 |
|
 |
Brezhoneg
An Huñvre Dihun
Romant
|
|

Na perak eo bet lazhet ha muntret
ken euzhus-se? Gant ar strafuilh e kouezh ma fenn hep nerzh etre ma
daouarn. Piv eo an den didruez-se? Kaer em eus ober goulennoù
ouzhin-me ma-unan ne zeu diskoulm ebet. Gant an holl drubuilhoù-se
eo rivet ma izili, evel seizet, kropet. N'eo ket ar gwad ennon evit
redek ken, evit ober tro ma c'horf hep mont yen, sklaset. Bep un
tammig avat e tomma ma c'halon en-dro pa soñjan er mareoù ken kaer
hon eus bevet asambles. Hi, Mawaime hag a oa ken prim ha lemm he
spered! D'ar c'hentañ gwel anezhi e verze an holl e oa ur plac'h
diskoelf abalamour d'he respontoù trumm ha birvidik hag a stanke
meur a c'henoù re frank. Mistr e oa he c'horf, kroc'henet dous
e-giz ar seiz. Setu penaos em boa gwelet anezhi evit ar wech
kentañ. Soñj mat am eus c'hoazh eus an devezh-se pe gentoc'h eus an
nozvezh-se. En un davarn 'giz Iwerzhon e oa, e-lec'h ma vouboue
drant ar sonerezh dre ar c'harter, mesket gant yudadennoù an
avelioù dirollet. Yaouankik-flamm e oamp d'ar c'houlz-se rak
studierezed e oamp e Skol-Veur an Arzoù e Kemper. Tro am boa bet
d'he gwelet c'hoazh e trepasioù hir ha teñval ar skol met ar wech
kentañ e oa din kaozeal ganti, en nozvezh-se. Diouzhtu e oa aet ar
gaoz war soñjennoù prederourien ar c'hantvedoù diwezhañ. Ken aes ha
tra e tispakas Mawaime he buhez din hag e lavaras sklaer ha splann
he soñjoù, hep chom da dortal. Digor e oa he spered dre m'he doa
bevet daou stumm da soñjal. E Mec'hiko e oa ganet hag eno he doa
gouzañvet e-pad he yaouankiz, buhez labourerien-douar ar Chiapas.
Kontañ a rae din kement darvoud a c'hoarveze en he c'hêriadennig
kollet er c'hoadoù trovanel p'en em gave ganti keleier eus du-hont.
Brav e seblante ar vro pa groge Mawaime da zisplegañ he doare din
dre ar munudoù, daoust d'an diaes ma veze din he c'hompren da vat
a-wechoù, ken buan e veze fromet pa gomze diwar-benn he bro.
Dedennet e oa gant an arzoù
hengounel hag un dezenn e oa e soñj sevel a-raok dibenn ar
bloavezhiad-studi. Plijout a rae dezhi ivez liverien an amzer a
vremañ, Juan Miró dreist-holl, a voe prenet meur a levr ganti diwar
e benn.
Daoust ma veze dedennus selaou
anezhi o komz, e soñjen atav penaos e veze gant an dud all. Ha
gwarizius e oan? Ne oan ket koulskoude, met aon a zeue din e
tigorfe he c'halon da n'eus forzh piv. N'eus forzh peseurt paotr a
vefe aet daveti, ha setu dres ar pezh a c'hoarveze peurliesañ. Ne
c'hellan ket derc'hel soñj eus o anvioù holl, nag eus o dremmoù
zoken. Ur plac'h koant e oa ivez. Na pegen lirzhin e oa gant he
mousc'hoarzh kaer bepred war he dremm. Alies e welen anezhi evel-se
pa'z aemp da riboulat en tavarnioù diouzh an noz.
Ne ouezan ket perak e teu an holl
eñvorioù-se em fenn, an holl vareoù brav. Hag e soñjan ne c'hellin
ket bevañ hepti, hep he mignoniezh, hep he bezañs, hep he levenez
...
Ha redek a ra ma daoulagad war
pennad ar gazetenn a-benn gouzout pegoulz e vo an interamant. Ne
gavan ket, met sur a-walc'h e vo da deir eur e iliz Santez Elena.
Ma mantell ha ma manegoù a gemeran hag ez an dre ar straedoù war ma
fouez, sioulik, ma soñjoù o nijal er goullo, en dic'hoanag. Treiñ a
ra skeudennoù em fenn, skeudennoù eus Mawaime... Ha treiñ a rafen
da sot hepti ?
Tostoc'h-tostañ emaon d'an iliz. Ne
vezan ket gwall droet bepred gant ar relijion-se a zo bet plantet
kement a reuz en hec'h anv gwechennoù, em bro, hag e hini
Mawaime.
Dale 'zo ganin, ha setu
a-greiz-holl ur pezh mell dor goad da virout ouzhin da vont
pelloc'h. Daoust ha nerzh a-walc'h am bo da zigeriñ anezhi? Ken
gwan en em santan, ken kizidik. Ha pa'm befe an nerzh d'hen ober,
ha gouest e vin da sevel ma fenn ha da c'houzañv selloù mignoned
Mawaime? ... Re Gilian dreist-holl. A-benn gwashaat pep tra, e
klevan un draskadenn spontus a-daol trumm. Me an hini eo! Me 'm eus
lakaet an oferenn da ehanañ en ur zigeriñ ar gozh dor vrein-mañ!
Hag an holl o sellet ouzhin. Met diseblant eo o selloù, re
drubuilhet evit diwall ouzh ur seurt darvoud. Kilian ken a chom da
sellet ouzhin, e zaoulagad leun a zaeroù, feson warnañ da vezañ
dic'hoanaget. Paourkaezh Kilian! Em sav e choman e foñs an iliz
e-pad ur frapad, kuit da zirenkañ an dud. Da welout Mawaime an hini
on deuet, ur wech c'hoazh... Tostaat a ran goustad ouzh an arched e
penn an alez: digor eo evit c'hoazh. Alvaonet, souezhet-mik e
choman, neket o welet Mawaime, met o welet ne ra netra din gwelet
anezhi marv. N'eo ket posubl d'an tamm kig gwenn-se bezañ ma
Mawaime garet!
Ne c'hellan ket chom hep sellet
ouzh Kilian. Morse n'he doa Mawaime karet ur paotr kement. Goude
bezañ bet ur sizhunvezh gantañ e oa deuet da vezañ ur plac'h
siriusoc'h, dedennet muioc'h gant ar pezh a oa tro-dro dezhi, ar
pezh a vroudas anezhi da zigeriñ ur stal binvioù evit livañ. Dre ma
anaveze ur bern tud troet gant al livañ ez eas mat ar stal en-dro
kerkent ha digoret. Met er gêr e oa disheñvel: abaoe bloaz edo
Mawaime ha Kilian o chom asambles pa grogas an traoù. Un nozvezh e
tistroas Kilian d'ar gêr, izel e benn: e labour en doa kollet. Pa
glaskas Mawaime frealziñ anezhañ, e voe bountet gant Kilian war al
leur. Antronoz e teuas Mawaime da'm c'haout, ha strafuilhet-holl e
oan bet o welet he stad vantrus: bloñsoù e pep lec'h! Ne oa ket bet
Mawaime evit krompren petra 'oa peg ennañ pa oa aet da skeiñ ganti
a-greiz-holl, pa 'z ae ken mat an traoù etrezo. Ar gwashañ eo na
baouezas ket Kilian da vezañ feuls, ha bep tro e teue Mawaime da'm
c'haout, da lavaret eo un div wech bennak bep sizhun, da nebeutañ.
Evel just 'm boa klasket lakaat anezhi da guitaat anezhañ met bep
tro e responte din e kare re anezhañ, he doa aon ober droug dezhañ,
hag evel-henn hag evel-hont...E-pad meur a vizvezh o doa dalc'het
da vevañ en doare-se.
Setu echu an oferenn. Ne verzan ket
emañ an holl o kuitaat an iliz, ha me kollet em soñjoù. Pa zeuan
ennon ma-unan en-dro eo tost goullo ar sal. Mont a ran neuze war-zu
ar vered. Gwigourat a ra an nor merglet war he mudurunoù. Stouet ma
fenn ganin ez an war-raok da heul ar re all, ma zreid o ruzañ an
eil war-lerc'h egile war grouan an alez, evel ur robot.
Ur wech erru er-maez, n'on ket evit
dispegañ ma selloù diouzh Kilian, ur wech ouzhpenn. Ha me kollet em
rambreadennoù adarre. A-benn ar fin ne oa ket echuet re fall an
istor dre m'en doa kavet Kilian un dudi nevez: sikour Indianed
Amerika. E amzer a dremene o labourat a youl vat evit ur
gevredigezh a rae war-dro ospitalioù ha skolioù eno, setu ma oa
gwellaet pep tra etrezañ ha Mawaime.
Nag a hast am eus e echufe al lid
hir ha poanius-mañ. Un nebeud tud a zo aet kuit c'hoazh met dre ma
anavezan an darn vrasañ eus ar re a zo chomet e kavan gwelloc'h
gortoz ar fin. Ah! Setu Kilian o vont; marteze e c'hellin ober
eveltañ? A-raok skeiñ sag ar gêr avat, ez in da gomz gant ar
paourkaezh Kilian memes tra. Sur a-walc'h en em sant e-unanik ha
glac'haret.
« Demat Kilian ... »
« Demat. »
Ne seblant ket bezañ gwall blijet
gant ar gaoz. Gwelloc'h ganin e laoskel e-unan, ezhomm soñjal en
deus ar paotr, sur a-walc'h.
« Ma, ma fell dit komz gant unan bennak e c'helli pellgomz din
atav, mat eo? »
Respont ebet. Ne glev ket ac'hanon
moarvat. Gwir eo e vez ezhomm bezañ an- unan a-benn soñjal pa vez
darvoudoù a-seurt-se. Me ivez 'm eus c'hoant bezañ sioul. Mont a
rin d'ober un tamm tro war vord ar mor. Ur banne aer fresk a raio
vad din.
|
 |
|
 |