aet da lazhañ Mawaime, nemetañ, Kilian ar
C'horr?
Forzh penaos, ha forzh piv bennak e
vefe, ret e vo tapout anezhañ buan ha lakaat anezhañ en toull betek
fin e vuhez.
Sizhunvezhioù evel homañ a gavan
diaes-spontus, o stlejañ, trist ha teñval pep tra, ken trist ha ken
teñval... Mat 'vefe din mont da welet tud da gomz un tammig. Ha
diskuizhañ 'rafe mil vad din, chom em gourvez em c'hambr... Kaoc'h
ki! Klask a ran soñjal e traoù all met ne zeuan ket a-benn.
Strafuilhet-bras on gant Killian. Ne dalvez ket ar boan din chom
pelloc'h da durgnal amañ, gwelloc'h din mont da gaout anezhañ, da
sklaeraat ma spered un tamm. Ha diouzhtu, kement hag ober! Kemer a
ran ma mantell, ma manegoù teuc'h, ur cheñcheñgom evit ma
nervennoù, ha deomp de'i. War droad ez in, da aveliñ ma fenn un
tammig. Goude bezañ sellet div wech ha prennet eo an nor ganin, e
tiskennan gant an diri.
"An ankou am doug,
an anken am ren..."
Da belec'h emaout o vont plac'h,
hm? Da gaout ar muntrer? Gant ma ne zamanto ket re ma ler en
afer-se!
Pase buhezek eo an dud er straed
hiriv, rak marc'had 'zo, ha forzhig tremeniri: tud o komz, o
c'hoarzhin, o redek, o treiñ hag o tistreiñ dirak ar stalioù, e-giz
pa n'o dije netra all d'ober. Hag eürusoc'h, frealzet an tamm
ac'hanon o welet kement a dud imoret mat, war o zu. E korn ar
blasenn, ur paotrig o c'hoari fleüt a-dreuz. Emañ o c'hortoz gwelet
un nebeud gwenneien o tiskenn en e gasketenn, dirazañ war pavezioù
maen ar blasenn. Mont a ran d'e welet ha reiñ dezhañ ur pezh dek
lur, da zispign e fin an devezh. Ha bev e vin c'hoazh a-benn
neuze?
Kemer a ran penn an hent adarre,
a-stlej, hag ul lajadig diwezhatoc'h, setu me dirak dor vras ti
Mawaime ha Kilian. Ti Gilian nemetken bremañ...
Skeiñ a ran ouzh an nor met netra
na fiñv en tu all. Skeiñ a ran un eil gwech ha gortoz, met den ebet
ne respont... Marteze emañ gant ur strinkadenn ha ne glev ket. Ret
vefe dezho... dezhañ lakaat ur c'hloc'h. Gortoz a ran un tammig ha
klask digeriñ an nor...damzigor 'oa chomet!
|
 |
|
 |